An Autrou Fich-Fich

◄   Eurusted (giz Guéned) Toniou   ►




XXX


AN AUTROU FICH-FICH


――――――


I


An autrou Fich-Fich a oa eur pikol den treut ha reut, eur pez fri-minaoued plantet sounn ekreiz e zrem sæc’h-korn, ha daoulagad bihan talaerek o troidella dalc’hmat en e benn. Pintet war e zivesker hir, e veze o troiata duma, duhont ; heñ a zelle pis ous pep tra, a gave abeg e pep tra, a ouie reisoc’h eget ar re-all doareou pep tra, hag en deveze ar gwir a-du gantañ e pep tra, war e venno.


Dre ma rede er ruiou, e zivræc’h bras a oa kas-digas egiz re eur roenvier. Ken a zeuas eur wech da skei rust gant eur plac’h a gerze dirazañ o tougen dour ; he fod a oe gwintet en ær, hag an autrou Fich-Fich glebiet evel gant eur c’haouad glao. — Sodez-nai zo ’hanout ! e c’harmas ous en em heja, ha n’hellés ket gwelet e oann-me o tont war da lerc’h ? —

Pa oa e wreg savet beure-mat, ha c’houezet an tan ganti en oaled, setu-heñ lammout dious e wele, da redek ebars er gegin, en e roched blouc’h ha diarc’hen. — Ha te fell d’it e ve puluc’het an ti ? emezañ. Sell aze eur foeltren tantad tan goest da boaza eun ejen a-bez,

penn ha lost ! Daoust e kav d’it ivez emañ ar c’heuneud evit man, hevlene ? — Goasat ziler læz dre e losten ! a zonje ar wreg paour, ha na grede lavaret ger ebet, keit a vije-heñ war he zro.

Deus e vicher e oa kereour, ha pa veze o labourat e sache tenn war ar gorreen, nebaon, ken a ræ e neuden : ouik ! ouik ! hag e plante-plom e arzorn kalet e korf neb na zouze ket pellik dioutañ. Dibaut ar pautr-micherour a jomche gantañ ouspen eur miz bennak ; bepret e kave si pe si e n’eus forz pe labour. Awechou ne vije ket ar griou kompes ha keit-ha-keit ; awechou eur votez a vije hirroc’h evit eben, eur seul-troad re uhel pe re izel ; awechou c’hoas ne vije ket al ler dornet stank aoalc’h. — Gortoz eun tammig, a lavare neuze d’ar pautr,

Me ya da ziskouez d’it anat
Penaus ve dornet ler ervat ! —

Hag heñ, gant ar gorreen, rei eur barrad flipadou war gein ar bugel kæs.

Kanfarded a ræ anezo holl, ha kollerien o bara ; heñ avat na gase ket nemeur a dra da benn, pa n’helle ket chom eun eurvez sioul war e gador, nag eun hanter-eur zoken.

Pa oat o sevel eun ti nevez, e tiredas buhan da skei beg e fri e toull ar prenestou. — Setu, ’mezañ, emaint o lakat er mogeriou eur seurt kos vein-krag ruz, ar re-ze na zizec’hont ket agrenn ; den na vezo yac’h en ti. Ha sellit ’ta, peger fall e sav an dud-mañ ar mein an eil war egile ! Ar pri-raz ivez na dalv netra ; me welo, zur-mat, an ti-ze o koueza en e boull war an dud a vevo ennañ ! —


Hag heñ d’ar gær endro, en eur red, hag ober eun nebeud sachadennou war e neuden, hag ivez war bleo e vicherourig ; prestik goude e tiwiske e ziaraugen ler, hag hen taule traoñ, en eur lavaret : — Red eo d’iñ mont arre da laret o gwirionez dan dud ! —

Digouezout a reas gant kilvizien an ti nevez. — Petra eo ze, emezañ a-bouez e benn, ne drouc’hit ket ar c’hoad eeun ha reis ! Penaus e chomfe ar c’hoadach en e zav, mar be an holl dreustou stignet ken digempenn, ha lausk, evel ma biz em genou ? — Hag heñ klask lemel ar vouc’hal a dre daouarn eur c’halvez da ziskouez d’añ penaus e vez kalviziet koad a-zoare ; mes hema na

ziskroge ket dious e venveg, ha na zistagas grik da bautr e vinaoued, a oe dao d’ezañ, gant eur c’hofad kounnar ha mez, mont d’e stal adarre.

