An Azen gwisket gant kroc’hen al leon

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Azen guisqet croc’hen al Leön..

R. Prud'homme, 1903  (p. 109-112)





XI


AN AZEN GWISKET GANT KROC’HEN AL LEON


Eun azen em wisket e kroc’hen eul leon
Triouac’h leo tro-war-dro a daule ar spouron ;
Ken ho pije gwelet ar chatal hag an dud
Rag eul loen ken dister tec’het, bras ha munud.

Pa gerze, lorc’h ennañ evel eur roue bras,
Alanig al louarn war e hent a gavas ;
Ha d’e spontañ muioc’h : — Prenvig douar ! ’mezañ,
Kerz diouziñ-me raktal, pe me ya d’as frikañ ! —



— Ma ! ma ! eme Alan, perak e teus komzet ?
Ma ’tije roet peuc’h n’em oa ket d’anavet,
Daoustañ ma out disneuz, dre va feiz a louarn,
Hag e teu ’maes, lorgnek, eun tam beg da ziskouarn !

Me a oa aonik-dall pa ’z eo deut da vouez kre
D’am lakat dianken, euzus evel ma e :
Rak he ferc’hen, ’onn ’vat, eur goasañ tronpilher,
’Zo, da veañ ’widoñ, re veulbes ha ponner !

’C’han ta, autrou leon, ma n’oc’h ket eun azen,
Poent eo diskouez a zo kalon en ho kroc’hen :
Me ’wel eur pautr milin, eur vaz gantañ, arru,
Hag en deus da laret eun dra bennak d’ac’h-hu ! —


Ha setu al louarn en e doull o lampat
Da zellet ac’hane seder ous ar flipat.
Paour-kaes azen ! Kaer ’n eus gwinkal ha diswinkal,
Ha blejal ken a lak an oll treo da strakal,

Seul-mui ’vez klask danta, seul-mui ’vez konnari,
Seul rustoc’h war e gein ’mañ ar fust o c’hoari…
Kals tud oa souezet p’edo ar pautr Martin
O kas a vazadou al leon d’ar vilin.


Meur a zod en em wisk e dilhad eun autro,
’Vez muioc’h stad ennañ ’vit pa ve penn ar vro ;



Gortoet, ma zud keis, ha mar tigor e veg
E teuio da skrijañ ’vel eun azen gorneg !



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic "Moderato scherzando."}
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8*1
    d8 g g g g | g d g a |  \break
    b4 a | g r8 g | fis e fis g | \break
    a b a g | fis4 e | d r8 d | \break
    a' a a b | c4. c8 | b g d' b | \break
    a4 r8 a | c c c c | b d b g | \break
    a4 d | g,\fermata r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Eun a -- zen em wis -- ket e kro -- c’hen
    eul le -- on Tri -- ouac’h leo tro -- war --
    dro a dau -- le ar spou -- ron; Ken
    ho pi -- je gwe -- let ar cha -- tal hag an
    dud Rag eul loen ken dis -- ter te -- c’het, bras
    ha mu -- nud.
  }
 }
 \layout {
   line-width = #123
   ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }