An Angelus (Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Añjeluz.
n Arc’hæl a bers an Autrou
A zisquennas eus an Evou, (bis.)
D’annonç da Vari oa choaset
Evit Mam da Zalver ar bed. (bis.)
Mari a respontas neuse :
Servicheres oun da Zoue ; (bis.)
Bezet great eta em andret
Ervez m’oc’h eus dìn annoncet. (bis.)
Neuze’ concevas ur Buguel,
Dre vertuz ar Speret-Santel ; (bis.)
Hac ar Verb en em incarnet,
Etouez an dud en deus bevet. (bis.)
Pedit, Mam santel da Zoue,
Evidomp oll e Vajeste, (bis.)
Ma vezimp dign eus ar graçou
A bromet Jesus hon Autrou. (bis.)
Va Doue, pa hon heus desquet
Gant ant Eal en deus annoncet, (bis.)
An Incarnation eürus
Eus hon Autrou ho Mab Jesus. (bis.)
Dreizi pliget gueneoc’h ive
Scuilla ho craç en hon ene, (bis.)
M’hor c’hunduo e Bassion
Da c’hloar ar Resurrection. (bis.)
Ni er goulen, Tad Eternel,
Dre Jesus-Christ ho Mab santel ; (bis.)
Ha ma choumo gueneomp bepret
Oc’h assistanç e peb andret. (bis.)