An daou vartolod
Brema ez eus eun neubeut bloaveziou [1], eul lestr (eur brik) a yoa loc’het eus kêr Alexandri evit mont da Smyrn. Al lestr-ze n’oa ket henvel oc’h listri Frans ; eul lestr grek oa, kemeret gant ar Fransizien diwar goust al laeron-vor a zo bandennou anezo er c’hosteziou-ze. Pemzek martolod hag eun ofiser a yoa laket e penn al lestr-se kemeret war forbaned ar C’hres. Mes al lestr-ze n’oa netra a-zoare war e dro, hag evel-se n’hellas ket heuilha eul lestr-all brasoc’h a yoa loc’het er memes amzer gantan, hag a en em gavas hep dale dilezet e kreiz ar mor bras. Dont a reas an noz du ha tenval ; glô hag avel a rea, hag ar mor a yoa spontus gwelet e wagou.
Etre ar c’houezek den laket da ren al lestre-ze, an daou genta, ar c’habiten hag ar mestr sturier, a yoa Bretoned. Ar c’habiten a yoa Bisson e hano [2], hag hano ar sturier a yoa Tremintin [3].
Eus an daou zen-ze eo e fell d’in koms, daou vartolod kalonek ha pennek evel gwir Vretoned ma ’z oant.
Edont o daou war ar pont, unan krog er stur, hag egile o klask gwelet a be du e c’houeze an avel evit gallout lakât mat ar gwerniou hag ar gweliou.
Ar c’habiten a lavaras d’ar sturier :
— Eur wall nosvez, Tremintin !
— N’eo ket brao sur, kabiten. ha ma na deu ket Itron-Varia-Porzik d’hor zikour eun neubeut, em eus aon na ve grêt frigousen gant hon lestr.
— Intron-Varia-Porzik ne zilez morse ar Vretoned, Tremintin.
— Setu ar pez a ro fizianz d’in ive !… Ay ! !…
Ar wern vras a yoa torret hag he doa laket ar sturier da glemm. An tarsiou mor a zilammas war ar pont hag a oe tost d’ezo skuba ar c’habiten hag ar sturier. Ret oe d’ezo kregi mat evit ne vijent ket strinket er mor. Prestik goude Bisson en em roas adarre da goms :
— Sell, Tremintin, n’em eus aon na rak an tarziou, na rak an avel, na rak ar reier ; mes daou eus al laeron a yoa e goueled al lestr o deus gallet tec’het kuit hag en em deuler er mor. Mar gell ar re-ze mont d’an douar e tastumint an holl laeron a zo wardro ar c’harter-ma hag e teuint holl warnomp.
C’houec’h eus al laeron-vor a yoa liammet e goueled al lestr, ha daou o doa gellet terri o liammou ha tec’het.
— Mar teuont warnomp, eme Tremintin, e vezint digemeret. Muioc’h a aor em eus da welet al lestr-ma o tigeri eget da veza trec’het gant ar re-ze.
— Mes, sonj ’ta, n’omp nemet c’houezek !
— Eun den war evez a dalv dek, a leverer. Eur martolod a Frans a dalv kant laer-mor eus ar C’hres. Me garre o gwelet o tont !…
— N’eus fors, Tremintin, m’em eus aon, me. Me zant al laeron-ze evel ma sant ar c’haz al logod. Grêt em eus pep pourchas evit, ma rankomp stourm, ma vezo start ar c’hoari. Eun dra am eus de lavaret d’it : Ma vezont trec’h d’eomp, me ne vezin ket prizonier, me lakaio an tan er poultr.
— Mat a reot, kabiten !
— Dalc’h sonj mat ! — O n’ankounac’hain ket !
Ar pez en doa lavaret ar c’habiten Bisson a c’hoarvezas. Pegen tenvel bennak ma ’z oa, e weljont hepdale o tont warno daou lestr a yoa tri-ugent den pe dek den ha tri-ugent e pep hini anezo.
— Alo, Tremintin, eme ’r c’habiten, bremaik e tigoro an abaden.
— A gav d’eoc’h kabiten ?
— N’eus douet ebet !
— Mat, boued ar groug int, evelkent !
