Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 175)



AN OFEREN ZANTEL
————


I. — En Oferen, hon Zalver a unan e vouez gant re ar gristenien a zo en ilis, evit enori Doue ha goulen e c’hrasou. N’euz netra kaeroc’h eta na peden ebet krenvoc’h eget an Oferen zantel.

C’houec’h loden zo en Oferen :

Ar Pedenou : Introït, Confiteor, Kyrie, Gloria, Oremus.

Ar C’henteliou : Abostol, Aviel, Credo.

An Ofransou, beteg ar Sanctus.

Ar Goureou, beteg ar Bater.

Ar Gomunion, beteg an Dominus vobiscum... Oremus.

Ar Pen Divezan, ken na guita ar belek an Oter.

————


II. — Evit heuil erfad an Oferen e renker zevel ar speret etrezeg Jezus war an Oter, ha Doue e Dad e lein an Env, goude bezan goulenet zikour ar Werches hag ar zent a reer o gouel.

Neuze ec’h eo talvoudus, pa na ganer ket, lenn gant evez unan benag eur ar c’hantikou a gaver aman. Ar c’hantik a zo eur beden ; e peb ger a zo splanijen ha tomder.

Amzer ar Pedenou hag ar C’henteliou kemeret kantikou ar Werc’hes, ar zent, ar finvezou divezan, ar vue gristen... Amzer an Ofransou, kantikou ar Galon-Zakr... Amzer ar Goureou, kantikou ar Zakramant.., Goude, kantikou ar Gomunion : ha re an Anoudeges-vad, 21, 22, 23, 102, 115.

Mad eo ive laret ar Chapelet en eur brederian war ar misteriou, 35, 36, 37.


————