Kroaz ar Vretoned, 1914



Eur marvailh nevez gant Loeiz ar Floc’h


ALANIG KOATKELVEZ
————


Gwechall goz e oa o chom en eur maner kaer damdost da gêr Dinan an aotrou hag an itron Koatkelvez.

An aotrou a oa douget da ober vad d’ar paour, hag an itron a c’hourdrouze he fried abalamour ma tispigne en doare-ze kalz danvez.

Doue en doa roet teir merc’hig koant d’an daou bried, ha pell a oa an aotrou a c’hoantae kaout eur mab. Graet en doa zoken al le m’en dije e c’hoant, da rei d’e vab, evel paeron ha maeronez, ar paour hag ar baourez kenta a deuje da doull e zor da c’houlen an aluzen.

Eun devez e c’hanas eur bugel er maner ; …eur pôtr e oa! An aotrou a voe frealzet e galon gant al levenez ar vrasa. A-raok an noz e oa kavet ar paeron hag ar vaeronez, daou baour diwar-dro.

Ar paotr a greske bemdez, hag e dad her c’hentelie war ar mad, a ziske d’ezan ober aluzen d’ar paour.

E vamm, avad, ne ziskoueze d’ezan nemet skoueriou fall. Droug bras he doa ouz ar paour ; skeupa a rae warnan ; lakaat a rae ar chas da redek war e lerc’h gant ar gounnar a vage en he c’halon outan.

Eun devez, eul levenez vras a rene er maner : ar bloaz-nevez a oa o tigeri.

— « Tata, a lavaras ar paotr bihan, laouen omp aman. Ha, koulskoude va c’halon a zo glac’haret o sonjal em paeron hag em maeronez, a zo du-ze marteze dare da vervel gant an naon, hag o krena gant an anoued. Emaoun o sonjal kas d’ezo kouignou ar Rouanez hag eur pezig gwenn bennak, rak ar goanv a zo rust meurbed, ar paour ne c’hell ket mont da glask ».

— « Komz gouestadik, mab, gant aon na glevfe da vamm ar pez a leverez. Ya, mont a ri da gas d’an daou goz peadra da dremen ar goanv kriz en o lochen zoul. »

Deiz gouel ar Rouanez, beure mat, ar paotr bihan a valee dibreder war-zu ti e baeron hag e vaeronez. Ar mevel bras a oa gantan evit e viret diouz pep droug.

Pa voe arruet ar c’hrouadur el lochen, an daou goz a voe frealzet o c’halon, ha ne ouient petra da ober evit diskouez d’o filhor ar stad a oa enno oc’h e welet ker koant, kel laouen.

— « Chom ganeomp e-pad eiz deiz, en hano Doue, a lavare ar vaeronez. »

— « Ne c’hellan ket, eme ar paotr. »

— « Chom a rankez !… Da vevel a lavaro d’az tud e vezi ganeomp, ha ne vezi ket gourdrouzet. »

— « Me ’garfe chom evit gwelet ho stad a vuhez, met aon am eus rak va mamm, a vije eur gounnar vras enni ma ouezje e vijen en ho ti. »

— « Ne ouezo ket, a lavaras ar mevel ; da dad a ouezo trei krampouez d’az mamm. »

— « Ma ! chom a rin neuze e-doug eiz deiz ganeoc’h. »

— « Frealzi a rez hor c’halon, filhor, a lavaras ar paeron en eur bouchat (pokat) d’e filhor.

Eur pennad goude, mevel bras ar maner a gemeras penn an hent evit mont d’ar gêr.

An noz a gouezas trumm war an douar ; ar c’hazarc’h (grizilh) a goueze puilh, met ar paotr a oa er gwasked e ti e baeron ; dinec’h e oa e spered o tibri eun tammig koan verr.

A-vec’h m’oa lonket an tamm diweza ma kouezas an hini goz war pennou he daoulin evit lavaret eur beden a-raok mont da gousket. E-kreiz ar beden, ar paotr a grogas ennan ar c’hoant kousket.

Pa zihunas, e oa en eur gampr vras sklerijennet eus ar c’haera. Gwelet a reas e baeron en e gichen, raktal ma tihunas, ha, dre-ze, e voe nebeutoc’h enkrezet e spered.

Ar paeron, neuze, a valeas gant e filhor dre ar gampr a oa enni eun niver bras a gadoriou goullo.

— « Aman, filhorig, emezan, emomp er baradoz, nemet ne c’hellomp ket gwelet Doue en e sked, azezet war e gador alaouret. Er gampr-man, war ar gador-man, eo ec’h azezo da dad pa vezo maro. Gwelet a rez pegen skedus eo e gador ! Graet eo gant an aour en deus roet d’ar beorien, ha diwezatoc’h, pa vezint galvet gant Doue, e teuint holl da stoui o fennou dirazan. »

— « Ha kador mamm, e pelec’h eman-hi ? Lavarit d’in, paeron mat ! »

— « Allas ! n’eus hini ebet eviti aman, met, mar fell d’it he gwelet, diskennomp. »

Eun pennad goude, en eun hunvre, ar paotr bihan a oa en eur gampr ruz-tan-glaou. A-dost d’ezan e wele ar flammou tan o lipat eun niver bras a gadoriou ruz ; seblantout a rae klevet klemmou an dud daonet o leski en tan a bado da viken.