Ar c’habiten a laoskas eur zutaden, hag a youc’has a-bouez penn :
— Holl war ar pont !… Ar gwerniou hag ar c’herdin d’an traon !… Pep hini e armou !… Hag evez mat !…
Pep hini en em laka el leac’h ma tle beza. Tremintin en em erbed ouz an Intron-Varia-Porzik ; Bisson a ya gant eur mous, eul letern gantan en e zourn da oueled al lestr. Pevar eus al laeron-vor a yoa eno c’hoaz chadennet. O distaga ra, hag e lavar d’ezo :
— Alo ! d’al laez (d’an neac’h !), labaskenned !… d’al laez !… d’al laez !… Ho kamaraded zo eat da gerc’hat eur vanden vuntrerien d’hon distruja-ni. C’houi a zo mat da ober garz (haie) etre va martoloded ha birou pe bouliji ho mignoned !
Ar brezel a ya da zigeri. An daou lestr laeron a dosta. Youc’hal a reer outo ha ne respontont nemet evel an tigr o vont d’en em stleja war e breiz.
Bisson a dosta oc’h Tremintin, a denn e vontr bet roet d’ezan digant e vamm, hag a lavar :
— Tremintin, kemer ar montr-ma ; me a zo o vont da vervel, eun dra bennak hen lavar d’in. Hen lavaret am eus d’it, ne jomin ket etre daouarn ar re-ze. Te, gra da c’halloud evit tec’het ; me fell d’in kement-se !
— Mat, kabiten ! eme Tremintin gant eur vouez c’holoet ; hag e talc’he mat atô d’ar stur.
Pa’z oa deuet an daou lestr forban war hed tenn, Bisson a hopas adarre, hag o veza ne respontent ken nemet yudal evel loened gouez, e tigoras an tan o tiskarga warno e fuzul a zaou denn. Eno neuze e oe eur stourmad kris, tennou, tôliou bouc’hal, tôliou gant pep seurt benviachou, youc’hadennou, malloziou, skrijadennou, gwad o redet, tud lazet, gouliet, izili torret, flastret, bruzunet. C’houezek den oc’h seiz ugent pe kant hanter kant !…
Hepdale al laeron-vor a oe ar vistri, hag o doa gellet kalz anezo sevel e lestr o enebourien. Tremintin en doa dalc’het mat d’ar stur. Bisson a yoa gwall-laket. En em stleja a ra betek ar sturier :
— Alo ! Tremintin, ret mat eo echui ! Lavar d’ar re
a zo c’hoaz beo eus hor martoloded en em deuler er
mor, ha te, en em dôl ive eveldo. Marteze e c’hellot
mont d’an douar war neun… Me ya da lakât an tan.
— Kabiten, lavaret em eus d’an holl vartoloded. N’em eus mui nemet an dra-ma da ober.
Hag o kas e zaouarn d’e c’hinou e reas eur c’horn-boud gant e voz hag e loskas eur voudaden.
— Alo ! kabiten, n’eus ken da ober !
Hag e krog adarre en e stur.
— Mes, ha te ?
— Me jomo ama.
— Tremintin, gourc’hemenn a ran d’it en em deuler er mor !…
— Ha me, kabiten, n’ouzoun ket petra vir ouzin na
grogan ennoc’h ha n’ho tôlan ebars hoc’h-hunan.
— Tremintin ! Tremintin !
— Sellit, n’hoc’h eus ket a amzer da goll. Me ne dalvezan ket kalz a dra, ha ne din morse a-bell. C’houi a zo yaouank, eun den a vor eus ar re wella ; c’houi oc’h eus eur c’hoar…
— O ro peoc’h ! ro peoc’h ! ranna rez va c’halon !
— C’houi zo gouest da zifen hor bro. En han’ Doue, en em dôlit er mor. ha va list da lakât an tan er poultr. Bezit dienkrez, ar re-ma n’ho devezo ket al lestr !
— D’in-me eo da lakât an tan ; va dever eo, hag e fell d’in hen ober.
— Mat, kabiten, neuze e vezimp strinket en ear hon daou !
