An Tremener - Barzhonegoù


An Tremener
Barzhonegoù



Kroaz ar Vretoned
1898-1900



EN RIBL AR STER
————


Ponner e oa ma zreid, ha ma c’hein daoubleged ;
Ar c’houezen a ruilhe war ma zal poultrennet,
Ha skuiz e oan o vont ma-unan dre an hent,
Goloet ha meinek dre belec’h e kerzen.

Goude bean kerzet pell braz ha gand anken,
Dam-dost d’ar c’huz-heol, ’n em geviz ’n eun draouien
Leun a freskadurez lec‘h e ruilhe eur ster,
Gorrek ha dudiuz, a-dreuz d’ar prajeier.

’Vit diskuiza eun tamm e riz eun azeïk
En ribl ar ster, ’n eul lec’h gwasked. Eul labouzik
A gane ust d’am fenn e ganaouen lirzin,
’N eur veska e vouezik gant trouzik eur vilin.

Den ebet war an hent, den ebet er parko,
’Vel pa vije dre-holl tremenet ar maro.
Er pello, koulskoude, ’kleved c’hoaz o vlejal
Ar zaout, ha chas tagnouz war o lerc‘h o c’harzal.

A-benn eur pennadik, eun den a dremenaz,
Touet a re Doue ’vel eun diloster chas ;
Skrijal a re eneb d’an Nenv ha d’an douar,
Ha skei ’re didrue ar marc’h oa ouz e garr.
 
’N eur welet an dra-ze, glac’haret ma c’halon,
E zonjiz kement-ma : Ar ster ’c’h a d’ar mor don,
Al labouzik a gan meulodi da Zoue
’Kichen an nez an euz kuzet e-mesk ar gwe ;

An heol, ’pad an de, a sklerijenn ar bed,
Ha pa ’c’h arri an noz, al loar hag ar stered
A deu da lugerni en bolz c’hlaz an Nenvo,
Ken skeduz ha ken splann evel eledigo.

An holl dreo krouet, ’n eur gir, ’ra an dever
Zo bet gourc‘hemened d’eze gant o C’hrouer.
An den hepken, an den, eur c‘hrouadur dispar
Dibabet gant Doue evit ren un douar,

’Deu da zevel e vouez eneb an Doue-ze,
Ha da lakat e nerz, e spered, e vue,
D’ober brezel d’Ean en eur stumm ken euzuz
Ken a denn war ar bed ar gwalleurio spountuz.

Doue, Rener peb tra, pa ’z oc’h holl-c’halloudek,
Gret ma vezo an den ’n ho servij kalonek,
Reit nerz d’e volante, d’e speret sklerijenn,
Evit ma c’h ei d’an Nenv d’he meuli da viken.

An Tremener.
29 a viz mae 1898.


AR BUGEL HAG AR MARO
————


An heol a skuilh war an douar
E sklerijen vadelezuz ;
Kas ’ra kuit anken ha glac’har,
Ha renti ’ra an holl joauz.

Er c’halonou e lak ’bue.
Mez evid distruj e labour,
Me ’wel an Ankou didrue
’Lemma e valc’h dibalamour.

En ribl ar ster, eur bugelik
A red, a c’hoari hag a gan ;
Tridal a ra e galonik ;
Na oar ket ’zo er bed-ma poan.

Diwall, ma bugel, o diwall !
Na dostaes ket re d’an dour
Me ’wel aze, ’n eur c’horn tenval
A dost d’id, skeuden eun treitour…

Mez ar bugelik, dibreder,
A red hep zonjal droug ebed…
E droad a ruz, ha ’barz ar ster
Ar paourik kez a zo koueet.

Kenavo brema, tad ha mam !
Kenavo kerent, 'mignoned !
Kenavo c’hoario divlam,
Ha c’houi, bokedo alaouret !

Klevet e oe eur skrijaden
O sevel, euzuz ’ust d’an dour :
Mouez ar bugel kez o c’houlen,
En hanv Doue : Zikour ! Zikour !

Zikour ebet na arruas,
Hag ar bugelik gwall-euruz
Buhan d’an doun a ziskennas,
Na pebez maro truezuz !

Evel-se ive, aliez,
Arru gant an den er bed-ma :
’Wecho, ’n eur glask al levenez,
E kav ar maro ar c’houerva.

An Tremener.
Miz Even 1898


AR FALC’HER
————


An heol a strink skeduz a-dreist d’ar meneio,
Har a ra lugerni ar gliz war ar branko ;
Er c’hoajo e klever richan al laboused,
Dudiuz, ’dreuz d’ar gwe gant an avel douget,

En tour an iliz koant ar c’hleier ’zav o mouez
Da zigas zonj d’an holl deuz an anaon kez
Galvet d’ober o feuc'h gant an otro Doue,
Hag a lar d’ar re veo pedi stard evit-e.

Eun den e-kreiz e noad, skanv ha zeder a ia
He-unan gand an hent, gant eur falc’h war e skoa,
Hag en eun dorn d’ean eur voutaillad jist mad…
A-benn en-berr d’an noz ’vo falc’het foenn er prad.

Diwisket e borpan, tronset e vilgino,
E rocheden dibrenn, e askle dizolo,
Lemmet gant-an e falc’h, e krog gant e labour,
Dindan an heol skeduz a lak an treo flour.

Ar yeot glaz war e lerc'h a goe founnuz-founnuz,
Hag o welet anê, ’kreiz al labour poaniuz
A ra d’eur c’houezen stank redek diouz e dal,
E galon gant ar joa ’n em laka da dridal,

« ’Vid ar bla, emean, pa deuo ar goanv kri,
Ma loened en o c’hraou ’nevo foenn da dibri ;

Ma c’hezk, a dra zur, a deuo tomm o goad,
Ha ma zaout, gwellaet, a roio d’in lez mad.

« Ha mar plij da Zoue, ’zo bras e vadelez,
Skuilh e vennoz warn-on ha war ma ziegez,
Me a vo peet mad deus ar boan ’m euz hirie,
Ha kichen eun tantad me diskuizo neuze… »

O sonjal kement-se e kav e nerz kresket ;
E falc’h e-mesk ar yeot a red buhan bepred,
Ha daoust d’ar c’houezen ’zo deuz e dal o redek,
Ankouaet ’ra e boan, mui-ouz-mui kalonek.

