Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 87-88)



An Estig-Noz
————


Warlerc’h sklerder an de, pa deu an noz peuc’hus
Da ledan war ar bed he mantel moredus,
Pa dav pep trouz war an douar,
Mouez drant an estik-noz, en donder ar mêziou,
El lec’hiou gwaskedet, ebarz an traouiennou,
A deul, en noz, he zon dispar.

Kaerât eo he c’hlevet ’kreiz ar sioulder o ren !
Gwech e seblant sevel, dous evel eur bedenn,
’Trezek ar volz steredennet,
Gwechou-all, sklintinoc’h, e tisken er mêziou
Douget war an ezen ; en saonenn ha koajou
E klask an hekleo morgousket.

Gant eur muzik ken dous, Breiz-Izel luskellet
A zonj ’n he c’haerderiou dispar ha ken meulet
Hag a drid laouen ’n he hunvre ;
Neuze, dre vouez dinam ha glan an Telenner,
E kas gant doujans vras, etrezek he C’hrouer,
Eur bedennig a drugare…

War dreujou e di plouz, beb noz, al labourer
A deu, drant, da glevet an diskan-ze ken kaer
O tregerni en e barkou…
Ar vouezig dudius en e ine a had
An dousder frealzus, an heveleb c’hwez-vad
’Deus bet tanveet e dadou !


Hag ar barz evurus, en noz o hunvreal,
Gant douster ar vouezig hag he c’han dishual,
E galon a zo goneet !
An Awen a gerz skanv en noz sioul ha distan
Ha war e delen aour ar barzig a vouskan,
Dindan sell al loar arc’hantet…

Kân eta, estig-noz, kân, telenner dispar !
En koajou Breiz-Izel, pell diouz trouz ha safar,
Kân, hep paouez, da zon tener !…
Evrus nep zo ganet war an douar peuc’hus,
’Lec’h m’hall klevet bep noz da zôn karantezus,
Ha ganit bevan er sioulder !