Al Labouz tizet gant eur bir


AL LABOUZ TIZET GANT EUR BIR


Tizet enn he galoun gant eur bir askellek,
Eul labouz o ouela war he stad truezuz,
Dre ma wasae d’ezhan, a lavare doaniuz :
— « Ha red eo e vemp-ni euz hor maro kiriek !
» Tud kriz, tenna a rit, euz plunv hon diou-askel,
» Peadra d’hor lakaat diwar nij da vervel.
» Arabad ober goap, wenn fall ha didruez,
» Evel gan-e-omp-ni, gan-e-hoc’h a c’hoarvez. »

Etouez bugale ’nn dud ann hanter, pe war-dro,
Da ganna ’nn hanter-all treujou keuneud a ro ;
        Enn dro d’ezho euz stignet drouk.
’Pad ma vo daou zen beo, unan vo boed ar grouk.