Eur veach an amzer e chom eur pennadik
Ha mont a ra laouen d’evan eur bannac’hik
Deuz ar voutaill kuzet du-hont en troad ar c’hleu,
Rag an heol a zo tomm, hag ar sec’hed a deu.

… Sethu an abardae : Achu eo an devez,
Ar falc’her ia d’ar gear ha gant-an levenez.
Skuiz eo, ha war an hent e dreid a goe pouner ;
Mez e galon bepred ’zo evruz ha zeder.

Gwelet a ra e di, du-hont ’barz an draonien,
Ha deuz ar siminal e sav eur vogeden ;
Bremaïk, gant e wreg ha gant e vugale
E tebro zouben vad, ouz an dol ’n e goaze.

…Bean zo eur falc’her ha na ve skuiz kammed,
Falc’had a ra an dud dre bevar c’horn ar bed,
Ha heb bean lemmet, e falc’h ve lemm delc’h-mad ;
Heb dale, marteze, e teuo d’hon falc’had.

An Tremener.
29 a viz Gouelen 1898.


HUNVRE
————


Eun dispac’h vraz oa bet en Breiz-Izel hon Bro :
Tud fall, mouget gant-e ar fe ’n o c’halono,
A nefoa fellet d’ê ober d’hon c’henvroïz
Stourm eneb da Zoue hag eneb d’e Iliz ;
Hag en hon Breiz, siouaz ! — truez eo hen laret,
Kalz d’ar varmouzien-ze a oa bet ’n em werzet.

En amzer-ze, amzer a oa meurbed spontuz,
— Zonjal enn-i hirie a zo d’in gwell-boaniuz !
Na vije klevet ken en ker hag er mezio
Nemet tud digristen o sevel o mouezio
Da gana zonio lik, ha da lakat da ren
Eur fals kreden bennag e-barz kalon an den.

Gizio hon zadou koz hag o iez binniget
Gand an dispac’herien a oa bet distrujet :
Skrivagnerien, gwerzet o vluen da dud gall,
A skrive evit-ê levrio disleal,
Livet enn-ê gevier a-eneb d’hon zent koz,
Rag war ar zent, dreist-holl, e tolent o malloz.

Chomet oa, koulskoude, c’hoaz eun denik bennag
Ouz ar gizio, ar iez, ar zent ha Doue stag,
Hag a laboure stard evid harz da goueza
Ar pez a vad a oa lezet c’hoaz en e za,
Mez ze a ao nebeut ’mesk ar fall o tiroll,
Ha Breiz-Izel, siouaz ! a renkas mont da goll…

— o —

Breiziz, ma breudeur ker, mar ’peuz c’hoant da vired
Na deufe an hunvre am eus d’ec’h displeget
Da vean gwir eun de, hebdale marteze,
Zevet holl en ho sav da stourm evid Doue,
Ho Kustumo, ho iez, hag holl zent koz ho Pro ;
Anez-ze, em euz aon, hon Breiz ’ia d’ar maro…

Miz Gouelen 1898.

An Tremener.


ROIDIGEZ AR PRIJO
————


Kempennet eo ar zal ’n eur stumm ken deread
Ken ac’h eo enn dudi evid an daoulagad :
Ouz ar mogerio gwenn ardamezou aouret
A lugern ken skeduz hag an heol binniget ;
A-hed an treusto derv e red garlantezio,
Hag er prenecho ’zo displeget bannielo.

Eun theat ’zo zavet en eur penn deus ar zal ;
Ar skolaerien yaouank ia enon da farsal :
’Wecho reont c'hoarzin, a-wecho-all gouelan,
Ha peb-hini anê a ra deuz e wellan ;
Azeet war banko, ar c’herent, aketuz,
A ro skouarn d’o c’hlevet, heg holl ’c’h int evuruz.

Pep an amzer, pa ve tavet ar vugale,
Zonerien ijinuz ’vel na ve ket bemde
’C’hoari gant gwiegez, hag o zono sklentin
’Laka ar c’halono laouen, drant ha lirin.
Zeblantin ’ra d’an holl ’c’h int zavet d’an Nenvo
Da glevet, eur pennad, kan an Eledigo…

— o —

…Chetu achu ar fars, tavet ar zonerien
Ar mestr braz ’neuz roet kuzul d’ar skolaerien.
Ar c’herent a selaou, ha war ar zal a-bez
E koe eur zioulder dispar ha dianvez,
Rag Krog ’oar da henvel ar prijo goneet,
Ha da rei aneze d’an neb ec’h int dleet.

Du-hont, e-mesk ar bobl ’barz ar renk diwean,
Eur vamm deut war an oad, gwisket ’vel ar paouran
A selaou gant dudi gervel he mab yaouank,
Ha gant al levenez, an daerou a red stank
War e diou jod krizet gant ar boan hag an oad,
Hag en he gwaziou birvi a ra he goad.

He mab en-pad ar bla an euz labouret stard ;
Gwelet ’ra anean, du-hont, laouen ha sart,
Ha gant-an eur vriad prijo brao alaouret,
E-touez an otronez souezet o welet
Eun testeni ken skler deuz e skiant dispar,
E sentidigez vraz, hag e aket heb-par.

Gand e vriad prijo, arri eo ’n he c’hichen
Ha hep fouge ebet ’ro d’ei e gurunen ;
Hag ar vamm gez neuze, gant ar joa ar vrasan
A gurun he mabik ’n eur vriata ’nean ;
Hag ar briata-ze a gas pell diout-i
Ar zonj ken ankenius dimeuz e foanio kri.

— o —

Kaeran de, marteze, ’zo en bue eur vamm
A gas he bugale da heuilh skoliou divlamm
Eo an de ma kurun anê dirag an holl ;
Kement-se, a dra zur, ’zo ’vit-i eun digoll
Deuz an diouer poaniuz e deuz bet a bep tra
Evid derc’hel anê er skol e-pad ar bla.

Skolaerien dieguz, mar n’oc’h ket kollet krenn,
Ha mar zo chomet c’hoaz eun tamm poell en ho penn,
Zonjet en ho kerent a labour noz ha de
Dindan an holl amzer, an heol hag an arne,
Da c’honid peadra da bean ho mestro ;
Labouret ’vid digoll anê deuz o foanio.

