René PRUD’HOMME, 1905  (p. 81-84)



X


AN TAD KOZ

——


Da L. Thomas, amezek gwechall.


Marteze n’anvezit euz Adam nag Eva
An tad-koz a hanvomp Per-an-ti-all ama ?

Pevar ugent vloaz zo e ma dre Gerzadiou
O labourat bemdez parkeier he dadou.

N’eo ket red d’in laret ez eo gwenn-erc’h he vleo,
Ar re da vihana zo war he benn hirio ;
Kroummet dindan an oad, eur penn-baz en he zorn,
Per-an-ti-all zo c’hoaz ennhan yac’h an askorn.

An tad-koz a zo bet a zoug ar veach eur skouer ;
Er gear hag en arme, aketuz d’he zever,
Kalonek gand an oll, gand he Zoue feal,
Eur gwir benn-tiegez, setu Per-an-ti-all !

Doue hen deuz skuillet bennoz gand largentez
War he vugaligou, war he oll diegez ;
Diou verc’h leanezed, hag eur mab beleget !
A ! evit an tad-koz pegement vo pedet !


Tri-all zo demezet hag ho deuz kemeret
En ho c’harg an douar gand an tad-koz lezet.
Pebeuz urz vad ama ! Nag a unvaniez !
Setu penaoz tlefe beza peb tiegez !

Er goanv, ’kichen an tan, da c’hortoz ar c’housket,
Epad ar veilladek, en eur c’houngn azezet,
Ez eo plijadurus he glevet o konta
Forz marvaillou giz koz, diwar-benn ar vro-ma.

Me gret start e chomfet, hep tamm keuz d’ar gweleou,
Beteg an hanter noz bammet oll d’he zelaou.
A drugare Doue, ne vank ket a furnez,
Ha d’an taol a nav heur e ro sin an divez.

Pa ia bep sul d’ar vourc’h, an tad-koz a gemer
Pevar gwennek louet e goueled he yalc’h ler ;
Muioc’h na nebeutoc’h, defot n’hen deveuz ket :
Setu e pe zoare vezont ganthan teuzet.

Ar gwennegig kenta vo roet d’ar paour kez dall,
A zo war an hent braz duze ouz he c’hedal ;
Per hen anavez mad, tost d’ugent vloaz a zo,
Eun tenn-min hen lezaz dall-pud evit atao !

Per-an-ti-all en deuz eur garantez wirion
Evit ar re varo, evit an oll Anaon ;
An eil gwennek d’ezho a roi en aluzen
Pa gesto ar fablig epad an oferen.


Marteze c’houi gred d’eoc’h ez a gand an daou-all
Da eva gwin-ardant d’eun hostaliri fall ?…
Abarz distrei d’ar gear, bremaik war an dachen,
E preno madigou d’eun toullad mipien.

Gwechall n’anvezet ket etouez ar yaouankiz
An dispignou diboell, didalvoud e peb giz…
It d’al leac’h ma karfoc’h, d’ar fest, d’ar pardoniou,
Nag a arc’hant o ruill war ar c’hontouerou !

Gwechall, hon tadou koz a esperne ho zra,
Na deuzent ho madou nepred evit netra.
Ha n’eo ket eun netra ar gwin ardant hanvet,
A ra kement a zrouk d’eomp-ni oll, Bretoned ?…


————