Abrege eus an Aviel/Chapistr 54

◄   Evit ar 16 sul goude ar Pantecost Evit an 17 sul goude ar Pantecost Evit an 18 sul goude ar Pantecost   ►


Evit ar seitecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


AR Farisianet o veza tausteet ouz Jesus, unan anezo pehini a oa Doctor eus al lesen, en interrogeas, o clasq e supren en e gomsou. Mæstr,emezàn, pehini eo ar brassa gourc’hemen eus al lesen ? Jesus a respontas : Caret a reot Doue eus a greiz ho calon, eus hoc’h oll speret, eus hoc’h oll ene hac eus hoc’h oll nerz. Cetu aze ar brassa gourc’hemen hac ar c’henta : cetu amâ an eil pehini a so henvel outàn : Caret a reot ho Nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Quement tra a so ordrenet dre al lesen, ha quement o deus lavaret ar Brofetet a so comprenet en daou gourc’hemen-ze.

Sant Vaze, Ch. 22.
Meditation voar ar Garantez.

1 P. Peguer just eo caret Doue.

2 P. E pe fæçon e tleomp disquez dezàn hor c’harantez.

Considerit penaus ar c’henta hac ar brassa gourc’hemen en deus roet Doue deomp, eo d’e garet dreist quement tra so : Un Doue hepquen a adori, ha dreist pep tra oll a guiri. Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar Gourc’hemen-mâ !

Va Doue, c’houi a so va Zad, va c’hrouet hoc’h eus evit va renta eürus gueneoc’h en ho cloar, va frenet hoc’h eus en amser ma voàn collet, c’houi a so leun a garantez evidon, va c’harga a ret bemdez eus ho craçou hac ho tonæsonou, digueneoc’h eo am eus recevet quement mad am eus, ha digueneoc’h-hu eo ec’h esperàn quement mad a esperàn er bed-mâ hac er bed-all. Pet ræson, pet obligation n’am eus me quet d’ho caret-hu, va Doue ! Penaus e allàn-me goude quement a c’hraçou revus deoc’h va c’halon ha va c’harantez ?

C’houi va Doue, hoc’h eus roet din ar vuez ha furmet va c’halon : n’emedòn voar an douar ha ne vevàn nemet evit ho caret : ma n’ho caràn quet eta, e veritàn ar maro.

Pe sort natur a so em c’halon-me, ma ne garàn quet un Doue quer mad, un Doue quel liberal em andret, un Doue quen dign da veza caret !

Mar d’eo just din caout ur garante special evit va c’herent, va mignonet hac ar re a ra vad din, pebes carante na dleàn me quet da gaout evidoc’h, va Doue, c’houi pehini hoc’h eus grêt muy evidon, evit n’o deus-y grêt oll assambles, ha muy evit na ouffent da ober !

2 P. Dre hon œuvrou ispicial e tleomp disquez da zoue hor c’harantez : hervez ma en desq deomp hor Salver e-unan : An nep a vir va Gourc’hemennou, emezàn, hennes eo em char. Ar re a lavar din, va Doue, va Doue, ne antreint quet oll e Rouantelez an Eê, mæs quen ar re a ra bolonte va Zad.

Mar em eus carante evit un den, mar em eus ur mignon fidel, n’en em gontantàn quet da ziscleria dezàn dre va chomsou penaus er c’haràn, ober a ràn va fossibl da blijout dezàn e pep rancontr, divoal a ràn na zisplichen dezà e fæson ebet, ne espernan quet va foan evit renta servich dezàn, plijadur am eus en em antreteni gantàn, songeal a ràn alies ennàn, hac en em blijout a ràn o coms anezàn.

Mar credàn beza obliget da ober quemense evit ur mignon, ha mat er gràn en effet, ne dleàn-me quet gant muy a ræson e ober evit Doue pehini a so guelloc’h ha fideloc’h evit an oll mignonet ?

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ha sujet am eus-me da gridi am eus ur guir garante evit Doue ? Petra a ràn-me evit Doue ? Petra souffràn-me evit Doue ?

Ober a ràn-me evit Doue quement memes ha ma ràn evit va mignonet ? Clasq a ràn-me da blijout dezàn e peb rancontr ? Lacât evez a ràn-me na zisplichen dezàn, me pehini a zeu d’e offansi quen alies, hac evit an distera tra ?

En em blijout a ràn-me oc’h en em antreteni gant Doue en Oræson ? Sevel a ràn-me alies va c’halon varzu Doue ?

Plijadur am eus-me o coms eus a Zoue, hac o clevet comsou Doue ?

Peguen tom eo va c’halon e quenver va mignonet, ha pe guer yên en ho quever-hu, va Doue ? peguer pront oùn-me da renta servich da ur mignon, ha peguen diegus d’ho servicha-hu ?

O va Doue, pa ordrenit din ho caret, hac ho caret dreist quement tra so, alumit em c’halon an tan eus ho carante divin, evit ma ho carin eus va oll ene, eus va oll nerz hac eus va oll gallout.

Piou oc’h-hu, va Doue, ha piou oun me, ma commandit din ho caret ? Hac e a so netra evantajussoc’h din eguet ho caret ? Hac e a so brassoc’h miser evidon, eguet mancout d’ho caret ? Ha c’houi a vezo eürussoc’h, mar ho caràn-me ? Ha c’houi vezo nebetoc’h eürus, ma n’ho caràn quet ? O carantez eus va Doue, c’houi fell deoc’h ho carren, evit va renta eürus dre ar garantez am bezo evidoc’h ! Ha ! re divead am eus ho caret, guenet bepret ancien ha bepret nevez, re divead am eus ho caret !