An Tremener.
1 a viz Eost 1898.


GAIR DUW GOREU DYSG. ANVEOUT DOUE DA GENTA


AR MESAER
————


Nan on ’met eur bugel bihan,
Eur paour kez mesaer denved :
Neubet a dra anavean,
Ha n’am euz ket gwall a spered,

Na ouffen ket displega skler
Nag ar fizik nag ar chimi ;
Ar chiffo gomprennan ket kaer,
Nag ive an astronomi.

— o —

Brema, herve klevan laret,
Er skolio d’ar vugale holl
An treo-ze a ve displeget
N’o ouzon ket… D’in pebez koll !…

Ma zad ha ma mamm a oa paour,
Ha ’daleg an noad a zek vla,
Pa n’am oa nag arc’hant nag aour,
’Meuz renket gonid ma bara.

Dre-ze, er skol n’on ket bet pell :
Goud ’ran a-vec’h lenn ha skrivan,
Niveri eun tamm, waz pe well…
N’eo ket a-walc’h ze ’vid bevan ?

— o —

Pa oan o heuilh ar c’hatekiz,
Ma verson koz a lavare :
« Evid-oc’h ’vo eun dra iskiz
Mar n’anavezet ket Doue… »

Hag aboue, war ar meneio,
Er c’hoajo hag en hencho braz,
El lanneier hag er prajo,
Ha, dreist-holl, en bolz an nenv glaz

En euz klasket Doue dalc’h-mad,
’Vid gwelloc’h hen anavezout :
Dre-holl ’m euz welet e lagad,
Dre-holl ’m euz gwelet e c’halloud.

Sethu aze ma diskamant :
Anveout Doue da gentan.
Kalz a lavar on diskiant :
Pe int pe me eo ar vuran ?

An Tremener.
E miz Eost 1898.


HUANADOU EUR ZOUDARD
————


Me oar eun ti toet en glaz,
Dirag eur c’hoat kistin ha fo :
Deuz ar gambr ’weler ar mor braz,
Tourio, kestel, hag ilizo.

Eno ’meuz bet evurusdet
E-kichen ma mamm ha ma zad,
Ma breudeur ha ma c’hoarezet,
Ha breman em euz kalonad.

Ma Breiz-Izel em euz kuiteet
Bean zo tri bla pe war-dro ;
Da goste Pariz ec’h on et
Da zervji ar Franz, ma bro.

Aboue, evel an dour a ruilh
Em euz baleet war dre-holl,
Hag em euz bet kalz a drubuilh
O vevan e-mesk tud diroll.

Gwech-all, d’ar zul ha d’ar gouelio,
’C’h en da glevet an oferen ;
Hag aliez ar gouspero
A c’heulien ive penn-da-benn.

Aman, d’ar zul ’vel d’ar pemde
E ve red mad labourat stard,
Heb gallout zonjal en ine…
Hag hen ’n euz ine eur zoudard ?…

— ’N euz ket, herve lavare d’in
Eun devez eur mestr digristen.
En despet da ze, me gav kri
Bevan ’vel eun den hep kreden.

Pegoulz ’ta ’teuio an amzer
Ma c’hellin, pell deuz an dud fall,
Daoulinan dirag an aoter
’N em iliz-parouz ’vel gwech-all ?

Pegoulz e c’hellin me komz c’hoaz,
Heb aoun ebed, ar brezonek,
Iez ar zent koz hag a varvaz
Evid o fe, ken kalonek ?

Pegoulz ’c’hellin-me, gant ma zad,
El lanneier hag er parko,
’N em lakat c’hoaz da labourat,
Zeder, dindan bolz an Nenvo ?

Zerviji ar Vro, me hen goar,
D’eun den yaouank ’zo enoruz :
An hini labour an douar
D'e vro ive ’zo talvouduz.

E miz Gwengolo 1898.
An Tremener.


MOUEZIOU AR VERED
————


’Tro mare ar c’huz-heol e oan ’n em gad, eun de,
Glac’haret ma c’halon, o pedi war eur be.
Ar glaz-noz a zone, klemmuz, e-barz an tour,
Klemmuz ’vel mouez eun den poaniet o c’houll zikour.

Mouez ar bugel tener

Eun nebeudig amzer goude an Anjelus,
’Zeblantas d’in klevet eur vouezik dudiuz
O sevel tam-ha-tam e-kreiz ar sioulder,
Eur vouez flour ’vel hini eur bugel c’hoaz tener.

« Ma Doue, a lere, me ho trugareka
D’am bean kemeret, ’barz ma oad tenera.
Ma vijen bet chomet ’mesk fallentez ar bed,
Marteze ’vid biken me ’vije ’n em gollet.

« Lec’h ho meuli brema e lein ar baradoz,
En ifern islonkuz, o krial mil malloz
Eneb d’ec’h hag eneb d’ho lealded dispar,
Me ’vije da viken, mantret gant ar glac’har.

« Ma zad ha ma mamm ger, dizec’het ho taerou,
Ha lezet c’hoaz ar joa da dont ’n ho kalonou ;
Rag me ’zo lakeet evuruz gant Doue,
Hep bean anveet trubuilho ar vue.

« Me ’zo evel beuet en eur mor a dudi,
Gant ar zent, an ele hag ar Werc’hez Vari.
Erbedi ’ran ’vid-oc’h ha ma feden, avad,
Gant an otro Doue ’ve selaouet dalc’h-mad… »

Mouez eun den bet kollet gand plijadurezo ar bed

Ar c’homzou-se ’re d’in ankouaat ma glac’har
Ha sevel ma spered pell dimeuz an douar…
Pa davas ar bugel, kenkent en eur c’horn all,
E kleviz eur vouez skiltr gant konnar o krial.

« Malloz d’ar bed, malloz d’e c’hiziou milliget ;
«Malloz d’an dansou lik, ijin an drouk-spered !
«Malloz d’ar re o deuz stlabeet dre ar vro
«Kanaouennou hudur, da goll an ineo !

«Malloz d’ar veventi ’deu da diskar an den
Hag a lak anean ken izel hag eul loen,
En eur ober d’ean koll e dam skiant vad
Ha gwerza e ine evid eur chopinad.

