René PRUD’HOMME, 1905  (p. 67-68)



IV


AN NEVEZ-AMZER

——


D’an Aot. Y. Peron, Mestr-Skol.


Tremenet eo ar goanv kriz, an erc’h, an avel foll,
Hag e harz ar meneziou e par breman an heol ;
Setu ar vuez adarre o tizrei e peb tra,
Ar prajeier, an dero, a deu prim da c’hlaza.

Ar bokedou a ziouan, a vleun en eun dervez,
E skourrou gwez ar girsier setu deliou nevez !
Goude tri miz enouuz pebeuz dudi tremen
Dindan bannou heol skeduz tostik d’eun eienen !

Ar c’hlanvour paour a zilez gand plijadur he di
Vit kemeret ear iac’huz ar roz hag al lili ;
Ar vugaligou trouzuz a gar ive c’hoari
D’ar iaou, da zul, d’ar vakans, dindan gwez ar vali.

Da c’houlou deiz, ar gwenan, ha prez braz warnezho,
A nij gand herr en envou, o klask ar bokedo ;
An eunigou a labour evit ober ho neiz ;
Er parkeier, er c’hoajou, e kanont hed an deiz.

Ar gwenneli d’oa tec’het araok ar gwall amzer,
E maint dizro adarre gand ar c’henta tomder ;

Al loened kaset d’ar prad, a beur an dachen c’hlaz,
Ar yeod tener distrempet gand gliz an envou c’hoaz.

Setu an nevez-amzer, setu an amzer gaer,
Dizro poent ar pardoniou da bere hzaimp seder ;
Pegement e vimp eüruz o vont d’ar chapeliou
Hadet e bro Breiz-Izel evel perlezennou.

Kanomp a vouez huel, kanomp oll gand dudi !
Kanomp an nevez-amzer, kanomp oll dizoursi !
Kanomp war ar meneziou, kanomp en traoniennou,
War gern reier hon aochou, hag er valanegou !


————