— « Sell, paotr, setu aman kador da vamm, aman e teuio da leski abalamour d’he c’hasoni ouz ar paour ; krog er gador-ze !… »

Ar paotr a dostaas e viz ouz ar gador, ha kerkent e laoskas eur c’harmaden… Devet e oa e viz !

— « Va Doue, paeron kêz, petra a ve red d’in da ober evit herzel ouz va mamm da goueza en toull-ifern-man ?… En hano Doue, lavaret d’in, paeron kêz ! »

— « Deomp ac’hann, rak aman eo re dom. Em lochen e lavarin d’it penaos e c’helli tenna eus an toull-ze kador da vamm, hag he lakaat e-kichen hini da dad er gampr alaouret. »

A-vec’h e voe peurlavaret ar c’homzou-ze, ma voe adarre ar paeron hag ar filhor el lochen zoul. Neuze ar vaeronez a gomzas evelhen :

— « Filhor bihan, paotrig mat, gwelet ez peus en eun eur kalz a draou ha ne vezint ket gwelet gant den e buhez. Ar garantez dreist voder hor beus evit ene da vamm eo hor poulz da ober ar pez a reomp. Sec’h da zaerou, rak, abenn eiz deiz, kador da vamm a vezo er baradoz e-kichen hini da dad, ha te da-unan, dre ar poaniou az pezo da c’houzanv, eo he lakaio eno. »

— « O ! lavarit d’in, hastit dillo lavaret d’in pe seurt am eus da c’houzanv evit se, rak frailhet eo va c’halon o sonjal e ranko va mamm e-doug an holl amzer gouzanv poaniou garo, pell diouz Doue, pell diouz va zad. »

— « Gwelet a rez ganen em dourn ar c’helc’h houarn-man leun a vroudou lemm ? »

— « Ya, maeronez. »

- Bremaik e vezi diwisket, hag e vezo laket war da gorfik glan ar c’helc’h a dle goulia ac’hanout beteg ar beo. Asanti a rez da gement-se, filhorig mat ? »

— « N’eus poan ebet garo a-walc’h, gant ma teuin a-benn da zavetei ene va mamm. »

— « Gant ar c’helc’h-ze dindan da zilhad ez i d’ar gêr ; e chomi ouz toull an nor hag, en eur astenn da zourn, e liviri : « En hano Doue, eun tammig bara dre zourn an itron ! » Chom a ranki ken na deuio hi da rei d’it eun tamm bara deus he dourn. »

— « Mont a rin, maeronez, a lavaras ar paotrig, an daerou tomm en e zaoulagad glas, ha tan ar garantez o tevi e galon. »

Eur pennad goude, Alanig Koatkelvez a oa war al leur-zi, o kinnig e gorf dizolo da zigemer ar c’helc’h euzuz a dlie hen brouda.

Pa voe ar benveg war e gorfig glan, p’en devoe gwisket dilhad truilhek eur paour, ar paotrig a vouchas (bokas) d’e baeron ha d’e vaeronez, hag a yeas betek e vaner. En hent, e kailharas gwella ma c’hellas e zilhad, e tuas e zremm, evit na vije ket anavezet na gant e dad na gant e vamm.

Pardaez e oa pa en em gavas Alanig war dreujou ar maner ; e gof a oa goullo, krena a rae gant an anoued.

Unan eus ar plac’hed a deuas gant eun tamm bara en he dourn. Ar paour a lavare ; « En hano Doue, eun tamm bara dre zourn an itron ! » Ar vatez, o welet ne gemere ket ar paour bara diganti, a zerras an nor, hag a yeas d’he c’hegin, droug enni.

Lezet e vije bet e toull an nor da grena, ma ne vije ket bet digouezet warnan an aotrou, a oa o tizrei eus ar chase. Neuze e voe kaset ar paour d’ar gegin da domma, kemennet d’ar vatez rei d’ezan eun tamm bara hag eur banne gwin tomm. Met, bep taol, Alanig ne felle ket d’ezan kemer bara digant ar vatez. Houman a gemennas d’an aotrou ne gemere ket ar paotr bara diganti, met bep tro e lavare : « En hano Doue, eun tamm bara dre zourn an itron ! »

An aotrou, neuze, o klevet kement-se, a deuas d’ar gegin. — « En hano Doue, eun tamm bara dre zourn an itron ! a lavaras ar paotr, pa welas an aotrou. » Heman, pa welas ne gemere ket ar paotr bara zoken digantan, a c’halvas an itron.

