L. Prud’homme, 1817  (p. 175-178)


An Oferen.

Jesus-Christ Belec souveræn ha Victim assambles, a instituas ar sacrifiç eus an Oferen d’ar yaou Guemblit, hac a roas pouar d’an Ebestel ha d’ar Veleyen da ober ar pez a instituas, da laret eo, da offr ar sacrifiç adorabl. Sacrifiç an Auter ha hini ar Groas a so ar memes sacrifiç. N’en deus naс en env naс en douar sa crifiç muy agreabl da Zoue, muy consolant evit ar gristenien ; rac netra ne deo muy capabl da apaesi coler Doue evit offr dezàn e Vap muyàn caret. Dre ar sacrifiç adorabl e rentomp graç da Doue, e recevomp e c’hraço, an oll soulageamant quen evidomp quen evit an ineo eus ar purgatoar ; rac ar sacrifiç eus an Oferen a offrer da Doue evit ar re veo hac ar re varo. Exceptet an ineo daonet evit pere n’en deus quet a remission, ar fe a disq dimp penaus an ineo eus ar purgatoar a so soulaget dre on pedenno, on œuvro mad, mæs surtout dre ar sacrifiç eus an Oferen.

Na henver publicamant en Oferen nemet ar gatholiquet. Nemet deiz guener ar Groas ne beder publicamant evit ar Bayanet. Speret an Ilis eo pedi evite en secret, evit goulen digant Doue o c’honversion, evel hini an heretiquet ha schismatiquet.

Gant fe, confianç, respet ha devotion e tle pep den asistàn en Oferen.

1°. Gant fe ; a-nez ar fe eo impossubl plijout da Doue. Ar fe a disq dimp ar mysterio precius eus ar sacrifiç adorabl.

2°. Gant confianç ; n’en deus netra muy capаbl da souten confianç ar pec’her paour evit J. C. peini en em offr e-unan da Doue evidomp-oll.

3°. Gant respet. N’en deus er Religion action ebet da vezàn comparaget gant ar sacrifiç divin eus an Oferen. Jesus Christ en em offr e-unan d’e Dad eternel, ha nîn a dle en em offr gantàn ; rаc ne asistomp en Oferen nemet evit apæsi coler Doue, goulen e c’hraço hac en trugarecaat.

4°. Gant devotion. En Oferen e tanfeer ar recompanç eus ar gloar eternel, Ur prenv douar refus a raïo-àn e galon d’an hini dirac peini an Ælez eus an env a deu da grenàn gant respet ? An Auter invisiblamant trôn eus an Dreindet a so antouret gant an Ælez enpad ar sacrifiç a Vap unic an Tad eternel, oll joa an env hac an douar, ha nîn a vezo indifferant, ep modesti, ep devotion, ep carantez evit un Doue, en amser memes eus ar sacrifiç eus e garantez evidomp ? N’en don quet estonet, o ma Jesus, ma castiet ar bed malhurus-màn ! Insultet oc’h en o carantez memes. O pugale ne dint quen o pugale ; allas c’hui ne vefet quen ive o Doue ! Mezus eo comportamant ar gristenien : horreur am eus ous o c’hompren. О c’hui pere a alfe c’hoas bezàn dign eus an hano a douguet, pelleet dious an dud impi ; preparet quent ar sacrifiç hac o corf hac o speret. Enpad ma offret,

1°. Songet en maro ha passion on Salver ; heuliet-àn en e oll boanio soufret evidomp, hac en e varo voar Menez Calvar.

2°. En em offret gantàn da Doue, ha n’o pezet quen bolonte nemet e hini.

3°. En em burifiet da vianàn dre un act a gontrition, evel un hosti beo, santel hac agreabl da Doue.

4°. Jesus en em offr hac en em humili evit gloar e Dad : en em humiliet ive evit ma recevo en e c’hloar o c’hine paour.

5°. Evit bezàn satisfiet on Salver evidomp, on deus c’hoas ezom a bardon ; rac allas on fec’hejo a so pemdiec : mar mancomp da aplica d’on ine ar bris eus on Redamption, birviquen na vezomp salvet. Sevet eta o speret bete menez Calvar ; asistet en Oferen evel m’o pize-àn groet o velet enno Jesus o vervel evidomp. Bezàn so cals a heurio en pere e quever ar fæçon da asistàn ha da brofitàn eus ar sacrifiç adorabl eus an Oferen. Evurus an ini e defo asistet enni evel ma zeo dleet. Dre breferanç e voar obliget da asistan en Oferen bred e Barous ; an Ilis en ordren, hac a c’hourdrous excomuniàn piou benac a vanco d’an dever-se tri Sul dious-tu, evel ma excomuni en effet piou-benac a asist enni a enep e gourc’hemen hac e difen. Obeisset d’an Iiis, pe n’en deus quet a silvidiguez evidoc’h.
HISTOAR.

Doue pa ordrenas d’ar Judevien dibri an oan paschal, a ordrenas deze ar fæçon d’e dibri ; eus o sao, ur vaz en o dorn evel tud prest da bartiàn. Mæs an urz rigourussàn e voa da vercàn gant goad an oan ar penn huelàn a bep door el lec’h ma vige debret an oan, evit pa aruje an Æl da squeian tyer-all, na rage drouc ebet d’ar re a vige merquet. Doue en creiz an noz a scoas an oll grouadurien eus an Egipt. Pharaon a savas en creiz an noz, mantret a varo e vap ena. Ar memes tra a voa aruet en pep ty. An Egiptianet a voa spouronet ; ar Judevien n’o defoa drouc ebet. D’ar goad precius eus ar guir oan Jesus Christ e tlefoa ar Judevien ar faveur, an delivranç-se. Quent donediguez on Salver e c’hellet en em glem en esclavaich, mæs na elle den sortial anezi. Jesus-Christ en deus on delivret. En trugare eus ar c’hraç-se eo bemdez renouvellet on delivranç er sacrifiç adorabl eus an Oferen, anfin evit m’or bezo sonch a Jesus-Christ on Salver, on victim hac on oan paschal.