« Malloz d’an tadou kri, d’ar mammou didrue
Nan int ket aketuz da rein d’o bugale
Kelennadurez vad, deskadurez gwirion,
’Vid lakât ar furnez da greski ’n o c’halon.

« Malloz d’in ma-unan, pa c’hon bet sot a-walc’h
Da heuilh c’hoantegeziou ma c’halon ken diwalc’h.
’Vid enn tam plijadur tremenet ken buhan,
Me a vo da viken o leski ’barz an tan…»

Mouez eun den koz, re stag e galon ouz treo ar bed-man

Dre ma komze heman ar vouez muoc’h euzuz
Zeblante, ’kreiz an noz, ober ekleo spontuz.
Pa oe tavet, rak-tal eur vouez all a zavaz,
Mouez raoulet eun den koz, ha ’vel-hen e komzaz :

« Tremen war an douar evel al loened mud
Hep sonjal en Doue, mestr ha Rener an dud,
’N eur heuilh c’hoantegeziou ar galon hag ar c’hik,
Hag hen ’c’h eo bean den ? Ia ! ’vel eur pagan mik.

« Poaniuz eo, a dra zur, stourm ouz an techou fall ;
Mez an Aotrou Doue a deuio d’ho tiwall
Mar leket ho fianz enn-an, hep aoun ebet
Ha ’barz an Ne gant-an e vefet kurunet.

« An den war an douar na ra nemet tremen,
Hag an hirra bue ’zo ’vel eur vogeden
A weler o sevel zonn-mad war-zu an ne,
Hag a ve dianat eur pennadik goude.

« Sod eta eo ar re a vev war an douar
’Vel pa ne glefe ket ar maro o diskar,
Ha ne sonjont kammed nemet klask levenez
’Vel pa na vijent ket leun a zempladurez… »

A-walc’h em oa klevet ha dont a riz en-dro,
’N eur ober eur beden evid ar re varo :
D’ar re ’zo tremenet roet ho Baradoz
Ma Doue, ha war-n-omp skuilhet stank ho penoz.

E miz Here 1898.
An Tremener.



TI AR PAOUR
————


En korn tenval eur c’hoat distro,
E-lec’h na deu den diwar-dro,
Eul lojen vihan ’zo savet,
An distera ’ouffer kavet.
Dirak, nan euz ket a vali :
Eur wennojennik a gas di ;
Ha pa ver daou en eur genver,
Kerzet dre eno na c’heller.

An or ’zo izel ha bihan,
Hag ar stern anei a zo moan.
Nemet eur prenestr nan euz ken,
Ha c’hoaz eo torret e weren.
Diabarz ’zo neubeud a dra :
Eun dol da lakât ar bara,
Eur pres da lakât an dilhad,
Hag eur gwele kalet ’vel koat.

Ouz eur voger liv al ludu
’Zo tachet eur c’hrusifi du ;
A bep tu d’ean skeudenno,
Bet staget eno pell-a-zo :
Sethu aze an holl annez
An euz ar paour ’n e diegez.
Gant-se, hag-hen c’h e evuruz ?
— O ia, mar n’e ket aviuz !

Mar geo touet e di gant plouz,
Da vihana n’euz ket a drouz
En-dro d’ean neb-lec’h ebet,
Nemed richan al laboused,
Mouez dister al lommik avel
O voudal ’mesk ar gwe huel,
Hag hiboud dudiuz an dour
O redek e-mesk ar geot flour.

’Vid bean evruz er bed-man,
N’eo red ebed d’an den bean
O ruilha war arc’hant nag aour.
Alies an hini ’zo paour
A binvidigezou ar bed,
’N euz mioc’h a evurusted
Evid an hini ’zo pinvik,
Mar goar reiza e galonik.


Paour kez, ’barz da lojen dister,
Mar mirez da galon zeder,
Da ine glan ha didamall,
Ha da spered pell euz ar fall,
Te a gavo war an douar
Evel eun tanva deuz ar gloar
A zo mired e-barz an Ne
Da holl zervijerien Doue.

Mar geo dister da diegez,
Me ’well uz d’az penn eur palez
Savet evid-oud en Nenvou.
Eno, ’mesk an eledigou,
Ar zent holl hag ar zentezed,
Ar verzerien, ar gwerc’hezed,
Na venko d’id biken netra,
Ha te ’gano e-lec’h gouela.

E miz Du 1898.
An Tremener.


AR STER
————


Beajour, aze ’n es koaze ;
Mammen ar ster a zo aze,
E-kichen ar mene huel,
’Mesk ar vein, e-troad ar roc’hel.

Buhan-buhan e strink an dour,
’N eur hiboudal gant eur vouez flour,
Flour evel kan al laboused
E-mesk delio ar gwe kuzet.

Zell out-i, du-hont er prajo,
O redek ’mesk ar bokejo,
Ha hi ken plean evel eul lenn,
Pa ve koet an avel a-grenn.

Sklear eo evel an arc’hant glann,
Ha, ’pad an de, an heol splann,
Ar yeot glaz, hag ar gwezigo,
A wel enn-i o skeudenno.

Pa goe an noz war an douar,
Ar stered skeduz hag al loar,
Evel e-barz eur mellezour
En em zell laouen ’barz an dour.

— o —

Treuzet gant-i ar prajeier,
Ec’h arri ar ster en eur ger ;
Rak-tal, sethu-hi strafilhet,
Ha kollet gant-i e sklerded.

Kement tra louz o deuz keriz,
Heb mez ebet, o tra iskiz !
Er ster ’ve taolet prim gante-ê
N’he zellet ken, fanket ec’h ê.

Mont a ra bepred gand he hent,
Sioul ha gorrek ’vel diagent,
Mez, me ho ped, stouvet ho fri,
Rak c’houez gwell-fall a zo gant-i.

Deut eo da vean ken tenval
Ken ec’h eo ouz dour-teil hanval :
An heol, al loar hag ar stered
Enn-i na veont ken gwelet.

Evel ma tosta d’ar mor braz,
D’he heuilh e renk strahina c’hoaz,
Aliez meur a gorf maro
Evid kuzan an torfejo.

— o —

Aboue em euz anoudegez,
Er bed-man a distridigez
Em euz gwelet meur a ine
A zo hanval ouz ar ster-ze.

Keit ha ma oant c’hoaz yaouank-flam,
An ineo-ze, ’oa divlam,
Glann evel an erc’h o kouean
War ar mezio, e-kerz ar goan.

