Allaz ! na oufe den kompren

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Allaz ! ne oufe den kompren.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 167-169)


Goude mouejou Zent an Env chilaouet breman klemmou hirvoudus an Anaon euz ar Purgator, pedet evite, daoulinet war o beiou, o sonjal e tremenfet dre ar poaniou a c’houzanvont, hep galloud enem zikour aneze o-unan. Klec’hier ar parojou, a zon ken glac’harus ha divezad en noz, a gomzo ive ouz ho kalon, a beurs ho kerent hag ho mignonet euz ar bed-al, hag a laro d’ac’h : « En han’ Doue hon zikouret ! »

N° 132. — En han’ Doue hon zikouret !
War don N° 132.


1. Allaz ! na oa fe den kompren
Pegen estlam eo hon anken :
Hon finijen a zo kalet,
En han Doue hon zikouret.

Diskan.
Breuder, kerent, ha mignonet,
En han’ Doue hon chilaouet,
En han’ Doue hon zikouret.

2. A bep tu d’imp n’euz nemet tan,
Tan war c’horre ha tan didan :
C’houi hon euz-ni kement karet
En han’ Doue hon zikouret !

3. Zonjet en ho tad, en ho mam,
Er Purgator, e kreiz ar flam :
Ma mab, ma merc’h, ah ! chilaouet.
En han’ Doue hon zikouret !

4. Ni n’hellomp ket dre bedenou
Distan na berrat hon foaniou ;
Doue ouzomp na chilaou ket,
En han’ Doue hon zikouret !

5. Da bèvan hon dle da Zoue
Evidomp-ni pedet bemde,
Gret aluzen, mar hon c’haret,
En han’ Doue hon zikouret !


6. Kalz a hellet dre ho poaniou,
Hoc’h iuniou hag oferenou :
Ken didrue na vezet ket,
En han’ Doue hon zikouret !

7. Ha pa vezimp e gloar Doue,
Evidoc’h ni bedo ive :
Ouzomp eta, ol chilaouet,
En han’ Doue hon zikouret !