Al Louarn hac al Leopard.

◄   Ar Marmous hac e zaou Vugel. Al Louarn hac al Leopard. Ar C’hlanvour hac ar Meudeucin.   ►



FABL 110.


Al Louarn hac al Leopard.


Al louarn hac al leopard,
Pep-hini anez dre e art
O tisput ho daou assambles
Var ho braviri, coanteres.
Al leopard cals a veule
E groc’hen, huël a save
Palamour m’en devoa tarcho
Demeus a bep sort livajo,
Ar pez al louarn n’aille qet
Demeus e hini lavaret,
En fesson ebet preferi
D’al leopard deus e hini.
Mèn anzao, emeàn, guir ze
E c’heuz reson eus da goste :
En recompanç d’an traou-ze tout
E meus eun avantach varnout.
Pa deuan da gompren ennàn,
N’en dê qet deus ar biannan ;
Da c’houd eur speret marellet
Ha non pas eur c’horf poumellet.

Sans moral.


Guel eo eur speret excelant,
A ve fur, tranqil ha prudant
Evit n’en deo eur c’horf guisqet
A vraverio da voelet :
Alies ve displijadur
Gant ar sort-ze, faut bea fur.


————