Al Leön hac al Louarn.

◄   Ar Bultur. Al Leön hac al Louarn. An Azen clàn.   ►



FABL 56.


Al Leön hac al Louarn.


Eul leön clàn o langissa,
An oll loenet d’en bisita.

Nemet al louarn ne c’hoante qet
E nep fesson mont d’e voelet.
Al leön a gas eur messajer
Ha scrivet dezàn eul lizer
Dre pehini e c’houlenne
Brassa plijadur a raje
Ma qemerje ar gomplezanç
Da alloud guelet e bresanç ;
Agreaploc’h voa louarn qez
Evit ar re-all assambles.
Davantach c’hoas a lavare :
Qemer aon raan ne gleje,
Rac dre’n oll amzer tremenet
E voaint ordinal mignonet.
Abalamour da gement-màn
E c’hoante cauzeal ontàn.
En tuont d’ar pez a lare
E voa clàn bras var e voele ;
Hac en dije c’hoant da noazout
(Ar pez ne c’hoante morce tout),
Evit qement-ze ne aille qet,
Dre ar fesson ma voa dalc’het.
Al louarn en deveus scrivet
E tezire yec’het parfet
D’al leön ; abalamour da ze
An oll doueo a bede,
O chom cousgoude ep monet
En fesson ebet d’e voelet ;
Rac evellen a lavaras :
Effrayet hon gant an oll raz
Pere a voa ed da quelet
Na n’en deus nicun distroët.

E credan e maint deus a vern
O sellet en dro da cavern,
Ha dre-ze e meus lavaret
Cals a loenet so antreet.

Sans moral.


Leqet eves ne zouget qet
A fe da gement a glefet.
Ma na lecqet qet a evez
E vefet tromplet alies.
Ha gra da reflextiono
Var ar gundu hac ar c’homzo ;
Var oberio certenamant
Diasseet ho jujamant.


————