N’oa ket azezet mat war e skaoñ, pa ginnigas d’ezañ e bautrig-micherour eur votez-ler nevez. — Petra eo ze c’hoas ? eme ’n autrou Fich-Fich gant eur zell spontus. Pitiaoul ! laret ’m a d’it hag em a, triouac’h kant gwech, dioall ne droc’hfes ket ken ledan ar boutou ! Piou a garfe prena eur seurt botez, n’eus netra ’met ar zol enni ? Kement a c’hourc’hemennañ a renk beza heuliet resis, anez … — Atoue, autrou, e teuas kerkent gant ar pautr yaouank, oc’h ober eur stouaden fentus, me

asanto ganec’h, mar kirit, ne dal netra ar votez-ma ; petore botez eo honnez, avat, nemet an hini hoc’h eus troc’het c’houi hoc’h-unan ! Diweza ma oc’h difoupet ac’hann, da laret o gwirionez d’an dud, hoc’h eus stlapet ar votez-ze traoñ, hag he dastum n’em eus græt ken, pa oc’h bet distro… Hogen ne gav ket d’iñ e ve eun ael eus an nenv zoken goest d’ho kontanti. Setu laret ganiñ ho kwirionez d’eoc’h ; kenavo ! —

Ma oa eur c’hoari evit an autrou Fich-Fich laret o gwirionez d’an dud, ne zoursie ket nemeur klevout e hini ; rakse ec’h astennas prim e vræc’h warzu ar bugel, ha rei eun taul ponner... d’e zorn ous eur gador, en doa hennez tapet primoc’h c’hoas ha douget dirazañ

d’en em zioall. Ar pautr oesk ha dilu n’oe ket pell ’n em zilañ ’maes an ti, o flapañ an nor war e lerc’h.

— Lampon ! eme ’n autrou Fich-Fich, a oa deut du gant ar gounnar ; laer e amzer hag e voed ! Me glemmo d’ar barner. Gaouiad direis, teodet hir ha dornet berr, m’es tibabo ! —

Er c’heit-se edo hor pautrig adrenv ar prenestr, hag heñ c’hoarzin a-leis e galon o sellet ous an ormidou hag ar safar spouronus a oa gant e vestr en e stal. Eilgeria outañ ne reas ket, nemet ober d’añ eun troatad fri, ha mont kwit. Avaec’h graet eur c’hammad gantañ, e klev eun tarz krenv a strak : ar c’here en doa gwelet e jestr kanfardig, ha stlapet outañ ar votez, he doa torret gweren

ar prenestr, hag a oa kouezet war an hent, en e gichen. — Brao ! eun taul mat evid ar gwerer ! — eme ar pautr, o stlakat e zaouarn ; hag heñ ’rauk…


II

Eur Gresian fur, a veve arauk donedigez hon Salver, en deus roet an ali-ma, a ve mat da heuilh c’hoas d’ar gristenien e pep bro :

Mir ne gouezo ar c’housked war da zaoulagad skwis Ken n’as pe da holl devez teir gwech enklasket pis :

Petra ’m eus-me graet hirio ? Petra ’renkchen d’ober ? Sell ous pep tra pen-da-ben evel eur gwir varner, Kellïes gwech ’to graet mat, trugareka Doue, Pa vi bet fall, digantañ goul kennerz ha true.

