AN ANAON


————


Ar c’hleier o doa sonet laouen epad an deiz oll. kleier Ploare ha re Dreboull. kleier Plogoff ha re Graon, ha zoken mouez raouiet kloc’h koz Sant-Nik a responte freasa ma c’hellent etrezo o moueziou a ye hag a deue dre douez an aezen fresk, o lavaret a bep seurt traou burzudus kuzet ouzomp-ni, paour keaz tud eus an douar. Deiz eur gouel bras oa, an deiz-se ha n’en deus ket e bar e doug ar bloaz, ma teu ar bed a-bez d’en em drei war-zu an env gant eur feiz hag eur garantez virvidik evit goulen skoazel lez ar Baradoz.

Setu en eun taol ar c’hanaouennou oc’h ehana, ar c’hleier o tevel ; ar measiou siouleet a zeblante brema stoui dindan ar sonjezonou poanius ; eur vrumen skanv en em ledas dre ar parkeier evel gouel eun intanvez ; klevet e oe krozadennou pounner ar mor evel oc‘h huanadi. Deuet e oa an noz ; an aezennig fresk a zigase a Bep tu taoliou kanvus ar c’hleier o c’houlen d’an Anaon repoz !

— « Glazou an Anaon ! » eme’r plac‘h koz Katell Morvan ; hag e kasas he dourn d’he zal evit ober sin ar groaz. O anaout mad a ra ar glazou-ze a zonas ken alies evit ar re a garie ar muia war an douar-ma ; setu perak e skrije gant ar c’hlac’har bep gwech ma tigoueze ganti o c’hlevet. Er bloavez-se adarre, ar mor — pebeuz debrer tud ! — ha n’an doa ket lammet diganti he diveza mab bihan, breur Mari-Anna, ken devot, kel laouen oc’h an holl, hag a vije bet eur martolod eus an dibab ? Hag ar wreg paour ankeniet a lezas he rozera da goueza war he barlen, o serra he daoulagad evit beza muioc’h unanet gant ar re he doa kement karet, eat da Anaon !

Eur baotrezig a zoare a yea en em zilet er zäl vras, hag a dostae oc’h ar vamm-goz, o vale war begou he zreid ; houma a zeblante kousket, astennet en he c’hador torchennet gant kolo.

— « Mamm-goz, eme Vari-Anna a vouez izel, maro eo an tan. Ha lakeet e vezo keuneud en oaled ? »

O klevet he merc’h vihan, Katell a zigoras he daoulagad, hag a zellas gant plijadur oc‘h an dremm yac’h a stoue var-zu enni.

— « Ya, va merc‘h, ya ! emezi ; taol eur vriad keuneud munut war ar glaou evit adnevezi an tan ; red e vezo derc’hel kals tan en noz-ma, abalamour d’ezo da zont da domma ! »

Mari-Anna a yea kouezet d’an daoulin dirak an oaled ; santout a reas eur yenien skrijus o treuzi he c’horf, evel pa vije bet avel-dro o koueza war he diskoaz.

— « Aon am eus, mamm-goz ! emezi. »

— « Aon rak petra, va merc’h ? »

— « Aon rak an nosvez-ma. »

An hini goz a gemeras eun ton rust :

— « Ha n’a pefe ket a vez, va merc’h, o kousket ez eaz en eur gwele klos. keit ha m’ema an Anaon keiz, dre an noz du, o vont hag o tont dre an tiez o c’houlen pedennou ? A boan ma ve kavet mat kement-se evit ar re glanv hag ar vugaligou ! C‘houezek vloaz echu ec’h eus. va merc"h, hag out bras brema evel eur vaouez. Ped a-unan ganen. »

Mari-Anna a blegas he fenn hep lavaret ger. Lavaret a reas eur pennad goude :

— « Bihanik oan c’hoaz pa varvas va mamm, n’eo gwir, mamm-goz ? »

— « Mervel a reas da c’houel Maria Hanter-eost goude ma oas ganet. »

— « Va zad, va breudeur, va eontr Yann a zo marvet holl war ar mor ? »

Ha mouez ar vamm-goz a gouezas evel eun taol kloc’h glazou evit respont :

— « Holl ! »

— « Hag… » — Mari-Anna a yeas tostoc’h d’he mamm-goz evit klevet gwelloc’h — « hag hoc’h eus gwelet anezo abaoue, mamm-goz ? »

Hep respont, houma a reas sin evit lavaret he doa o gwelet.

— « Alies ? »

— « Be wech na deu ket ar c’housked da voucha d’in va daoulagad. »

Mari-Anna a skrijas adarre hag a zastumas he mouchouar gloan war he diskoaz, o lavaret ken goustat ha ken izel ma krede na vije ket klevet :

— « Riou em eus ! »

Klevet e oe koulskoude.

