Abrege eus an Aviel/Chapistr 75

◄   Meditation voar ar Maro eürus Meditation voar ar Varn particulier Meditation voar ar Barados   ►


MEDITATION.
Voar ar Varn particulier.


COnsiderit penaus an ene, querquent a ma zeo separet diouz e c’horf, ha so presantet dirag Jesus-Christ ar Barner souveren, evit beza juget ha receo e setanç pehini a zecido eus e eürusdet pe e maleur eternel hervez e œuvrou mad pe fall.

Pebes spont evit ur pec’her, pa vezo digoret al levr eus e gonscianç, e pehini e velo sclær an oll pec’hejou en deus grêt adalec an usaich a ræson bete fin e vuez, ar goall songesonou e pere en deus en em bliget, an desirou fall en deus bet, ar goall gomsou en deus lavaret, al leoudouet, ar mallozou, ar blasfemou, ha quement action criminel en deus commetet, an injustiçou, an usurerez, an impurete, ar gassoni, ar vangeanç.

Renta a renco ouspen cont eus ar mad a dlee da ober, ha pehini n’en devezo quet grêt, pet gueich en devezo negliget d’en em acquita eus e zeveriou a Gristen, hac eus an obligationou eus e stat ; pet gueich en devezo manquet da bratica an œuvrou a visericord hervez e c’hallout, etc.

Goulennet a vezo oun-tàn cont eus an usaich en deus grêt eus e vadou, eus ar pez en deus impliet e dispignou foll, e vaniteou, en dibauch.

Eno o vezo examinet ar mad memes pehini en deus goall-grêt, ar c’hovisionou-ze heb ur guir gontrition hac heb cenchamant, an Oferennou clevet hep devotion, ar pedennou lavaret hep attantion.

Eno e vezo rebechet dezàn an inspirationou mad, ar graçou, ar moyenou a silvidiguez en devoa bet, hac a bere n’en deus guet profitet.

Renta a rei cont non pas hepquen eus e bec’hejou, mæs c’hoas eus a bec’hejou ar re-all, a bere e vezo bet caus dre voal ali, pe dre voal exempl, pe en ur fæçon benac-all.

Considerit pebes spont, pebes anquen, bebes disesper a santo ur pec’her pehini en em velo contraign da anzao ar virione eus ar rebechou hac an accusationou grèt en e enep, pehini ne allo en em excusi e fæçon ebet, ha pehini en em varno hac en em gondaono e-unan.

Erfin Doue o veza prononcet e setanç, e commanço e eternite maleürus.

Considerit an dallantez eus an darn-vuya eus an dud pere a sonch quen neubet er gont terribl o devezo da renta da Zoue en heur ma varvint. Ar brassa Sænt o deus crenet gant spont rac jugeamant an Autrou-Doue ; pebes aon eta ne dleomp-ni quet da gaout, ni pec’herien !

Songeomp alies e comparissimp un deiz dirac Doue evit beza barnet. Songeomp pe na songeomp quet, un dra eo pehini a erruo gueneomp abred pe zivead. Songeomp eta da regli hon c’hont ; divead e vezimp d’en em brepari pa vezimp dirac hor Barner.

Greomp bremàn hor possibl da veritout ur setanç favorabl. Peguer bras pec’her benac e veac’h, na zisesperit quet da obteni misericord epad ma em’oc’h er vuez-mâ, pa hoc’h eus evit Barner an hini a so deut evit savetei ar bec’herien. Grit pinigen, goalc’hit ho pec’hejou gant an daëlou eus ar gontrition, ha ne vezint quet rebechet deoc’h da zeiz ar varn. Grit œuvrou mad : beza e vezint ho consolation en deiz-ze, hoc’h heulia a raïnt dirac ho Parner, hac e procurint deoc’h ar setanç douç ha favorabl-mâ : Deut, servicher mad, deut servicheres fidel, antreit er joaüsdet hac er gloar eus ho Toue.

Petra raën-me, va Doue, penaus en em gafen-me, ma ve ret din en heur-mâ comparissa dirac ho Tribunal terribl, pec’her maleürus ma oùn ?

O va Jesus douç ha mat, ho pet truez ouz ar c’hriminel paour-mâ pehini a implor ho misericord ; songit ez eo dre garantez evidon hoc’h eus en em c’hret den hac hoc’h eus souffret quement a boan ; considerit ez eo ho Maro ar bris eus va ene, na lesit quet da vont da goll ar pez a so coustet quement deoc’h. Va barnit bremàn, va c’hondaonit da souffr ar poaniou a blijo digueneoc’h, hac e ve epad va oll buez ; mæs grêt din graç ha misericord en heur ar maro.