An autrou Fich-Fich n’ oa ket boas da zeveni ar seurt komziou aour ; en nosvez-ze, avat, e reas an hanter anezo ; ouspen teir gwech zoken e prederias war gement a oa c’hoarvezet en deiz. N’oa ket evit kousket, gant an droug a oa ennañ ous pautr e fri tanau, a oa skampet goude laret ken dichek d’ezañ e wirionez. Trei ha distrei a rae war e wele, o ruilhal en e benn mennoziou ankenius, ha kaer d’ezañ esa o fellaat, e lamment warnañ

krisoc’h-kriz, evel eur bagad moui flemmus war groc’hen eur vioc’h, eviti d’ober skubadennou lost deus he gwella.

— M’hen talvo d’añ ! emezañ entre e zent ; me oar pelaec’h hen tapout ! — Hag heñ prim war zav, hag em wiskel, hag emaes. Kenkent e redas da di kerent e bautr-kere, hag e reas tri zaul war an nor, ken a dridas tre an holl en ti.

— Piou zo aze e toull ma dor
Da hanter-noz o c’houl digor ? —

a laras en diabarz mouez an ozac’h.

— Digorit an nor d’iñ, me ’m eus eur gentel da rei d’ho mab.


— Peseurt kentel ’rofec’h d’am mab ?
Heñ zo eur pautr dious an dibab !

— Digoret d’iñ ’ta ! ma roin d’añ skouarnadou a dleañ d’ezañ ; n’hallañ ket kousket ken am be paeet kement dle bet tennet ganeñ epad an deiz.

— Pa ’z oc’h eun den ken onest-ze,
M’ho laka kwit demeus ho tle.

— Hag-eñ ’hez da rei peoc’h d’iñ gant da rimostellou diskiant, kos trabell kos ! Da vab en deus lavaret ne ve ket eun ael eus an nenv barrek d’am lakat kontant ; m’her stlejo dirag ar bamer a-ere d’e vleo, hag e renko rei digoll d’iñ : penaus e kavfen-me pautr-kereour ebet

brema, goude kemendall a c’hevier en deus dislonket diwar va fenn ? — Hag an autrou Fich-Fich a zalc’he da darc’hao war an nor, ken a barstrake.

— Tavit, autrou, na oelit ket !
Eun ael eus an nenv vo kavet ! —

a ganas raktal eur vouezig flour ; ha Fich-Fich a oe brumennet e zaoulagad gant eur goulou ker splann, ma oa hini al loar mouget gantañ ; hag e welas eun ael o tisken deus an oabl. Hogen, dre ma tostae ous hon paour-kaes bern pri ha fank, e tisplannae hag e vihanae tam-ha-tam ; pa gouezas e kichen Fich-Fich, e oa deut


e ziwaskel da netra, hag e gorf evel hini eur bugelig ; e zilhad ne oant ken lugernus, ha ne chome war e zrem nemeur a roudou eus ar pez e oa. Rak eur mabig mat» gant kurunen e vleo melen-aour, hag e ene glan o luc’ha dre e zellou sklaer hag e vousc’hoarz dudius, a hell pedost beza kemeret evid unan ar re wenvidik a vev e nenv an Autrou Doue : e rouantelez a zo d’ar re a vez hanval outo, emezañ en Aviel.

Fich-Fich a chome bamet da zellet, ha ne ouie dare petra da lavaret d’ar bugel selestiel-ze ; hogen e teuas da ziabafaat a nebeudou. — N’hoc’h eus ket græt poan d’ho treid, o koueza dious keit-se ? emezañ. — ’M eus

ket, autrou, ha me dont deus an nenv, da labourat ewidoc’h deus ho micher. Me raio va gwella ; gallout a hellot ivez ober d’iñ rebechou kement hag e karfet. Arabad skei ganeñ, avat ; ar seurt taul a ve kals goasoc’h d’eoc’h-hu ewit na ve d’iñ, ho pezet koun da ze. — Nebaon, nebaon, mabig, eme ’n autrou Fich-Fich, ewit piou ma c’hemerit, eta ? biskoas ne oen-me rust gant ar seurt ganeoc’h ! — Setu int kwit o daou.