— « Pedomp, va merc’h ! » a respontas hepken ar vamm-goz, a ententas mat eo d’he c’halon he doa riou he merc’hig vat. Hag an diou vaouez, o c’hoefou harpet an eil oc’h egile, a voulc’has gant feiz peden an eal : Ave Maria ! Pedi reant a vouez izel, poan gouzout petra lavarent. Doue avad a gleve, hag ar werc’hez ive, m’oar vat.

An amzer a dremene ; pell a yoa na zone mui ar c’hleier ; tenval-zac’h oa er-meaz, ha n’oa ket eur stereden en oabl ; ha koulskoude eus pep siminal e save kouabrennou moged. An holl a yoa war zav, o pedi hag o c’hedal.

Ar vamm-goz a skoras he dourn war vreac’h Mari-Anna.

— « Laka traou war an daol, va merc’h, emezi ; ema deuet an heur, ha bremaïk e vezint aze. »

Mari-Anna a zentas raktal ; sevel a reas, he memprou oll o krena, kouls ha pa vije bet an dersien ganti.

— « Pet pladig a vo lakeat ? » a c’houlennas-hi. He mouez a yea evel halanad diveza eun den toc’hor.

Katell goz a jommas eur pennad da zonjal… hag oc’h ober eun hejaden d‘he fenn e lavaras gant tristidigez :

— « Kals ! Laka kals ; niverus e vezint er bloaz-ma ! »

Hep koms muioc’h, e chommas da zellet oc’h labour Mari-Anna ; houma a bourchase ar pred, sioulik, didrous ha gant urz. An dousier wanna sec’het el lanneg, c‘houez ar balan c’hoaz ganti, a oe ledet war an daol, testeni a enor rentet d’an dud pedet. Ar pladigou a yoa renket brao an eil e kichen egile ; ar gwer a stoke, ken tost oant. A ! traou a yoa war an daol avad !

Goude beza lakeat ar c’hrampoez gwiniz du hag al leaz teo e-kreiz an daol, ar plac’h yaouank a deuas adarre da gichen he mamm-goz hag a jommas eno, he daouarn e kroaz, he daoulagad o para war al laonennou tan a strake laouen en oaled. Hep flach, ha kouls lavaret hep sonjal e netra, o veza bet treuzet adarre gant eur skrijaden, ar baotrez a lavaras o sevel he zellou etrezek he mamm-goz :

— « Komzit ouzin, mamm-goz ! Na livirit netra… »

Ar vamm-goz a huanadas.

— « Ar re yaouank a ra safar ; ar re goz avad a goms nebeut dre ma pouezont pep-tra. Hag e petra e sonjfen fenoz nemet er re a zo bet ama gwechall o nosvezia ganeomp en-dro d’an oaled-ma ? Eun amzer a oe hag edomp unnek da nebeuta ; abaoue avad bep bloaz ez a unan pe unan d’ar vered, hag an Anaon a deue da veza niverusoc’h evit pep gweladen nevez. »

— « Ha brema na jomm mui nemedomp hon diou, mamm-goz ? »

— « Ya, va bugel ; e kichen an deliennig nevez-c’hanet Doue en deus ankounac’heat ar skourr koz ; ra vezo meulet e hano santel ! An Anaon keiz a gavo da zibri ha da eva war an daol, evel kustum, eun tan mat en oaled, hag an eneou dilezet eur bedennig evit o zikour da beur-ober o finijen. »

— « Mamm-goz, me a garfe pedi, hogen na c’hellan ket ! » a anzavas Mari-Anna.

— « A ! ma vije bet beo c’hoaz va gwaz paour, eme Gatell, hennez en divije distaget d’it gwerz an Anaon ; kustum oa d’he c’hana da noz an Holl-Zent, rak, eun den a feiz krenv oa ! Goude e vije dilammet ar beden diwar da vuzellou evel ma strink an eienen eus an douar. »

— « Kanit anezi d’in evelato, mamm-goz !… a c’houlennas Mari-Anna. Kement-se a zigaso sonj d’eoc’h eus an nosveziou-all, p‘edo hoc’h holl vugale en-dro d’eoc’h. »

— « Mat, selaou neuze, va merc’h ! »

Ha Katell goz a ganas gant eur vouez krenerez ha tuoret, oc’h ober sin ar groaz bep eur mare.

(Ankounac’heat am boa ton ha komzou, o c’havet em eus abaoue el leor kaer meurbet hanvet Barzaz-Breiz. Evit plijout d’am lennerien e kemeran an hardiziegez d’o lakaat ama) :


KANAOUEN AN ANAON.


