An Egl hac al Leön.

◄   An Egl hac ar C’hornif. An Egl hac al Leön. Ar Vran hac al louarn.   ►



FABL 12.


An Egl hac al Leön.


Entre al leön hac an egl
E voa mignoniach parfet,
Hac e conclujont entreze
Chom an eil ental egile,
O zonjal ho c’hamourousdet
A vije guel antretenet.
Er voeen e ra an egl e nez
Hac al leön en toez an drez.
Eun deiz al leon a ye buan
Da glascq boed d’e loenet bian.
An egl a zisqen er c’havern,
A guev al leonet en eur bern ;
Ma tispen anez gant e veg,
Evit beva e bonsinet.
Al leon, pa voa fin d’e dro,
Guelet e vugale maro.
Ne aille qet en em venji
Demeus an egl e inimi :
Evit beza cri ha cruel
N’en devoa qet a ziou-asqel.

M’en em servich deus a remed
Ar re n’ho deus galloud ebet ;
Da c’houzout da villiga an egl,
O sonjal venji e dorfet,
Evit ma queje varnezàn
An oll valeurio er bed-màn.
Qement e vo ar bras offancet
Pa ve an amitie blesset.
En amzer-ze e c’haruas
E red eur sacrifiço bras,
Pa voa d’ar c’houls-ze an amzer
D’an doueo er parcqeier ;
Hac an egl a laëras eur pes
Gant eur c’hlaoen ru en e does.
Mont a eure d’e nez gantàn
Pehini a voa sec’h ha scan.
Dre rezon ma nije buan
Soudennic e crogas an tan.
Ar ponsinet a sant ractal,
Mæs pa ne voint evit nijal,
Qen bras voe neuse ho glac’har
M’en em doljont var an douar.
Al leön ho diframas timad
Hac èn presant an egl ho zad.

Sans moral.


An ep a vancq d’an amitie,
A drompl ha drahis egile,
A ra eun dra a so fall bras
Hac a verit caout ontàn caz.
Falloc’h evitàn var ar bed
Ne oufac’h biqen da voelet.

Mæs credi ell en assuranç
E ze sur eus e recompanç ;
Rac ma n’e ell qet egile,
Eo certen e c’hallo Doue,
Na ne achapo qet qen pront
Da vonet quit ep caout e goan.


————