An ineo-ze, meurbed kaer,
A oa gwir skeuden o C’hrouer,
Ha skedi ’rent e gwirione,
Evel an heol en e greiz-de.

Eledigo ar Baradoz
Na badent mui ouz o gortoz,
Hag o gervel ’rent ’n o c’hichen
Da veuli Doue da viken.

Siouaz ! dre mac’h int deut en oad,
’C’h int pellaet dimeuz ar vad,
Hag o heuilh skouerio fall ar bed
Ec’h int bet mastaret abred.

Int hag a oa, gwech-all, gwenn-kann,
Ha skeduz ’vel an heol splan,
A zo breman du ha hudur
Evel eun tammik breinadur.

Skeuden o C’hrouer, en eun tol,
Enn-ê ’zo bet diverket holl,
Ha deuz huelder an Nenvo
N’o galv ken an eledigo.

An Tremener.


KIMIAD AR MOUSIK BIHAN
————


Kenavo mamm, kenavo tad,
Hirie e renkan ho kwitad ;
Deut eo devez an disparti,
Chom gan-ec’h, siouaz, n’hellan mui !

Kenavo, ma breurik Fransez !
Nag a veach, gant levenez,
Hon eus c’hoariet war an aot,
Hag er prajo ’mesk ar yeot !

Kenavo, ma c’hoar Janedik
Karanteuz ’vel eur goulmik ;
N’hellfomp pelloc’h ’barz ar chapel
Pedi hon-daou a vouez huel !

Da vihanan, pa vin du-hont
E-kreiz ar mor braz divergont,
Me ’vo kennerzet o sonjal
E pedi ’vid-on ’vel gwech-all.

Kenavo, ma zi bihan koz
Ouz ar wall-amzer serret kloz ;
Enn-out ’c’h on deut war an douar :
Da gwitât a ran gant glac’har !

Kenavo, ma bagik kempenn,
Ken koantik gant da welio gwenn ;
N’ez pageïn ken er poull-dour
’Vel gwech-all, pa oan dilabour.
 
Nag a blijadur em euz bet
Ouz da welet ken herr kaset
Gant an disteran lomm avel.
Kenavo, paour kez c’hoariell !

Kenavo, iliz ma farouz,
Ken kaer evel eur baradouz :
Enn-out ’m euz bet ar vadeiant,
Ha, goude, meur a zakramant.

Kenavo d’ec’h den a iliz,
’N euz disket d’in ar c’hatekiz :
Sonj em euz deuz ho kentelio ;
Heuilh mad a rin hoc’h alio.

Kenavo d’ec’h ive, Breur ker,
Spered lemm ha kalon zeder,
C’houi hag an euz disket d’in-me,
Gant kalz a boan, an ABC.

Kenavo d’ec’h, bugale ’r skol ;
C’houi a zo ma mignoned, holl.
Pa vo an avel o krozal,
Pedet evid ar mousik fall.

Peb-hini, war an douar-man,
’N eus e blanedenn da heulian.
Ma hini eo redek ar mor
Az bez braz-ze bepred digor.

E miz Genver 1899.
An Tremener.


AR C’HAVEL GOULLOU
————


En bolz an Nenv, an heol a sked,
Hag a zedera krenn ar bed ;
Er yeot, er bokejou, er gwe,
Eman o tridal ar vue.

An evned, pignet war ar skour
A richan o c’hanaouenn flour,
Ha klevet ’vez en er skiltruz,
Evel eur muzik dudiuz.

Pegen brao ê bevan hirie !
Nag ec’h ê laouen an ine !
Dleet a rafe ar Maro
Lezel eun tamm e falc’h garo.

Mez, siouaz ! he lemma a ra.
Sell-han du-hont !… Pelec’h ec’h a ?…
Serret oll ha prenestr ha dor,
’Vid ne gavo neb lec’h digor.

— o —

…Eneb ar Maro hag e falc’h
Ne vez kammed stourmet a-walc’h.
Na prenestr na dor serret kloz
Ne ra souza ar Falc’her koz.

E-kichen eur c’havell goullou,
Eur vamm yaouank a skuill daerou :
He mabig bihan oa enn-an
’Zo bet tennet deuz ar bed-man.

An Ankou, kounnaret spontuz,
Hep selaou klemmou ankeniuz
Ar vammig paour ken glac’haret,
Gant krizder braz ’n-eus hen falc’het.

Hag an heol a delc’h da baran,
Hag an evned da richanan,
An traou en douar da greski,
Hag ar vamm gez da hirvoudi.

— o —

Mamm ankeniet, na ouelet ket :
Ar bugelik ho-peuz kollet
A zo savet war-eûn d’an Nê,
Hag a zo evruz gant Doue.

E-mesk ele ar Baradoz
Eman breman ouz ho kortoz :
Nan euz eno trubuilh ebet,
N’eus ’vit-an ’med evuruzted.

Pa diskennac’h ’barz ar be don,
Ar c’horf-ze ken ker d’ho kalon,
Ar c’hleier ’zonê ’barz an tour
Gant o moueziou ar muian flour.

Hag an Iliz santel, hon mamm,
’Lec’h gouela d’ar bugel divlam,
’Ganê dre c’heno ar belek
Psalmou zeder ha karantek.

Na ouelet ket pelloc’h ;
Sonjet er c’hontrol ’c‘h ê gwelloc’h
Mervel pa ve an ine glann,
Ar spered hag ar galon splann.

’Wecho, dre ma zav er vue,
Ar bugel ’vastar e ine ;
D’e dad, d’e vamm ’c‘hê eun drubuilh,
Hag ober ’ra d’ê gouelan puilh.

Hoc’h hini-c’houi, kempenn ha koant
’N euz miret zae e vadeiant ;
Gant-i c’hê nijet d’an Nenvou,
C’hoarzet ’ta, ’lec’h skuilha daerou.

E miz C’houevrer 1899.
An Tremener.


AL LIZERIO DEVET
————


Oh ! al lizerio koz
Dastumet en arc’h kloz !
E.M.L.


Eur zul goude ar gouspero,
Dilabour krenn ha skwiz-maro,
Deuz ma c’hambr serret ouz ar goanv,
E sellen ar glao o kouean.