Han’ Tad, ar Mab, ar Spered-Glan,
Yec’hed mat d’oc’h, tud an ti-man,
Yec’hed mat d’oc‘h var-bouez hor penn
Deut omp d’ho lakat er beden.

Pa sko ar Maro war an nor,
Stok er c’halonou ar c‘hren-mor ;
Da doull an nor pa zeu ‘r maro,
Piou gant ar maro a yelo ?

Hogen, na vec’h ket souezet
Da doull ho tor mar domp digouet :
Jezuz en deus hon digaset,
D‘o tihuna mar doc’h kousket ;

D‘ho tihuna, tud an ti-man,
D’ho tihuna, bras ha bihan ;
Ma ’z eus, siouaz, truez er bed,
En han’ Doue hor zikouret !

Breudeur, kerent ha mignoned,
En han’ Doue ! hor selaouet !
En han’ Doue pedet ! pedet !
Rag ar vugale na reont ket.

Gant ar re hon eus-ni maget,
Ez omp pell zo ankounac’het
Gant ar re hon eus-ni karet,
Hep truez ez omp dilezet.

Va mab, va merc’h, c‘houi zo kousket
War ar plun dous ha blot meurbet,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm.


C’houi zo er gwele kousket aes,
An Anaon paour zo diaes.
C’houi zo er gwele kousket mat,
An Anaon paour zo divat.

Eul linser wenn ha pemp planken,
Eun dorchen blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war c‘horre,
Selu madou ar bed er be.

Ni zo en tan hag en anken ;
Tan dindanomp, tan war hor penn,
Ha tan war lae, ha tan d’an traou ;
Pedet evit an anaon !

Gwechall pa oamp e-barz ar bed,
Ni ‘boa kerent ha mignoned ;
Hogen breman, p’edomp marvet.
Kerent, mignoned, n’hon eus ket.

En han’ Doue hor zikouret !
Pedet ar Werc’hez venniget
Da skuilha eul lomm eus he lez.
Eul lomm war an Anaon kez.

Eus ho kwele prim dilammel.
War ho taoulin en em strinket,
Nemet kouet e vec‘h er c‘hlenved,
Pe gant ar maro kent galvet. Amen.


Echu he c’hanaouen ganti, Katell a zavas en he zav sounn evel eur voger ; he dremm a deuas da veza difinv evel eur skeuden kizellet er mean ; he zellou a baras war dor an ti nevez-digoret goustat, didrous, evel gant eun dourn ha na weled ket. Eur youc’haden hanter vouget a deuas eus genou Mari-Anna. Ar vamm-goz a stardas he dourn war vreac’h ar plac’h yaouank o lavaret :

— « Emaint aze ! »

Stardet an eil ouz eben, poan d’ezo o tenna o halan, an anken war o zal, o ividigou o lammet gant an dersien, an diou vaouez a c’hede.

Ha setu m’ en em gavas eun toullad mat a dud war an treuzou. Ar wazed, tokou ledan war o fennou, ar merc’hed klozet en o mouchouerou gloan du, a zouge holl eur rozera en o daouarn.

Tenval o dremmou, mut o zeodou, tud ar bed-all a deuas en ti gant eun urz kaer, hep bouta, hep sellet en-dro d’ezo, evel kollet en eur welidigez a yea en o diabarz ; hag, oc’h ober kammejou ha na reant tamm trouz, ez ejont en-dro d’an daol, pep-hini d’e leac’h. Ar re o doa bevet, karet, gouzanvet ha lenvet eno, en em gave holl ; n’oa chommet hini ebed a gostez ; hag an diou vaouez a c’hellas eas a-walc’h anaout o c’herent dispartiet diouto gant ar maro. Na oe ket hir ar weladen, hag evelkent e seblantas d’an diou zellerez beza padet ouspenn kant vloaz.

Ha neuze, evel ma ’z oant deuet, an eneou renket war diou linen a eas er-meaz hep beza sellet war o lerc’h.

An nor a zerras he-unan.


............................................................


Pa zihunas Mari-Anna antronoz vintin gant son an Anjelus, evel m’oa kustum, edo astennet war vein yen an oaled — an tan a yoa maro pell a oa — an em gaout a reas skwiz… skwiz kenan… skwiz maro ; he memprou morzet a reas poan d’ezi, evel pa vije o tont eus ober eur veaj hir.

En he c’hichen, Katell goz a yea atao war he c’hador vourret, ar rozera etre he daouarn skarnilhet gant al labour hag ar bloaveziou ; he ene santel koulskoude, goustadik, hep poan, a yea eat da heul ar vanden Anaon !…