Abrege eus an Aviel/Chapistr 68


CONCLUSION
Eus an Oræson, hac a dleer da ober e fin peb Oræson.

Mar quirit, e prononçot ar c’homsou, ha mar quirit, o lavarot a galon hepquen. Ar fæçon diveza-mâ a ve, a gredàn, ar guella.


ME ho trugareca, va Doue, a greiz va c’halon, eus ar sclerigen, eus an inspirationou santel, eus ar santimanchou mad, eus au oll graçou a so pliget gueneoc’h rei din en oræson-mâ.

Me en em offr deoc’h antieramant-oll, o va Doue, evit ho servicha gant fidelite, gant guir garantez.

Me a offr deoc’h specialamant ar resolutionou mad pere am eus quemeret en oræson-mâ, ha pere hoc’h eus inspiret din : roït dezo ho penediction, ha grit ma vezin fidel d’o fratica. *

Anaout a ràn va sempladurez, ma inconstanç ha ma fragilite.

Roït din eta, va Doue, dre ho madelez, dre ho misericord, an nerz hac ar gouraich da bratica ar pez hoc’h eus inspiret din hoc’h-unan.

Ar c’hraç-ze a c’houlennàn dre meritou Jesus-Christ va Salver.

Guerc’hes Vari, ma Æl-mad, ma Fatron, ha c’houi oll Sænt ha Santeset, pliget gueneoc’h intercedi evidon. **

Amâ e reot ho poquet spirituel evel ma eo expliquet dearaoc er method a oræson, er bagen 278.

Erfin e lavarot ur Bater hac un Ave Maria gant an oll ferveur a vezo possibl deoc’h evit pidi an Autrou-Doue d’ho creaat en ho resolution vad, hac evit lacaat hoc’h oræson dindan protection an Itron Varia.