Abrege eus an Aviel/Chapistr 60

◄   Evit ar 22 sul goude ar Pantecost Evit ar 23 sul goude ar Pantecost Evit ar sul diveza goude ar Pantecost   ►


Evit an drede Sul varn-uguent goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


GOude un instruction gaër a reas Salver ar bed d’ar bobl, ur vreg pehini abaoue daouzec vloaz a voa clàn gant an divoada, a dostaas outàn a ziadrê hac a douchas ous bord e saë, o cridi parfet hac o lavaret enni e unan : mar touchàn hepquen ouz e saë, e vezin pare. Hor Salver a zistroas out-y, hac a lavaras dezi : va merc’h, ho per fizianç, ho feiz e deus ho rentet pare ; hac en heur-ze memes e voe yac’h ha dispos.

Sant Vaze. Ch. 9.
Meditation voar ar fizianç parfet ha leun a humilite e devoa ar vreg clàn-mâ e Doue, ha voar an hini a dleomp ive da gaout ennàn.

Considerit penaus ar vreg affliget-mâ ha rentet pare gant Jesus-Christ en ur fæçon quer miraculus, o so evidomp un exempl caër eus ar fizianç gant pehini e tleomp tostaat ouz Doue evit beza sicouret en hor poaniou hac hon oll necessiteou.

He humilite a ra dezi en em zerc’hel a dre Salver ar bed, oc’h en em estimout indign d’en em bresanti dirag e zaoulagat ; hac ar fizianç e deus en e vadelez hac en e buissanç, a ra dezi cridi parfet e recevo ar yec’het, mar guell touich hepquen ouz bord e saë.

Ar vreg paour-mâ en em guef indign d’en em bresanti dirac Jesus-Christ ; ha dre e humilite e oblich Jesus Christ da drei out-hi. He guervel a ra va merc’h, rei a ra dezi an hano pehini a verq guella e vadelez evit-hi ; he assuri a ra e rendse pare, hac en effet e rentas dezi ar yec’het er moment-ze.

Peguement a brofit a guef en ur dostaat ouzoc’h nep a ene ervad e baourente hac ho puissanç, e indignite hac ho misericord ! Eürus an hini a laca e oll fizianç enoc’h pa dosta ouz an trôn eus ho craç evit goulen sicour en e ezomou, consolation en e boaniou, pardon ha remission eus e bechejou ! Eürus an hini en em abandon d’ho Providanç, ha pehini en em repos voar ho madelez ! Netra n’e d’eo capabl d’e droubli, abalamour ma quef enoc’h ur protector oll-galloudec. Netra n’er chagrin, abalamour ne zesir nemet ar pez a fell deoc’h. Pep tra a erru hervez e volonte, abalamour ma zeo contant a guement a erru gantàn. Chom a ra e peoc’h epad an tourmant hac e creis ar persecutionou, abalamour ma oar ez oc’h e dad e bastor, e brotecteur, e refuich hac e nerz.

Biscoas, va Doue, n’hoc’h eus abandonet, na birviguen ne abandonot ar re en em abandon evelse etre ho taouarn : quemer a ret ur sourcï special anezo, exauci a rit o fedennou, en em interessi a ret en o oll afferiou, scuilla a ret ho penediction voar o oll labourou, pourvei a rit d’o oll necessiteou.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Examinit ho calon, ha guelit ha c’houi hoc’h eus ur fizianç dign eus a vadelez an Autrou-Doue.

Ha beza hoc’h eus-hu an oll fizianç a dleit da gaout en e brovidanç divin ?

E gonsiderit a rit-hu evel ho tad hac ar guella eus an oll dadou ?

Ha recours hoc’h eus-hu dezàn en hoc’h ezomou quen spirituel quen temporel gant fizianç ur c’hrouadur ?

Pa hoc’h eus recours da Zoue, e ober a rit-hu gant santimanchou a humilite, oc’h anaout ho miser, ho paourentez, hoc’h indignite, oc’h anaout ne veritet graç na faveur ebet, mæs o lacaat ho fizians en e visericord hepquen hac e meritou Jesus-Christ.

O va Doue, en em blijout a ret oc’h hon asista en hon oll ezomou, pa en em adressomp deoc’h gant ur guir fizians : commandi a ret deomp esperout ennoc’h, hon alya a ret da lacât ennoc’h hon oll fizians dre ar c’homsou dous ha consolant-mâ : Deut oll davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulageo. O peguer bras eo ho madelez, mæs allas ! n’am eus quet he anavezeet mad bete vremâ ; ha chetu ar pez a so caus eus an neubet a fizians am eus bet ennoc’h. Va Doue, pardonit din ma faut, hac inspirit din santimanchou dign eus ho madelez infinit, evit ma em bezo hiviziquen recours deoc’h gant ur fizians parfet em oll poaniou hac em oll necessiteou : peguen agreabl ve neuse deoc’h va feden, ha peguement a c’hraçou na recefen-me quet !

A V I S.

Pa vez ouspen pevar Sul varn-uguent goude ar Pantecost, e quemerrot evit o ramplissa ar Meditationou goude ar Rouane, pere ne dint quet bet grêt er mare-ze.

Mar deus pemp Sul varn-uguent, e quemerrot an Aviel hac ar Veditation eus ar c’huec’hvet Sul goude ar Rouane.

Mar deus c’huec’h Sul varn-uguent, e reot ar Meditationou eus ar pempvet hac eus ar c’huec’hvet goude ar Rouane.

Mar deus seiz varn-uguent, e quemerot ar bevare, ar bempvet hac ar c’huec’hvet goude ar Rouane.

Mar deus erfin eiz varn-uguent, ret eo commanç dre an drede Sul goude ar Rouane, ha continui bete ar c’huec’hvet ; ha ne reot ar Veditation a so amâ varlerc’h, nemet d’ar Sul diveza goude ar Pantecost hac an tosta d’an azvent.

An Ilis a observ ar memes tra en oferen hac en ofiç divin.