◄ Evit an eil sul goude ar Rouane | Evit an drede sul goude ar Rouane | Evit ar bevare sul goude ar Rouane ► |
A antree Jesus er Guær a Gafarnaom, ur Centenier, da lavaret eo un Officer peini a gommande var gant soudart, a yeas d’e gavout hac a lavaras dezàn : Salver, beza em eus ur servicher clàn em zy, hac a souffr ur boan diremed. Jesus a respontas : mont a rin d’y, ha me er pareo. An officer a replicas : ne veritàn quet, va Salver, e antreac’h em zy ;
gant ur goms hepquen a leverrot amâ, e illit renta dezàn ar yec’het. Jesus a veulas dirac an oll feiz an Officer-ze, hac a lavaras dezàn : iit, ha ra vezo gret hervez ma hoc’h eus credet ; hac er memes heur ar servicher en em gavas pare.
Evit beza salvet, ret eo cridi quement a gred hac a zesq deomp hor Mam santel an Ilis, ha regli hor buez hervez ar Feiz.
Considerit penaus ar Feiz a so ur vertu absolument necesser evit beza salvet. Heb ar Feiz ne aller plijout da Zoue, eme an Abostol Sant Paul.
Ret eo cridi ferm, parfet, heb douëtans ebet an oll guirionezou en deus revelet Doue, hac a bropos deomp an Ilis eus e bers da gridi. Ne d’eo quet cousgoude avoalc’h cridi ar guirioneou ar Feiz, ret eo c’hoaz regli hor buez hervez ar Feiz a behini e reomp profession, hervez ar pez a zesq deomp an Aviel, ne viot quet salvet evit beza bet Christen, mæs evit beza graet œuvrou ur Christen. Ar Feiz heb an œuvrou mad, a so ur Feiz maro, ur Feiz inutil, pehini ne servicho nemet evit hor c’hondaounation.
Mar hor be ur Feiz parfet e ve souden distruget an oll vissou ha reformet ar bed-oll, ma ve ar guirioneou eus ar Feiz imprimet doun en hor speret, netra ne ve capabl da ober deomp coueza er pec’het ; disprijout a raemp enoriou, madou ha plijadurezou ar bed evel traou dangerus. Souffr a raemp gat joa ar poaniou, an afflictionou, an injuriou, evel moyenou avantajus evit hor silvidiguez, pratica a raemp gant couraich ar binigen hac an oll vertuziou.
Mar doump quel lezirec e servich Doue, quen diegus d’en em acquita eus hon dever hac eus hon obligationou, mar goueler quement a zizurs er bed, petra so caus a guemense nemet hon nebeut a feiz, hac an nebeut a reflexion a reomp var ar guirioneou bras eus hor religion.
Ah cridi a rit-hu parfet an oll gouirioneou eus ar feiz ? Cridi a rit-hu ez eus un Doue peini ho qouel hac o clef, dirac peini e rencot apparissa un deiz evit renta cont ous hoc’h oll œuvrou, ha receo ho setans diveza ? Penaus illit-hu eta ober en e bresans ar pez ne gretac’h quet ober dirac un den ?
Ha c’houi a gred penaus Doue dre e brovidans en deus sourci a bep tra ? Perac eta e vurmurit-hu en ho paourente pe en ho poaniou ?
Ha cridi a rit-hu penaus ur pec’het marvel hepquen ho rend coupabl eus a boaniou an Ifern ? Penaus e teut-hu eta da gommeti quellies a hini heb remors, heb aoun ebet ?
Ha cridi a rit-hu penaus evit beza salvet ez eo necesser trec’hi ho coal inclinationou, renons d’ar bed, d’ar c’hiq, d’an drouc-speret, pardoni a galon d’hoc’h adversourien, beza humbl, beza trugarezus, hac en ur guer heulia reglennou eus an Aviel.
Ma ne gredit quet ar guiriorieou-ze oll, n’hoc’h eus quet a Feiz ha ne veritet quet douguen an hano a Gristen ; mar o c’hredit heb ho fratica, en em gondaonit hoc’h-unan. Nep ne gret quet, eme sant Yan, a so deja barnet : mæs nep a gred hac a ra ar c’hontrol d’ar pez a gred, a so deja condaonet.
Grit resolution da ober alies Actou a Feiz, ha da ober reflexion var ar guirioneou bras eus hon Religion ; quemense ho sicouro cals da gundui ur vuez gristen. Quemense a inspiro deoc’h santimanchou bras eus a Zoue, eus e buissanç, eus e brovidanç, eus e vadelez, eus e justiç, hac a raï deoc’h beva en e zougeans hac en e garante. Hac e vec’h couëet er brassa disurz, ar reflexionou-ze a so capabl d’ho tenna anezàn ha da ober deoc’h terri pep goal accustumans.
Va Doue, me a gred ferm an oll guirionezou hoc’h eus revelet hac a bropos deomp an Ilis eus ho pers da gridi.
Me ho trugareca, va Doue, da veza gret din ar c’hras da veza bet ganet er Religion Gristen.
Grit, va Doue, ma reglin va buez hervez ar Feiz, hervez ho Lesen, hervez an Aviel.