Ma spered ’oa meurbed ponner,
Ha na ouien petra ober,
Pa deuaz, en eun tôl, ’n em fenn,
’N em lakât eur pennad da lenn.

Me da gemer lizerio koz
Dastumet en eur arc’hik kloz,
Ha da lenn anê gant aket
Evel pa ’m oa o reseved.

Meur a devez deuz ma bue
Dirac’h-on ’dremenaz neuze :
Deio a joa, deio a boan,
Deio a glemm, deio a gan.

Nag e oa laouen d’am c’halon
Hadlenn lizerio eur mignon,
Eur breur, eur c’hoar, eun tad, eur vamm !
…Siouaz ! Et ec’h int holl en flamm !

Ho laket ’m euz e-barz an tan ;
Devet int bet holl a-unan ;
Ha gant ar moged diout-e
’Zo et dek vla deuz ma bue.

Na pebez torfedour on bet !
Ma c'halon baour am euz mantret.
Piou ’ta ’n euz dallet ac’hanon,
Penn-botez, genaouek ma ’z on !…

Unan deuz al lizerio-ze,
Karanteüs ha leun a fe,
A oa skrivet d’in gant ma zad,
Hag a lare ’vel-hen, ken mad :

« En Nenv eman da dad kentan ;
Nemed derc’hel e blas ne ran,
Ha kent evid zentin ouz-in
’C’h ê gleet d’id out-An zenti… »

Eul lizer-all, skiantek braz,
— Ma gwella mignon hen skrivaz
Pell deuz hon Breiz o veaji —
’Lere ’vel-hen gant melkoni :

« Aboue pewar pe bemp pla ’zo
Em euz baleet meur a vro :
Biskoaz hini n’am euz gwelet
Ken brao ’vel Bro ar Vretoned.

« Biskoaz, m’hel lar a voez huel,
Da Zoue, d’e Iliz zantel,
Na zo bet hini ken feal,
Na ken doujet gant an dud fall.

« Dizec’han ’rin, heb dale pell,
Mar nan an prim da Vreiz-Izel :
Ar gwenneli zistro d’e neiz ;
Me a renko distrei da Vreiz… »

’N eur lizer-all a lennen c’hoaz :
« Me a vo beleget arc’hoaz ;
Evid ma vo prest ma c’halon,
Eur bedennik vad evid-on… »

Doue, ma c’herent hag ar Vro
’Dremenê dre ma lizero…
Ha sethu ’m euz o luduet !
Nag evid-on pebez torfed !

’Meint c’hoaz dirag ma daoulagad,
Gant ar flamm o troïdellad.
Tad ha mamm, breur ha c’hoar, mignon,
Me a c’houll digan-ec’h pardon !

An Tremener.
E miz Meurs 1899.


AN DIOU VOUEZ
————


Diou vouez am euz klevet o sevel ust d’ar bed
O-diou skiltruz da-vad, met dishanval-meurbed :
Ha diou vandennad tud am euz gwelet ive :
Bandennad an diaoul ha bandennad Doue.

Unan deuz ar moueziou a skrije evel-hen :

« Ebarz ar vue-man, mar na heuilh ket e benn,
Mar ne ve ket sentuz ouz mouez flour e galon,
An den na gavo ket eur blijadur gwirion ;
Mar lak e volante da blegan da eun-all,
N’evo ket a frankiz muoc’h ’vid ar chatal.
Pa ’man hirie an de, demp eta kalonek,
Da c’hoari-las en kear, ha heb bean mezek !
Kâd a refomp m’oar-vad trutellou war hon hent,
Hag a laro diwimp : « Kollet ’deuz o skient ! »
Mez n’o selaoufomp ket, hag e delc’hfomp da vont…
Klevet mad, trutellou, ni ’zo krenv ha dispont ;
N’anveomp mestr ebed, na Doue, na diaoul ;
Dre hent an ebato ’fell d’imp ruilhal hon boul ;
Pac’h ê berr ar vue, ni, pôtred disoursi,
A hargaso diwimp trubuilh ha melkoni.
Eur c’hoant hepken hon euz : klask bemde plijadur !
Eur vag ne blij ket d’imp, mar na ve ket distur.
Demp holl da vale kear, da dansal, da evan,
Ha gwaz a ze d’an neb ’blijo ket ze dean !… »

Ar vouez a davaz mik, hag ur c’hoarz-yud, rak-tal,
A lakeaz ar vro, tro-ar-zro, da sklokal,
Ma oa ur spont klevet ar voubou er c’hoajou.
Mez, a-greiz-holl, eur vouez a zavaz er meziou,
Eur vouez ken dudiuz evel mouez an ale,
Pa ganont en Nenvou meulodiou Doue.

« Hirie, o ma Jezuz, dirak ho Kalon Zakr,
D’ar bed, d’e skoueriou fall ha d’e c’hiziou fallakr,
E leromp kenavo, kenavo da viken,
Hag e touomp bevan evel gwir gristenien,
Pa ’peuz evid-omp holl gouzanvet poaniou braz,
An naon hag ar sec’hed, ar maro war ar groaz ;
Pa zo plijet gan-ec’h rein d’imp, ’n hon dienez
Ho korf, ho kwad zantel evid magadurez,
Ha chom gan-imp beteg hon devez diwean,
Ni ’deu gant levenez d’ec’h-c’houi da ’n em westlan.
C’houi ’zo ’n em roet d’imp ha ni a’n em ro dec’h,
Hag hen lerfomp hep mez, d’an holl hag e peb lec’h.
E-barz hon paroujou, gwech-all ar fe ’oa krenv,
An dud holl war-eun-dro, ’gerze war hent an Nenv,
Overn ha gousperou ’vije darempredet ;
Pardoniou hon zent koz gant fe ’vije heuilhed ;
’Barz an tiegeziou e oa peuc’h hag urz vad ;
Ar bugel a douje hag e vamm hag e dad ;
Laouen-braz ouz e vestr, ar mevel a zente ;
Ar paour hag ar pinvik ’vel breudeur ’n em gare ;
Ha mar labourent stard, da vihanan an dud
A veve evurus, pell dimeuz an dabut.
Oh ! nag ec’h e siouaz ! troet ar blaneden :
Dilezet ê Doue, dilezet ar beden ;
E-pad an overen, e-pad ar gousperou,
An iliz aliez a ve hanter-c’houlou ;
Ar skouer-fall er c’heariou, war ar meaz, en peb stum,
A ziroll en-dro dvimp ’vel eur mor a vunum…
Ac’hanta, ma Jezuz, ni ro d’ec’h hon c’halon,
’Vit ho tigoll un tamm, ni a c’houlen pardon.
Roet ar sklerijen d’ar sperejou dallet ;
Mouget er c’halonou devet gant ar pec’hed,
Tan-gwall an techou-fall, ha ma zavo pep mouez
Da zifenn ar gwir fe dirag an holl, hep mez ;
Ma zento ar bed holl ouz ho kourc’hemenno.
Meulet da vo Jezuz, Jezuz hon gwir Otro !…»

