L. Prud’homme, 1817  (p. 80-83)


Excumunuguen.

An Excumunuguen eo brassàn poan, brassàn punition a oufe an Ilis da impligea en quever e bugale coupabl. Priva a ra eus an oll pe ur loden eus ar mado spirituel commun entre mempro an Ilis. Bezàn escumunuguet eo bezàn retranchet eus an Ilis hac a gommunion ar sænt.

An Ilis e deus recevet digant J. C. ar pouar da excomunia. Er ch. 18 eus ar memes Aviel Jesus-Christ a ordren ma vezo evitet evel un den gant peini n’en deo quet permetet cavet commerç, an hini goude bezàn avertisset gant an Ilis, na seleo ha ne sent quet outi. Sant Paul en defoa excumunuguet ar libertin incest eus a Gorinth. An oll Dado santel, ar C’honcilo a assur oll ar pouar-se en Ilis Doue ; un articl eo eus ar fe. Crenomp eta rac bezàn eacumunuguet. Dre gals a fauto e veriter ar bunition-se. Ar mado spirituel a bere eo privet nep so escumunuguet, eo.

1°. Da gavet lod er pedenno public a ra an Ilis evit ar bobl fidel. Mad ha dleet eo pidi en particulier evit conversion an dud excumunuguet ; mæs na eller na pedi assambles gante, nac evite goude ho maro, mar dint maro dindàn an excumunuguen.

2°. An dud excumunuguet a so privet da administra ha da receo ar sacramancho.

3°. Privet int da assista en ofiç divin exceptet er sarmon catholic.

4°. Privet int a bep commerç gant ar bobl fidel ; da laret eo, ne dleer na coms, na saludi, na pedi, na labourat, na chom assambles, na dibri nac eva gant un eacumunuguet. An necessite, mad spirituel, ar galite a briet, a vuguel, a serviger, an ignoranç a bermet renta deze servich en temporel, anfin evit o c’honversion.

5°. An excumunuguet a so privet eus an douar biniguet goude e varo.

6°. Na ell na choas na bezàn choaset evit be-nefiç ebet.

7°. Privet eo eus ar jurisdiction pe autorite spirituel. Quement on deus laret a ententer eus an excumunuguen vras denoncet ha publiet. Respectomp an Ilis hon mam santel, obeissomp d’e gourc’hemenno, bezomp ferm er fe hac en communion ar sænt, crenomp rac ne vemp er stad eus an excumunuguen.

HISTOAR.

Hermenegild a voa map da Lenvigild [1] mæstr eus an darn-vuyàn a Spaign, hac eus a Rouantelez ar Visigothet, mæs malhurusamant arien evel ar rest eus ar famil royal. Quemeret a eure evit priet Ingond, merc’h Sigebert, Roue a Franç. Ar Brinces caër-se a voa catholiques. Dre sicour an Escop sant Leandr e convertissas he fried. He zad caër a voe furius a guement se, hac a bersecutas an oll gatholiquet. Hermenegild a eure emigra he fried hac e vugale en Afriq. En em recommandi a eure d’ar soudardet pere en trahissas. Antren a eure en un Ilis ; e dad a gassas d’en cavet Recared e eil map evit en assuri eus e bardon. Ar sant a deu querquent d’en em strinca da daoulin e dad peini en conduas bete e arme. Enno e eure dezàn quitaat e habit royal, en chadenni hac en condui d’an tour eus ar guær a Sevill, goude en ur bassefoss. At sant en em brepar d’ar maro. Pasq a arru : e dad a gass e vete un Escop heretiq arien, evit ma recefse ar gommunion eus e dorn, ha ma c’hantrese dre enno en graç vad e dad. Ar sant goude bezàn rebechet d’an Escop impi hac heretiq e draïtouraich, a lavaras dezàn e voa decidet dre sicour Doue da vervel en catholic, ar pes na elle da ober mar recevje ar gommunion eus e dorn sacrileich. Tad ar sant voar ar rapport eus ar fals Escop, a gommandas mont ractal da vassacri e vap. An dud barbar hac injust pere a sente ous ur seurt urz, a gavas ar sant en peden ; troc’hàn a resont e c’houg gant un taul haich an 13 ebriel 586 ; Doue a eure ractal anaveout ar gloar eus e verzer. Ur gân melodius a voe clevet, hac ur sclærigen celestiel voe guelet er prison. Recared breur ar sant, en em gouvertissas gant ar bobl e dad malhurus en defoe queuz ha disesper eus e action barbar ; anaveout a eure ar virionez, mæs an aon rac coll e drôn a ampechas e gonversion

  1. Da lâret eo : Leovigild. [Notenn gant Wikimammenn]