Al Labourer hac ar Serpant.(2)

◄   Ar C’hy hac an Dànvad. Al Labourer hac ar Serpant. Al Louarn hac ar Cigogn.   ►



FABL 28.


Al Labourer hac ar Serpant.


Eur vech e voa eur paysant
Hac en e servich eur zerpant.
Eun deves, êd e benn contrel,
En poursivas gant ar vouc’hel.
Ar zerpant a achapas sur,
Mæs n’en dez qet quit ep blessur.
Al labourer prest a gueas
Goude-ze en paourente vras :
Ma sonch neuse en e speret
En injur en devoa bed gred
Ep sujet ebet d’ar serpant,
A re e valeur ha tourmant.
Ma suppli ar serpant neuse
Da retorn da vitàn are.

O ! emezàn, pardonet din :
N’eus qet a assuranç e ty
Entre ma p’ho eur sort bouc’hel,
So bed em amdret qen cruël.
Ar gouly hac ar goad blonset
Certenamant so tremenet,
Mæs ar memor demeus anez
A so chomet bepred nevez.

Sans moral.


Eun dra hac a so diassur
Dies da ober d’eun den fur,
Eo an eil guech fiout e re
O deve bet torret ho fe.
An den truezus, pitoyabl
A bardon deus a galon vad,
Hac an hini fur ha prudant
A zivoal eus an dud vechant.


————