Dre ma save ar vouez, el lein ar baradoz,
Jezuz, diwar e dron, a skuilhe e vennoz
War an eil rummad tud, ken leun a garante,
Hag ouz ar rumm kentan e selle gant true.

An Tremener.
Ar zul 11 a viz Even 1899.


KROAZ AR STURIER
————


Kroajou zavet el lanneier,
El lez ar mor, er parkeier,
War lein huel ar meneiou
Hag en donder traouiennou,

Pa dremenan en ho kichen,
Deuz ma c’halon ’strink eur beden,
Eur beden ’vid hon zadou koz
’Zo er bed-all ouz hon gortoz.

Hi, en o fe stard evel roc’h,
Ê o-deus zavet ac’hanoc’h,
Da zigas sonj d’an tremener
Dimeuz karante e Zalver.

Me ’oar, dam-dostik d’ar mor braz,
E-kreiz eul lann meinek ha noaz,
Eur groaz krignet gant an amzer,
Hag he hano “Kroaz ar Sturier“.

Martoloded kristen ar vro,
’Rog mont kwit, ha pa vent distro,
D’he zroad deu da bedi gand fe,
Evid goulen skoazell Doue.


E-pad o beaj aliez,
Pa ve trubuilh en tiegez
O kleved ar mor o krozal
Hag an avel foll o yudal.

O gwreg, he bugale gant-i,
A deu eno c’hoaz da bedi,
Da c’houlen zikour ’vid ar re
’Zo en riskl da goll marteze…

Eun abarde e tremeniz
E-tal ar groaz, hag e weliz
Eur plac’hik stouet d’an douar,
Ha hi mantret gant ar glac’har.

Hirvoudi a re truezuz,
Leuskel ’re klemmou ankeniuz,
Ha bep an amzer e lere :
« Ma Doue, bet truez out-e ! »

Eun tammik pelloc’h peder-all
Na sonjent nemed ebatal
Ha tôl en ear, en eur c’hoarzin,
O c’hanaouenn sart ha sklentin.

— « Petra ’zo kiriek, ma vlac’hik,
D’ar boan e rann da galonik ?
Perag da daerou ’red ken puilh ?
Perag ’teuz kement a drubuilh ? »

« Pa ’man da garamadezet
Er joa hag en evurusted,
Perag out-te aman, lar d’in,
O ouelan hag o hirvoudi ?… »

Hag ar plac’hik a respontaz,
’N eur zevel he daoulagad glaz :
— « Ma zad ha ma daou vreur henan
’Zo et d’an Island, ar bla-man.

Sethu bremaïk, daou viz ’zo
Na zo ket bet deuz o c’helo :
Biskoaz ken pell na oant chomet
Heb bean bet d’ar ger skrivet.

« Du-hont, en chapel ar Werc’hez
E pedan ’vit-e aliez,
Daoulinet dirag he skeuden :
’Zeblant ket klevet ma feden.

« Ma mamm baour, klanv en he gwele
Ne ra ’med gouelan entr’an de.
Gwelet a red ’ta, otro mad,
Ec’h e gwall-ankeniuz ma stad !… »

— « Laka da fianz en Doue ;
Ped anean bepred gant fe,
Ha deuz lein an Nenv e skuilho
E vennoz war da drubuilho. »

Hag ar plac’hik, ouz troad ar groaz,
A bedaz eur pennadik c’hoaz,
Ha goude, muioc’h kalonek,
D’ar ger ’tistroaz ’n eur redek.

— o —

Ar beden vad ’zo gallouduz,
Hag, er bed-man ken trubuilhuz
E ra d’imp kât dimeuz an Ne
Nerz da c’houzanv poan ar vuhe.

3 a viz gouelen 1899.
Tremener.


Distro ar Mousik bihan
————


« Pan !… Pan !… Mammik, hastet sevel,
Arri eo ar mous, ho pugel.
Sevet buhan deuz ho kwele,
Bremaïk e tarzo an de.

E-keit ha ma oac’h o kousket,
Ar mous bihan ’neuz douaret :
Deut eo gant-an e dôl da vad,
Roet eo d’ean e vennad.

« Hast en deuz d’ho kweled breman,
’Vid ma roffet eur pok d’ean :
Tridal a ra e galonik
War dreuzou toull-dor e vammik… »

— « Deuz ’ta, kezig, war ma c’halon.
Na pebez dihun evid-on,
Ouz da weled yac’h ha joaus !
Biskoaz n’on bet ken evuruz.

« ’Boue an de ma oaz ed e-kwit
’Meuz bet kals a drubuilh gan-it,
Rag er mor ’zo gerrek treitour,
Ha gwagennou dibalamour.

« Lar d’in breman, lar d’in gwirion :
Pa oaz o treuzan ar mor don,
Ha pa oaz du-hont, en Island,
N’a teuz ket bet a nec’hamant ? »

« Geo ’ta, ma mammig, aliez
Em euz zantet an dienez
Dimeuz ho kalon ken tener
Hag ho karante diniver.

« Nag a veach, pa vije noz,
Souchet e-barz ma gwele kloz,
Em euz glebiet ma linseliou,
Ken dourek ’rede ma daerou.

« Labour ar mousik ’vije start ;
Diez ’oa d’ean bean sart :
Koulskoude, o sonjal ’n e vamm
E vije kennerzet eun tamm.

« Pa lere enn-an e-unan :
Da vamm gan-it he deuz bet poan ;
D’as tro, labour ive breman
Da zikour anezi da vevan.

« Hag o sonjal en kement-se
E teue d’in eun nerz neve.
Piou na labourfe kalonek
Evid eur vamm ken karantek !

