Lajat, 1909  (p. 25-28)



AL LEVRIOU KOZ


O levriou dispar, levriou dudius,
Nag ez hoc’h d’in-me kaer ha talvoudus
Ha frealzus !

Na skwizan kamet o lenn, o furchal,
Ho folennou koz, melen ha tenval,
Mes dishual.

C’houi, pa oan bugel, dinerz, hep skiant
A lake em c’hreiz poell ha diskamant
Hep nec’hamant.

Ganac’h e tiskenn ar wir zantelez,
Skianchou ar bed, evel ar furnez,
Al levenez !

Ganac’h e tiskenn karout pep tra vad :
Doue, E lezen, ma mam ha ma zad,
Ma Bro ervad.


Ganac’h e welan dimeus ma bue,
Pennadou seder arri pell hirie,
Siouaz, du-ze…

Dre-ze pa gouezan warnoc’h a greiz-holl,
C’houi ra d’am c’halon eur blijadur foll,
Eur vad, eun digoll !

C’houi ’barz ma spered a zigas sonjou
Dimeus eun amzer leun a envoriou,
A hunvreou…

Ped gwech, ouz o lenn, n’am eus ket kavet
Plijaduriou kent a zeblante marvet,
Raktal bevet ?

Ped gwech ma-unan, warnoc’h daoubleget,
Am eus ma zrubuilh, ma foan, d’ac’h laret,
Ha me mantret ?

Na ped gwech ive gant ho karante,
Ho peus frealzet, leun a drugare,
D’in ma ine !

O levriou koz, koz, levriou poultrennet,
Oh ! perak eta e chomet kuzet,
Hag ankouaet ?


Perak hirie e kemeret an tec’h
Dirak levriou louz a zav en peb lec’h ?
— … D’e c’houi vo trec’h !

Oh ! zavet eta, zavet ho pennou,
Ennoc’h ’man ine, skoueriou hon Zadou,
O c’henteliou…

Hon zud koz dre-hoc’h o deus bet furnez,
C’houi oa enoret en o ziegez
Gant pep evez !

Pegoulz e teuy c’hoaz o ren kaer dre-holl,
Pegoulz e vougfet al levriou diroll,
A laz an holl ?

Oh ! deut levriou koz, bue zent hon Breiz,
Bue hon Barzed, deut ha deut a-leiz,
Bevet ’n hon c’hreiz !

Deut lutined-noz, deut kontadenno,
Deut tud a vrezel a garas hon Bro,
Oh ! deut en dro !

Soniou ha gwerziou kanet a viskoaz
Gant hon C’hendadou… Traou fur ha dinoaz,
Deut ha deut c’hoaz…


Bevet en hon Bro, bevet didamall,
Ma c’hallo ar Vad trec’hi war ar Fall,
Evel gwechall !

Mes dreist da bep tra ha dreist d’ar Galleg,
O levriou koz, koz miret ho yez c’houek
Ar Brezoneg !

Neuze ar Breizad a roïo bemnoz,
Enpad ar gouanv-bir e wellan bennoz
D’ac’h, levriou koz !