An Ozac’h kos hag e vugale





XXVII


AN OZAC’H KOS HAG E VUGALE


――――――


Kinniget en envor
D’Audren a Gerdrel,
Den reis, a rae enor
D’e vro Breiz-Izel.


Eur Breizad kos, hag a ouie
Ne vannche ken pell er bed-mañ,
P’hen jeche an douar gantañ,
A c’houlas rei d’e vugale
Araug dispartïañ dioute
Eur gentel deus ar re wellañ.

Gant peder baz hag eur c’hevre
E reas eur pakad a-zoare,

Hag e lavaras d’e dri mab :
— Pa ’z oc’h pautred dious an dibab,
Herve ’m eus klewet gant ho mam,
Gwelomp pini hallo terri
Ar strollad-mañ ’bars en daou dam :
Beañ ’n o eur pris digani. —

Paul, ’n henañ, gonideg kalet,
A dap ar stroll-ze, ha raktal
Ous e c’hlin deo ’n eus-hañ laket ;
Hag heñ dre i holl nerz poanial
’N esper d’e zaouhanteri net.
’Mañ bout-divout, ’mañ chech-dijech ;
Ec’h ehan, ec’h hadkrog meurwech ;
Ec’h ehan meurwech, ec’h hadkrog,
’Wit man : n’her plegas ket zoken.

— N’oñ ket ’wid an tam fagoden,
Mui ’get laouenan ’wit barr dir,
’Meañ gant huanaden hir,
Hag heñ o sec’hañ ar c’houezen
A zeu dious e benn gleb-dour-teil ;
Red eo d’iñ hen lezel d’an eil.
Te, bet trec’h en triouac’h gouren,
Kaourintin, esa ; ha chans d’it ! —

Hemañ, ’oa eur gourenner krenv,
Gwevn e izili hag eskwit,
A skwiz neuze i elfo tenv
C’houeet tenn ; hep muioc’h gonit.
— Anez eur sikour deus an Nenv,
’Gav ket d’iñ ’n efe den ar maout.
Da dro Ouanig ! sur eo d’e gaout


Mar be gwir ar marvailho kos
A gont kea brao, d’abarde-nos ;
Pa eo heñ gwidor ar vreudeur,
Elec’h ma vankas an daou vras
Ec’h ay, onn ’vat, gantañ, trec’heur,
Aour, prinsez kaer, hag enor meur ! —

Hogen Ervoan ive ’c’houitas,
Ewitañ da veañ pautr zart
Hag en pep sord labour ampart :
’Wid ober berz, ’renkche kaout c’hoas
Sort na oa ket gantañ, siouas !
Goalen pe louzo talvoudus
Da zeveni treo burzudus…


— Ac’han ta ! entrezoc’h, tri gwas,
’Me ’a tad, n’oc’h ’met tud klouarik,
Goan ha sempl, lausk ha gwiridik :
Gwir eo ec’h a ’r bed goas-oc’h-oas !
Mar chomfe d’iñ eun elvennik
Eus an nerz am oa, me ’m eus jonch,
Pa zihoane morblu d’am gronch,
Pa zihoane d’am gronch morblu,
(An deio kaer-hont nedint mu ! )
Me c’hoarife enep d’oc’h-hu ;
Ya, c’hoari rafen enep d’oc’h
Hag e trec’hfen… Ma, tankerru !
Neket laret na rin gwelloc’h

War bouez ma divrec’h ha m’ daoulin :
Gwelet e vo !

          ’N eur vousc’hoerzin
Ha digor-frank o daoulagad,
’Mañ ’r bautred sellet ous o zad ;
’Mañ ’r bautred sellet ous o zad
O sonjal : Komz a ra ’wit mad ?
Hag o c’hortoz ’sort ha d’ober.

Dieren eure ar pakad,
Ma koueas distag ar bejer ;
Ken seder ha tra, neuze ’lak,
Unan ’pen e c’hlin, hag her strak ;
’Stase ’torr eun all dre ’n hanter,
Hag eun deirvet ; hag o lezel
An diweañ, e lar : — Honnez

A virfet bepret gant evez
En envor d’iñ ha d’am c’hentel :
N’eus galloud hep kevredigez.
’Vel ma tisk d’imp an Avïel,
Pep tïegez pe rouantelez
’Zo dizunvan, a ya da goll.
Choui ’wel splan, ’vel ’n eur mezelour,
N’hallo man ouzoc’h ’n enebour,
Ma ’pe youl-grenv d’em zerc’hel holl,
Tri fen-baz kevreet ’n eur stroll ;
Elec’h, avat, d’en em zikour,
Mar da pepini en e roll,
E vo graet anoc’h goab ha c’hoerz,
Laket war ho mado ar werz,
Ha c’hoarïet naouspet goall-dol :
Gant an unvaniez ’mañ an nerz ! —

Alïes ar seurt kelenno
A vije, pelloc’h, ’n e c’heno ;
C’hoas, pa oe war e dremenvan,
D’e vibien, tost d’añ, en goelvan,
’Lere ar c’hoziad : — Kenavo !
Me ya davet ma gourdado ;
’N em glevet, chomet a-unan,
Bugale gaes, bras ha bihan ;
Paul, ha Kaourintin, hag Ervoan,
’N em glevet ! chomet a-unan ! —