Al Labouz bihan hag ann den




AL LABOUZ BIHAN HAG ANN DEN


D’ANN AOTROU G.-E.-C. MALMANCHE, SKOAZ-MERER.


« Deuz, labousik, em c’haoued wenn,
» Labousik koant a nij laouen,
» Deuz da zibri greun, kuign ha mel !
» Ar bleunv zo e liou da askel
» A vezo da wele, da neiz.
» Deuz ’ta ! Hep paouez hed ann deiz
» C’helli kana, kousket enn noz :
» Labousik koant, me da c’hortoz. »
Al labouz fur neuze d’ann den
A lavaraz : — « Gwell eo gan-en
» Nijal, kana dre ar c’hoajou,
» Kousket a-zindan ann deliou,
» Sellet enn Env oc’h ar stered
» Bihan ’vel d-oun ha kaer er bed. »

   Gwell eo frankiz d’ann diouaskel
   Evit eur gaoued leun a vel.


Bugale, tud diwar ar meaz,
Setu lavar al labouz keaz,
Al labousik n’en deuz netra
Nemet he askel da nija,
Nemet he gan da veuli Doue,
Nemet he galoun, he ene
Da garet he vamm hag he dad,
Kement tra zo, kement zo mad ;
D’ho karet c’houi, bugaleigou,
Elez war barlen ho mammou.
Ho mammou keiz, petra rafent
Ho tioueret-c’houi ma rankfent ?
Mervel, siouaz ! gant keuz ha doan
War lerc’h ar vugale vihan
Ho deuz ganet, ho deuz maget,
Ha digant-ho a ve lamet.
Petra rafac’h-c’houi hoc’h-unan,
Bugale, mar kollfac’h ho mamm ?
Diout-ho pell-pell ma vec’h kaset,
Ha gant tud kriz ma vec’h stlapet
Enn eunn toull doun hep sklerijen,
Hep na ve den enn ho kichen ?
Ar pez a ve great d’ho mammou,
D’e-hoc’h ive, bugaleigou,
Ann dra-ze rit d’al laboused


A vez gan-e-hoc’h dineisiet,
Ha lakeet e kaouedou,
Da vervel gant naoun ha gant riou.
Ann dra-ze rit ha ne reoc’h ken,
Goude klevet mad va c’helenn :
— « Gant den e-bed ne vez karet
» Bugale fall ann drouk spered.
» Ann drouk a reomp d’ar re vihan
» A gouez war hor penn hon-unan.
» E gwirionez, Doue a zo leal,
» Ne zigas mad d’ar re ra fall ;
» Biskoaz digastiz ne lezaz
» Nag ar muntrer, nag ar iuzaz.
» Iud ar bugel, muntrer ann den
» Gar ober poan d’eur geillenen
» Diwar c’hoarzin, diwar c’hoari.
» Hou-nez da zen ’n’eo kevridi ;
» Rak pep labouz, gwezit er-vad,
» Evit eunn dra-bennag zo great.
» Evel d-hoc’h, en deuz gourc’hemen
» Da viret er bed penn-da-benn.
» Ar gourc’hemen-ze, bugale,

» Ober vad ann eil d’egile,
» A vez torret, o tineisia
» Labousigou great da veva,

» Great da garet ha da viret
» Na ve debret gant ar prenved
» Ar greun a ra bara d’e-hoc’h.
» Hiviziken ’ta, gant a reoc’h,
» List anezho, pa’z int laouen,
» Da gana kaer ho c’hanaouen !
» Bugale, tud, list anezho,
» Ann Aotrou-Doue ho pennigo ! »