Pa oe tareet an deiz, e roas an autrou Fich-Fich eur pennad labour d’e bautrig nevez, hag edo o vont da lammout emaes, evit laret o gwirionez d’an dud, gouez d’eañ, pa oe galvet gant ar bugel : — Autrou, autrou ! — Petra fell d’eoc’h c’hoas ? emezañ, buanek. Piou a

bermet d’ac’h derc’hel ac’hanoñ, pa n’am be ket amzer da goll ? D’ho labour arre, tra didalvez, ha raktal ! — emezañ, gant eur zell drouk.

Ar bugel n’oa ket evit herzel da c'hoarzin. — Eun taul mat d’eoc’h, autrou, emezañ, n’ho pe ket ezom lunedou, anez ne vijac’h ket pell o terri diou weren hoc’h eil-lagadou, gant al luc’hed flam a lam dious ho penn !

— Sell ’ta, ar pen-danvad ’zo ’hober goab, hag a gred en deus spered eun ael ! - Ha pa gredfen, autrou kaes ? Ha n’ouzoc’h ket mui ez oun eun ael eus an nenv ? —

— Te, eun ael eus an nenv, ha n’hallez ket zoken koms seven ha dereat ous an dud ! Neket deus an nenv e teuez ; dious al loar, ne lavarañ ket. Te zo bet diskennet

ac’hano war-bouez eur gorden. Me gred em eus gwelet an distrap diouti. Torret eo bet arauk ma vefes digouezet war an douar, ha ma na vijen ket bet eno d’as miret da veza flastret ha pladet… Pez dianaoudek ha digaloun ! krougaden ! pesort torfed a toa graet eta, loariad, en da vro krec’h, pa ’z out bet kaset kwit ac’hano ? —

An æl a yoa bepret ker sioulik ha tra, pez a rae d’an autrou Fich-Fich droukaat outañ mui-ous-mui. — Perak e teus ma galvet ? emezañ en diwez, gant eur vouez kurun. — Da lavarout d’eoc’h ez eo peurc’hraet ar pez labour ho poa roet d’iñ d’ober, autrou. — Hag heñ ha rei da Fich-Fich ar votez nevez en devoa graet en eun

taul kont, keit ha ma oa hennez o trei kein. An autrou a oe saouzanet, koulskoude ’laras : — Mad ! n’oa ket ezom gervel ac’hanoñ evit-se, red oa ober ous an hini-all. — Ankounac’haet ’peus eta, autrou, ez eo ar votez-ma evit Fanch-kos, pautr e c’har goad ? — An autrou Fich-Fich a oa ker kounnaret, ken na ouie ken e pe du trei. — Dal da daul-micher ! — emezañ, o stlepel ar votez a-bouez e nerz gant penn ar bugel. Kenkent hag he deus stoket ous an sel, hennes a deuzas en ser ; ar votez a zistroas en dro etrezek Fich-Fich hag a skoas-plom war boull e galon, ken a gouezas a-stok e gorf ar c’hereour kæs, maro-mik.


III

Dioustu en em gavas Fich-Fich er bed all e penn daou hent : a-zeou, eur wenojen stris o pignat gant eur grec’hen hir ha sounn ; a-gleiz, eun hent konpes, flour ha ledan. — Pebes kanfarded eo tud an tu deou, emezañ, pa lezont o hent er stuz ken truezus-ma ! Red eo d’iñ padal mont war an tu mat, rak dre aze e tle beza ar baradoz. —