Enebourez ar beorien a ziskennas ha, pa welas ar c’hrennard paour oc’h astenn d’ezi e zourn, e skeupas, e tufas, e krachas warnan, en eur lavaret : « Flêr ar paour a zo ganez ! Kasit-hen er-maez eus ma zi, mevel bras ! »

Kaset er-maez eus ar maner, ar paour a chomas da hirvoudi ouz toull an nor. Eun hanter-eur e oa bet en e zav, met, trec’het gant an naon ha gant an anoued, e kouezas a-stok e gorf en eur leuskel eur c’harmaden druezuz.

Unan bennak her c’hlevas, hag an aotrou a deuas da welet petra a oa c’hoarvezet.

— « En hano Doue, eun tamm bara dre zourn an itron, eme ar paour. »

— « Foutre eme an aotrou, te ’zo eur paotr diskiant !… Perak ne gemerez ket a vara digant ar re-all ? Sav, ha deus en ti, ma komzin ganez. »

— « Re skournet oun ; n’oun ket evit sevel. »

An aotrou a grogas er c’hrennard, hen dougas d’ar gegin, hen lakas en eur gwele, a ginnigas d’ezan eur banne souben domm, met, allas ar paotr ne ehane da lavaret : « En hano Doue, eun tamm bara dre zourn an itron. » — Foutre, a zonje an aotrou, red e vezo d’an itron rei d’ar paotr eun tamm bara, pe e varvo gant an naon. —

Mont a reas da lavaret d’e bried diskenn da rei eun tamm bara d’ar paour. Houman a c’hoarzas gwap d’he fried, en eur lavaret d’ezan e oa « Yannig ar Paour, » ha ne felle ket d’ezi en em zirenka evit ken nebeut a dra.

— « Ma ! dont a rankez, pe a galon vat pe en despet d’it, a lavaras grons an aotrou d’e wreg. »

— « Hag e sentfes ouz mennoziou eur paour, darzod ?… Hag, abalamour ma lavar eur paour d’it en deus c’hoant kaout eun tamm bara deus va dourn, e teuez d’am direnka !… E gwirionez n’ouzon ket petra da zonjal diouzit, va fried paour ! »

— « Ma ne deuez ket, e vezi treinet. Gra evel a gari. Me a rank gouzout perak ez eo ar paotr-ze ken tournez, ken pennek evel ma ’z eo, perak ne fell ket d’ezan kemer bara nemet diganez-te hepken. »

— « Baz-dotu ma ’z out ! Ma ne fell d’it nemet an dra-ze evit plijout d’it, ez in ganez, e lakin va imor dindan va zreid, e lakin va biz war va fronellou, hag e roïn d’ar furzod-ze eun tamm bara deus ma dourn ; ha, goude, e vezo peoc’h diouzit, Yannig ar Paour ! »

Eur pennadig goude, an itron a oa e-harz treid ar paour bihan.

— « En hano Doue eun tammig bara dre zourn an itron, eme heman. »

— « Del, Yann glapez, tra didalvez ! setu eun tamm bara dre zourn an itron ! Pell zo emaout o c’hortoz an dra-ze… Ra raio vad d’it da vont d’ar bed-all ! »

Ar paotrig, neuze, gourvezet en eur gwele, a zavas en e goaze, a dennas e roched, hag a ziskouezas e gorf gouliet gant broudou ar c’helc’h houarn. E gorf bras, e zivesker a oa leun-wad.

An aotrou a dostaas ouz ar paour, a vouchas d’ezan, a ordrenas digas dour klouar da walc’hi e gorfig mistr. Met, pa voe meneg da denna ar c’helc’h, ar c’hrennard a lavaras : « Va zad, lezit va mamm da denna diwar va c’herc’hen ar c’helc’h-ze a boan a zougan abalamour d’ezi ».

An tad, strafuilbet, a zellas a-bann ouz ar paour, a anavezas e vab, hag e veuzas gant e zaerou a garantez.

An itron, tec’het diouz ar paour p’he doa graet he c’hefridi, a glevas gouelvan, hirvoudou he fried ; tostaat a reas ha, spouronet oc’h anaout he mab, he c’halon a vennas frailha.

— « Mammig, teurvezit tenna diwar va zro ar c’helc’h a boan a zougan abalamour ma ’z oc’h bet atao kriz e-kenver ar paour. Bet oun gant va faeron o welet ar gador prientet d’eoc’h e-kreiz tan an ifern, ha, mar deman hirie ar gador-ze e-kreiz ar baradoz e-kichen hini va zad, me, ho mab eo em eus he laket dre ar poaniou am eus gouzanvet. — Trugare d’eoc’h, va zad, rak ar paeron hag ar maeronez ho poa dibabet evidoun, a zo hanvet sant Alan ha santez Mac’harit ».

Ar vamm glac’haret ne ehane da skuilha daerou, da geuzia d’he c’hrizder a galon e-kenver ar paour. Hag, a-c’houdevez, ec’h en em unanas gant he fried d’ober an aluzen. Bez e voent o-daou eur skouer a vadelez e-kenver an emzivaded hag an holl dud ezommek.

Loeiz ar Floc’h