Abrege eus an Aviel/Chapistr 70


MEDITATION.
Ha beza e vezin-me bepret er bed-mâ ? Peseurt fin am bezo-me ?


VA buez a dremen insansiblamant : eus an nombr a vloaveziou em boa da veva, un darn vras a so deja tremenet, ar rest a dremeno er memes fæçon. A-benn nebeut amser ne vezin muy voar an douar : va zud coz a so passeet oll : passeal a rin eveldo, ha ne chomo guenê netra eus a blijadurezou nac a vadou ar bed, quen nebeut ma so chomet gant o.

Perac eta en em arretàn-me quement d’en em avanç er bed, da ober va fortun, da glasq plijadurezou, da zastum madou pere am c’houitaï hac a ranquin da guitaat ?

Da betra servicho din quement a sourciou væn a guemeràn, ha quement a songesonou a ruillàn em speret ? Quemense-oll a zisparisso evel ur vogueden, evel un hunvre.

2 P. Petra vezo grêt ac’hanon pa varvin ? Va c’horf a vezo taulet en douar da vreina : va ene a vezo presantet dirag Doue evit renta cont eus ar pez e devezo grêt er bed-mâ, hac evit receo e setanç diveza evit ar Barados pe an Ifern.

Pebes follantez cherissa ha caret quement ur c’horf pehini a dle beza magadurez ar prênvet, pehini a vezo souden goude ar maro ur c’haing flerius, hac a raï euz hac horror d’am brassa mignonet ! Mæs peguen disquiant oùn-me o chom heb songeal er gont rigourus a dleàn da renta d’ar Barner souveren !

3 P. Mar doùn cavet dign eus ar Barados, e vezo evit jamæs. Ah, pebes eur-vad ! Mar doùn condaounet d’an Ifern, e vezo evit birviquen, evit un eternite. Allas, pebes maleur ! Ah Eternite ! Eternite a valeur, peguen horribl ou-de ! Beza eürus eternellamant : beza maleürus eternellamant ; quemense ne verit-èn quet e songen ennàn a barfetet ?

O va ene, sonj alies en eternite, pa jeo eno e quivi da vir eürusdet pe da vir maleur. Eno eo e tlees erruout abred pe ziveat, goude beza bet tremenet neubet amser voar an douar.