Goude kals a vaec’h, en em gavas e lein ar roz. — Ha ! c’houi eo, autrou Fich-Fich, eme eur vouez sklintin tostik d’ezañ, da betra oc’h deut ama ? Ha c’houi fell

d’eoc’h ma hadlazañ, d’aprouvi ha me zo e gwirionez eun ael eus an nenv ? — Fich-Fich a dro e benn, hag o welet e bautr-kereour deut arre bras, askellet ha lugernus, e chom sebezet oll. — Eleal, eme an ael, me oar ne sonjit nemet klask digemer er baradoz, hag ho pezo, mar heuilhit va c’henteliou pen-da-ben. Kerzit war-eeun betegan nor-bors a welit duhont, duhont ; ha dreistoll, dioallit na damallfec’h netra e gement a welot war an hent, lakit evez mat da ze ! — Autrou an ael, perak e kemerit ar boan da rei d’iñ eun ali evelse ? Gout ouzonn ervat n’eus ama netra da gavout abeg ennañ, evel ma vez war an douar ! —

N’oa ket bet pell ac’hano, pa welas daou ael o tougen

eun treust. An treust-se a oa bet e lagad eun den, fur war e venno, epad ma klaske-heñ lemel eur blouzen dious hini e nesa. Hogen elaec’h e zougen ahet, e talc’hent anezañ adreus entrezo. Piou en deus gwelet biskoas kemendall a zotoni ? a zonjas Fich-Fich ; hogen e tavas, hag e teuas da brederia : Efeiz, petra vern e pe du e ve douget eun treust, gant ma teuer a-ben d’her c'has elaec’h ma karer hep droug ebet ?… Ha ! setu eur wezen vras a zo etreze, ma ne daulont pled e stokint outi ! Hag e youc’has a-bouez penn : — Leket evez ous ar wezen, daou ael, leket evez, mar plich ! — Ne rejont van ewit e glevout, na distrei tam ebet diwar o hent ; ar wezen,

avat, a blegas he fenn gant doujans, ken izel ma tremenjont an treust a-us d’ezi divaec’h agren.

Keit ha oa oc’h arvesti an daou ael gant o zreust, Fich-Fich na zibabe ket ervat e hent e-unan, ken a gouezas en eur fontigel doun. O veza en em zastumet en eur grosmolat eun tammig, e welas eun den gant eur c’harr pounner, a yoa kouezet eno ivez. Goulen a eure gantañ petra en doa en e garr.

— Choantchou ha dezoiou mat
Gant promesaou gwellaat,

eme ar pautr harnez ; gant sort-se e vez paveet an hent

bras, ahont ; ne badont ket nemeur,an distera stokaden a zispenn ane, ewite da veza goall-bonner. Kals a boan ani eus bet o sacha va c’harg ; hag emaoun o c’hortoz unan bennak da rei eun taul skoaz d’iñ da vont ac’hann. — Eur pennadig goude, e teuas eun ael hag a sternias daou varc’h ous ar c’harr. Eun eil sel a zigouezas ive gant daou a gezek c’hoas ; hogen elaec’h o sternia gant ar re-all, e oe ous lost ar c’harr o stagas. — Genaouek zo ’hanout ! e teuas kerkent gant Fich-Fich, petra ’rez aze ? Daoust hag en eus den gwelet, aboe ’mañ ar bed, bed, kempenn eur c’harr erc’hisse ? ’Met ar re-ma ’gav gante, en o lorc’h fougeüs, e c’houzont an traou gwel- loc’h eget ar re-all ! —


N’oa ket e gomzou peurlavaret, pa grogas unan eus an aelez en autrou Fich-Fich, hag her stlejas adrenv, d’an daou lam ruz, bete beg an toull. Gwelet a reas neuze ar c’harr douget en ær gant ar pevar marc’h, a oa eskellek, hep m’en dije taulet pled da ze ; heñ e-unan a oe taulet gant an æl dious lein ar grec’hien d’an traoñ, ken a gouezas ruilh-diruilh… en e wele, elæc’h ma tihunas krenn. Kement en doa graet, gwelet ha klevet en noz-ze n’oant nemet hunvreou.

— Feiz va Doue ! emezañ o tremen e zaouarn war e zaoulagad, en nosvez-ma em eus bet eur gentel vat. Elæc’h klask kentelia ar re-all, e renkin hiviziken laret ma gwirionez d’iñ va-unan ! —