DIWAR AR MEAZ
D’AM DIOU C’HOAR J. HA M. M…
Kasit, Breiziz, er meaz ho ti
Boasiou fall ha nevezenti.
Hervez ma welann skrifet sklear,
Eul logoden, ganet e kear,
A ieaz eunn deiz kuit euz he zi
Da c’hoari war ar meaz, eme z-hi.
Enn eur c’hoad braz en em gavaz.
Eno, ann noz a dremenaz
Gant eul logoden euz ar vro,
Logoden fur mar doa war dro,
A voa choumet sioul enn he c’hear
Da zibri he boed, tomm pe glouar.
Logoden gear c’houl digant-hi
Ha ne devoa tamm da zibri ?
— « Eo da, e feiz ! eme e-ben,
» Hag a galoun vad digan-en,
» Ar pez am beuz as po founnuz.
» Daoust ha te ne vez ket figuz ? »
— « Tamm ’bed ! nemet gweachouigou,
» Da vorlarjez hag enn dichaou.
» Neuze, dre gaout da lipouza,
» Ne gavann mad ann dra wella.
» Evit hirio, dre m’am beuz naoun,
» Gwella ve d’in eo eunn dra founn. »
Logoden gear, debret he c’hoan,
Ia da gousket goude diboan,
Ha daoust ma voa plouz he lojeiz,
Pa zihunaz, voa pell ann deiz.
Setu hi brema war ar meaz
Digemeret mad, enn he eaz ;
N’oa e nep leac’h ’vit beza gwell.
Evelato, ne choumaz pell ;
Laret a reaz d’he mignounez :
— « Ebad eo va doare gan-ez,
» Ha koulskoude gwell eo va zi ;
» Deuz gan-en, euruz e vezi.
» Ne d-eo eno evel ama,
» Ar pez as peuz ne d-eo netra.
» Eno, te a iel da gousket
» War ar plunv kunv, enn eur c’holc’hed ;
» Lojet vezi enn eul lez kaer
» Zo da eur roue pe da eul laer,
» E solierou goloet a-bez
» Gant limestra euz ann Indez.
» E-skoaz va c’hear, hep laret gaou,
» Da di, mignounez, zo eur c’hraou.
» Eno, ouc’h-penn pinvidigez,
» Es pezo traou, traou mad bemdez ;
» Deuz ’ta gan-en hag e weli
» Pe gemm zo etre hon daou di. »
Al logoden diek gounezet
A ieaz gant-hi. — En em gavet,
Logoden gear he c’has rak-tal
D’ar gegin, d’ar zolier, d’ar zal,
Leun a vadigou, a vleud flour,
Traou mad distaill n’en deuz ar paour.
Staga a reont, m’int o tibri,
Pa c’houigour ’nn nor o tigeri.
Logoden gear e daou lamm-krenn
Zo enn he zoull ; e leac’h e-ben,
Ne c’hwie eno ann ardemez,
A skrab, a dro leun a enkrez.
Pa zistrojont euz a gear-guz,
Logoden gear, ne voa figuz,
’Stag adarre ; — war lerc’h, e-ben
A zo lostek gant he zersien.
He mignounez oc’h he gwelet
O krena, o veza nec’het,
A c’houlennaz dre garantez :
— « Petra zo o c’hoari gan-ez ? »
— « Strafuillet ounn gant ber braz aoun
» Ma’z eo d’in torret-krenn va naoun ;
» Keuz am beuz d’as peza kredet
» Hag ama da veza deuet.
» Ar pez voa mad a lavarez,
» Ar pez a voa fall a nac’hez,
» Ha koulskoude te da-unan
» A skrab ive, ’vel a welann,
» A-raok ann dud hag ar c’hisier,
» Stankoc’h ama evit em c’her.
» Gwelloc’h eo beza war ar meaz
» Enn eunn toull fall hag enn he eaz,
» Eget beza e ti rouanez,
» 0 krena atao gant enkrez. »
Ar marvaill-man dlefe deski
Ez eo gwelloc’h da bep hini
Choum e peoc’h en he di bihan
El leac’h m’ema euruz, diboan,
Eget beza e-kreiz anken
Enn eur maner zo d’ann estren.
Ne d-eo ket e tiez ar re all
E vever eaz, e varver leal.
Al logoden diwar ar meaz
Zo skouer d’ar re ne d-int ket eaz,
Ne d-int ket eaz war ar mesiou
Da choum hep dont war dro ’r c’heriou,
Da ziskouez ez int tud diskiant,
O kaout ho devezo arc’hant,
Dillad kaer ha boed da veva
Evit trei ar vein da zec’ha.
Ne ket enn amzer ma e kouez
Ann aour euz a vlenchou ar gwez !
Enn eur dec’het a-raok ann naoun
Hep labourat, int digaloun ;
Tud didalvez ha tud diroll
A ia gant-ho bemdez da goll
Feiz ho zadou hag ho furnez.
Goude dont da veza lorgnez,
Mez ar vro ha gouli ar bed,
Gant ho gwall reverzi nec’het,
Ez eont, sammet a dorfejou,
Da vreina er vac’h oc’h ’r c’hefiou.
Gant al logoden eo deski
Distrei d’hor bro, choum enn hon ti
Da veva, ’vel ho deuz bevet
Hon tadou koz zo er vered ;
Da gas d’ho c’haout hor relegou,
Hag hon ene eeun d’ann Envou.