« Er goanv kalet, ar c’hlasker koz,
E-tal ar c’hlaouiasen, d’an noz,
Ankoua buhan an amzer fall,
Kaër en deuz an avel yudal.

« Me ’zo evel ar c’hlasker kez ;
’N ho kichen ’c’hankouaïn ivez
Poaniou ma beaj tremenet
Hag an daerou em euz skuilhet… »

— « Me ’garfe n’affez ken du-hont :
Pa vez war vor me am be spont
O sonjal er gerrek treitour
A zo kuzet dindan an dour. »

— « Kouls ha war vor, war an douar
E zo ivez poan ha glac’har :
Er gwellan kik a zo eskern,
Ha dindan ar roz e zo spern.

« Seul-vui ’ve bet kalet ar goanv,
Seul-vui ’prizer tomder an hanv ;
Ha, pa ve bet al labour tenn,
E ve dousoc’h ar gouskaden.

« Na vet ket nec’het, mammik ker,
O kalon baour ’zo re dener :
Sethu e-pad c’houec’h miz are
E vin ’n ho kichen noz ha de.

« Dalek arc’hoaz, pa vin diskwiz,
Ec’h effomp hon daou d’an Iliz
Evid trugarekât Doue
Hag ar Werc’hez santel ive.

« Hi ’deuz diwallet ho pugel
Deuz ar gerrek, deuz an avel,
Ha deuz holl risklou ar mor braz :
Hi diwallo anean c’hoaz. »

2 miz Eost 1899.

An Tremener.



AN TREMENER (AN ABAD LEC’HVIEN)
————

Plijadur a ray d’hon lennerien ha, dreist-holl, d’hon mignoned vad a Bloubalanek hag a Bempoul lenn aman eur ganaouen dispar savet gant an Tremener a gare kement ar Vro hag ar brezonek.


Hirvoudou an Dall koz
————


Etre Pempoul ha Lezardre,
En eur c’hroaz-hent, en skeud ar gwe,
’Zo zavet eur groazik dister,
He hano kroaz ar Barigner.

De ar marc’had, tremenerien,
’N he zroad ’ra eun diskwizaden
Hag, o sonjal en poan Jezuz,
Na gavont ken o bec’h zammuz,

Eno e vouller aliez
Ar geloen, hep moullerez,
Rag an teodou a dro da-vad
Pa vent bet glebiet er marc’had.

Eun devez, d’an abarde-noz,
E kaviz eun denik koz-koz,
Eun denik koz e-tal ar groaz
Hag hen harpet war eur penn-baz.

Eno e chome ar pôtr koz
’Boue ar beure beteg an noz ;
Hag e tremene e amzer,
Disoursi mad ha dibreder,

Dam-dostik d’ean eur bugel,
Eur bugel koant evel eun el ;
Hag an den koz a hirvoude,
Hag ar bugelik a gane.

Ha me, pa weliz kement-se,
D’ar groaz e tostaïz neuze :
Hag e frailhaz ma c’halonik :
Ar paour kez koz a oa dall-pik.

Ha me da c’houlen digant-an
« Tadik-koz, perag oc’h aman,
Perag oc’h aman diredet,
P’ eo gan-ec’h kollet ar gwelet ? »

Hag hen raktal a respontaz,
Daërou o redek war e fas :
« Ma bue n’eo ’med kalonad,
Ha gwall-druezuz eo ma stad :

« Eiz vla ha pevar-ugent on :
Aboue pell-amzer evid-on
N’ euz nemet trubuilh hag enkrez
Anken marvel ha dienez.

« Dek vla ’zo ar boan izili,
’Re d’in hep paouez gouzanv kri
Na oan ket ’vit ober eun tol
Breman avad, on achu holl :

« Ma daoulagad ’oa chomet skler,
Ha pa vije brao an amzer
’Teuen aman war bouez ma baz
Hag en em harpen ouz ar groaz :

« Pa arrie enn tremeniad
O tistrei dimeuz ar marc’had,
’Leren eur fars bennag d’ean,
Mar anaven mad anean ;

« Evid-on ’oa eur joa dispar
Gwelet o tont an deiou-foar,
An eubeulien mistr ha kempenn,
Skanvik o zroad ha zonn o fenn ;

« D’ar zul, gwelet ’pad an ofis,
Kempennet ken kaer an ilis,
Hag ar gristenien holl, gant fe,
O pedi an otro Doue :

« Gwechall e plije d’in gwelet,
En nozveziou-hanv, ar stered,
Lampchou kaer an otro Doue,
O lugerni en bolz en nê :

« Gwelet o sevel er meziou
An ed, ar yeot, ar bokejou,
Evit ober d’ar parkeier
Eur gwiskamant flour ha zeder :

« Gwelet, er goan, kuzet a-grenn,
Ar bed dindan eur vantel wenn
Eur vantel tenv a erc’h gwenn-kann,
Gwenn-kann evel eun ine glan.

« Mez eur beure pa zihuniz,
Arri ’zo bremaïk tri miz,
Na welen ken man en-dro din :
Kollet ’oa ar gwelet ganin.

« Allas ! zerret eo da viken
Ma daoulagad d’ar sklerijenn :
Biken, siouaz ! na welan mui
Stered an Ne o lugerni.

« Biken, tre ma vin er bed-man,
Biken an douar na welan
Na gant e zilhat marellet
Na gant an erc’h gwenn goloet.

« Biken, o planeden digar !
Na welin ken na kar na par !
Na welin ken ma bugale !
Neuz ken a joa evid-on me !… »

’N eur laret kement-man, an dall
A stagaz krenn da zifronkal,
Ma lamme e galon ’n e greiz,
Ma lamme en eur stum direiz.

Eur pennad goude e serraz
’Tre e divrec’h gween ar groaz,
Ha gant eur vouez skiltr ha nerzuz
E raez eur beden da Jesuz :

« C’houi ho peuz bet poan, ma Zalver,
Hag en ho poan oc’h bet zeder :
Gret ma vin zeder ’n em foaniou,
’Vit gonid gant-e an nenvou. »

Ar sonik-man zo bet savet
Gant eur mab bihan glac’haret,
Soubet e bluen ’n e zaero
En sonj deuz e dad-koz maro.

An Tremener.