An Azen hag ar C’hi bihan

Société de la Presse catholique, 1900  (p. 161-163)



AN AZEN HAG AR C’HI BIHAN


————


Goud an tu da blijout, a zo eur berlezen
Ha ne zao ket e peb histren.
Kredit hen : ma n’her c’hredit ket
Selaouit eun dra c’hoarvezet.

Nag ar bed a zo drol, a lavare ’n azen.
Koll a ran va skiant, pa velan o tremen,
Eun dra dreist oll souezus.
Lod a blij, lod ’ zo egazus.
Guelit Azor. Eun tamm ki,
N’eo ket brassoc’h evit va fri ;
Mad, hennez,
Ha bemdez,
Epad ma taoler ouzin mein,
A vez d’hezan flouret he gein.
Gant an Aotrou, gant an Itron,
Da bep mare, e pep feson,
E vez great anezhan stad :
Bara lardet, tammou kig gad,
Souben al leaz, me ’ c’hoar petra ?
Ha goulskoude, petra ’ ra ?

Rei he droad, ober siboudik
Ha da heul eun arzadennik,
Setu tout : Sevel he bao…
Evit kement-se atao
N’eo ket diez, Ober brazik ?
Eur pez kaer ! Eun arzadennik ?
Dre c’hras Doue, beteg hen,
N’eo ket siferniet va c’hornaillen.
Sokendellien ! me a velo
Pe gi, pe ve a c’hounezo.
Gant ar sonj-ma, e’n he spered,
E tremen an nos heb kousked.
Antronoz vintin, e’r flouren,
E velaz he vestr ho pourmen.
Sada ’n azen o vond, a gammejou gorrek,
Ha sevel a viches he bao lous ha blevek
Var benn skoas an Aotrou.
Ha da heul, a leiz e c’hinou,
Distaga eur pes blejaden,
Ken a dregernas an dachen.
« — Petra eme ’n Aotrou, a glask heman ouzin ?
C’hoant da zansal pe da c’hoarzin ?
C’hoarzin a rei, dansal ive,
Heb dale,

Rak bremaik e souno, stard,
Ar vombard. »
Hag hen, paka eur geuneuden
Da rei fest ar vas da ’n azen.
Hema pa glevaz ar zoun,
Heb dale pell, a jenchas toun.
Ker mezek a tra, da c’houde,
D’he vab bihan e lavare :
E’r penn kenta eus va amzer,
E veven e ti eur meiller
Hag a gane m’oa eun dudi
Eur zoun a zo mad he deski :
 
Va zud chommit e’n ho pragou
M’o c’heuz truez euz ho pensou.
Ha, nemed c’hoant ho pe da iun,
Prenit ho korn, dioc’h ho putun.