N° 15. — Adoromp ol en Hosti zakret.
War an ton N° 15.
- Adoromp ol en Hosti zakret
Eun Doue leun a garante :
Eur wej evidomp eo bet ganet,
War an Oter e teu bemde !
Pegen braz eo galloud ar belek,
Laret a ra ur goms hepken
Hag e tisken an Ol C’halloudek
Doue a zent ouz mouez an den !
- Er mister-man, Tad madelezus,
Enem roet d’ho pugale :
Ho Korf zantel, ho Koad presius
Zo magadures hon ine ;
Mes evit ma vezimp preparet
D’ho tigemer en hon c’halon,
Digaset warnomp ol ho Speret,
Da zevel d’ac’h eur c’haer a dron.
- Gloar d’an Tad eternel, hon C’hrouer,
Ha Krouer kement a zo mad ;
Gloar ive da Jezuz hon Zalver,
A n-euz hon prenet gant e voad ;
Gloar d’ar Speret a ro d’an ine
Ners da gerzat er gwir Lezen ;
D’an tri Ferson ’n eur memes Doue
Gloar ha meulodi da viken !
|