Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 38)



AN ARC’H KOZ
————

D’an Aotrou abad Fransès.

Pep tra, pep brud, eta, a dremen er bed-man :
Er solier, o arc’h koz, breman eo da gavan,
E kostez ar c’heuneud pe dindan ar c’holo,
Golôet a boultren, prenvedet, divalo,
Ha nann, evel gwechall, e goulou-dor an ti,
’Kichen ar pep brava eus an arrebeuri.
Ne c’houler ken gwelet da botailh gofeliet,
Torret, debret a vergl, ha da goad kizellet,
Kollet gantan e goar, ne deo mui lugernus.
O izelidigez, na pegen damantus !
Ankounac’haet, siouaz ! egiz kalz a draou koz,
Warnout, paour kêzik arc’h, ez eo kouezet an noz.
Pep tra a dle mervel… Uzan ’ra an arem.
War-lerc’h da oberour ne jom hano. Na glemm !
Evit gwir, da zoare ha ne deo ket hor stad,
Pa zarc’hao ar gozni war hor bloaveziou mat ?