E keit ha ma komze ar sturier, unan eus ar forbaned a yoa tostaet ouz ar c’habiten hag a yea da zisken eun tôl bouc’hal war e benn. N’en devoa ket a amzer avat, Tremintin hen diskaras gant eun tenn pistolen, hep diskregi eus e stur.
— Gwelet a rez n’eus mui da varc’hata ! eme ar c’habiten.
— Roit d’in ar c’hef tan, me ho ped !
— Nan, ne c’hellan ket !… Kenavo, Tremintin !
— Kenavo, kabiten ! En em vriatomp ! Intron-Varia-Porzik ra hor zikouro !… Mall eo hasta !…
An noz a yoa tenval sac’h ; al laeron, savet eun niver bras anezo war al lestr, en em laze an eil egile e-kreiz an den valijen. Eun tammig sklerijen a weler koulskoude ; Bisson eo ha gantan en e zourn eur pennad korden lakêt an tan en he fenn ; Bisson eo, n’en deus mui na tad na mamm, n’en deus nemet eur c’hoar, eur c’hoar karet kenan, hag en deus aon na varvfe ar re-all epad ma ’z a da vervel e-unan :
— Tremintin ! Tremintin ! emezan, en han’ Doue en em dôl er mor !
Ar sturier ne lavar ger, ne finv ket, mes pedi a ra Doue kalonek. Bisson, pa ’z oa diskennet en hevelep doare n’oa mui nemet e benn a-zioc’h ar pont, a reas c’hoaz eur griaden oc’h Tremintin oc’h e bedi d’en em zavetei. Neuze e tiskennas tre.
« O Intron-Varia-Porzik ! » eme Tremintin.
Kerkent e savas al lestr a-bez en ear ; eur strakaden spontus a oe, hag al lestr, an tan ennan, brevet oll, lakêt a beziou, a gouezas tamm ama, tamm a-hont, war ar mor. Prestik goude, den n’en divije gouezet oa bet eul lestr eno ha tud a-leiz ennan.
Ar c’habiten Bisson a oe drailhet, an holl forbaned a oe flastret ive, dispennet ha lonket holl gant ar mor. Tremintin a yoa oc’h en em erbedi ouz ar Werc’hez er mare ma tispenne al lestr, Tremintin a oe savet en ear, en devoe eun troad divarc’het, e gorf devet, mes n’oa ket maro tre pa gouezas er mor. Dres e kavas eur gorden dindan e zaouarn, hag evitan da veza dare da goll e anaoudegez, e talc’has krog mat enni. Ar gorden-ze a yoa stag oc’h unan eus ar bagou bihan deuet da heul listri ar forbaned, ha prestik goude Tremintin a yoa war an aod chachet gant ar vag vihan-ze, da lavaret eo e c’helled lavaret dre vurzud. Tremintin a oe semplet eno eur pennad mat, ha pa zizemplas ez oa unan eus al laeron-vor o lammet digantan e zilhad ha kement a yoa war e dro. Tremintin a reas eur finvaden bennak, ha kerkent e oe lakêt beg eur gountellazen war e galon, oc’h e c’hourdrouz hen laza dioc’htu mar graje an disterra van da zifen ar pez a yoa en dro d’ezan. Ar pez a rea ar muia poan d’ezan oa gwelet o vont gant ar forban montr ar c’habiten kez, ha ne c’hellje ket hen renta d’e c’hoar.
Wardro dek eur dioc’h ar mintin e oe kavet, en noaz ha dare da vervel, gant tud eun tammig gwelloc’h. Gouarner an enezen (en enezen Stanbali edo) a reas e zougen d’e di el leac’h ma oe prederiet gantan, ha pa oe pare tost da vat e lakaas e zougen da Frans.
Tremintin e-unan eo en deus kontet kement-ma. Hen e-unan eo a asur mar deo chomet beo eo ar Werc’hez he doa saveteet d’ezan e vuez. Tremintin zo bet goude-ze letanant war eul lestr brezel. Bet en deus ive ar groaz a enor.
N’em eus ket ezom da lavaret en deus miret betek e varo eun devosion vras d’an Intron-Varia.
F. ha B. koz, 10 gouere 1875.