L. Prud’homme, 1817  (p. 250-251)
◄  Ar Gommunion An Nouen An Urz  ►


Ar Sacramant a Nouen.

An Nouen a so ur sacramant peini a ro d’an dud clanv an ners da suporti gant patiantet ar c’hlenvet, a effaç ar pec’hejo pere ne dint quet c’hoas pardonet, hac a ro deze ar yec’het mar deo a propos evit silvidiguez o c’hine.

Dre ar c’homso-se fontet voar institution an Nouen, eo certen penaus en deus J. C. instituet ar sacramant-màn. Un articl eo eus on fe. Ar Vadiziant hac ar Binigen a so sacramancho an dud varo, hanvet erguisse abalamour ma roont ar vuez d’an ine maro dre ar pec’het peini a effaçont. Theologianet a gred eo ar sacramant a Nouen sacramant ar re varo abalamour ma effaç ar rest eus ar pec’hejo. Jesus-Christ n’en deus quet instituet ar sacramant-màn evit effaci directamant ar pec’het ; ha ma ne eller quet covessaat quent evit en receo, e tleer en em excitàn d’ar gontrition ha goulen an absolven. Ar sacramant-màn a henver an onction divezàn, abalamour ma zeo ar sacramant divezàn a receo ar c’hristen. E Vatier eo an Oleo biniguet gant an Escop d’ar yaou Guemblit. Pep Belec deputet gant an Ilis a ell en administràn ; ar c’homso a lavar en ur frotàn ar squiencho naturel gant an Oleo, eo form ar sacramant. Avoalc’h eo bezàn dangerusamant clanv evit receo ar sacramant-màn. En repeti a eller, n’en deo quet necesser en receo evit bezàn Salvet ; mæs red ve bezàn ennemi d’e ine ha da Doue, evit negligeàn d’en receo. Ret eo en receo gant fe, er speret a beden, a binigen, a c’hlac’har hac a resi gnation da volontez Doue : ar pez a discoe ne dleer quet gortos ar momet divezàn evit en receo, mæs en goulen, mar deo possubl, en queit a ma zomp en on anaoudeguez vad. Ar c’hlanvour a dle quent an Nouen, laquaat urz en e affero temporel, ma n’en deus-àn deja groet ; enpad an Nouen ober acto a gontrition voar an oll bec’hejo cometet dre ar squiencho naturel, ancouat treo ar bed-màn ha songeal en eternite. An asistantet prosternet d’an douar, a bedo evit an den clanv, en ur songeal serieusamant peguen neubeut e tleomp contàn voar ar vuez bresant hac ar mado perissabl eus ar bed-màn. Evurus ar c’hristen armet er momet divezàn a groas J. C. e Redampteur ha prest da vezàn e Varner. Ah ! peguen douç eo dezàn unissàn e boanio gant re on Salver, ho sanctifiàn dre ar guel eus ar grucifi da beini e poco gant carantez, ha mervel entre divrec’h J. C. ! An drouc-speret o velet ar sign adorabl eus on Redamption a deu d’en em retiràn evit lezel da jamæs ar c’hristen entre daouarn e Doue. Na eller receo ar sacramant-màn nemet dre Veleyen catholiq.