An den eurus Glaoda Laporte/Pennad 32

Louis Saluden, troet gant Jean Louis Chapalain
Moulerez ru ar C'hastell Brest, 1927



EILVET PENNNAD WAR-NUGENT
————


Klozadur
————


Kelou eus al lazerez a oa bet e Paris a deuas buan da Vrest. E c’hellit kredi, kerent ha mignoned an aotrou Laporte a oa bras o enkrez. Ha n’oa ket heb abeg. Evel a ouzor, an aotrou Grison a en em gargas da rei da anaout da Loïz-Glaoda Laporte maro kalonek e vreur ; ha nebeut goude, kelou ar maro a berz ar c’houarnamant a erruas en Ti-kear. Anzao a reant, hep mez ebed, ar vuntrerez o doa graet dre urz ar « Gommun » hag a oa war o meno eun enor eviti : 7.000 den diskaret gand eur c’houarnamant hag en doa evit ger : « Liberté, Egalité, Fraternité ! »

Tapet d’an 28 a viz even 1791, en e di, ru Sant-Loïz (8, ru Marcelin Berthelot), an aotrou Laporte ne zistroas mui d’ar gear. E lojeiz, peder gampr en eil estach, a oe diwallet gand e c’houarnourez, Soaz Paris ; rag, e gwirionez, gedal meur a viz a oe ranket, digand o gerent, ar c’halloud a oa ret evit lakat e gwerz ar pez a jome war e lerc’h. An hered, lod anezo, a oa o chom e Brest, ha zoken e ti an aotrou Laporte, Glaoda-Raoul Anthony, karget eus ar bevans e porz Brest, mab da Alexandr Anthony ha da Helena Laporte, a jome en estach uhela, dindan an doenn ; familh Papoul Anthony a oa er c’henta estach, (an ti-berrukennerez a oa e rez an douar, n’oa mui da familh Laporte ; prenet oa bet er bloaz 1769 gand an aotrou Couvert, evit 1.050 lur). Met re all a oa aet da veva pell diouz Brest : Helena Laporte hag he goaz Alexandr Antony a oa e Departamant an Aude e Kastelnaudary ; August Prévost, goaz Jann Bechennec, a oa er Sables d’Olonne, karget gand ar vro da evesaat ouz ar varc’hadourez a deu a zianvaez-bro ; ha re all c’hoaz a oa aet da bell-bro.

D’an 20 a viz genver hepken e teuas an aotrou Delacroix, galloud gantan eus perz ar re n’oant ket war a reer unan bennak eus leoriou an aotrou Laporte. Gantan e teuas ive Loïz Lafforgue, marc’hadour traou koz, bet dibabet gand ar familh, abalamour d’ar fizians he doa ennan evit « lakat e priz an traou a helle kaout eun tamm talvoudegez ». Evid anaout talvoudegez al leoriou, e teuas eun all, hanvet Julian-Georges Goulard, leorier ha marc’hadour leoriou o chom er ru Vras. Arrebeuri ha leoriou a oe laket e priz 5.040 lur 19 gwenneg ha nao diner.

Ar werzidigez ne oe graet nemet d’ar 7 a viz gwengolo warlerc’h, en ekant evel ar c’hustum hag el leac’h m’oa ar c’hiz d’hen ober, da lavaret eo, war an dachenn a zo hanvet Leur an Droug-Prezeg (place Médisance). Hervez ar paperiou, Anthony ha Laporte-hena a brenas al lodenn vrasa eus an arrebeuri. Kaout a reer unan bennak eus leoriou an aotrou Laporte etouez ar re a zo bet roet diwezatoc’h da gear Vrest gand an aotrou Bechennec. Ar re-ze a zo bet al lodenn genta eus an niver a zo breman e Leordi an Ti-kear (Bibliothèque municipale).

Pell bras eman diouzomp, a dra zur, ar Brest koz a veve ennan an den eurus Glaoda Laporte : Brest en eil hanterenn eus an XVIIIet kantved. Evelato, dellezout a ra beza anavezet, rag en amzer goz, n’en deus marteze pennad ebet ken skedus. An amzer-ze ne oe e gwirionez, nag eun amzer a zienez, nag eun amzer hep deskadurez.

Glaoda Laporte a oe savet en eur familh niverus ha mat d’al labour. Ar micheriou a oa renket e doare ha kaset en dro gant mistri-micherourien gouiziek, bodet e kevredigeziou. Ma teuas o reolennou da veza re stris ha kasaüs ganto, n’heller ket nac’h e oent talvoudus bras d’ar vistri, d’ar vicherourien gouiziek ha fur, ha d’ar re o goulenne da labourat. Kalz preder a veze kemeret da zeski o micher d’ar yaouankizou, ha ne ve ket a zizenor o kemeret skouer diouz ar re goz, en hon amzer, pegwir eus kement a boan o kaout hag o teski micherourien yaouank.

Daoust hag ar pez-labour a ranke ar paotr micherour da ober evit beza hanvet mestr d’e dro ne roe ket a dro d’an tiez labour da glask labourat an eil gwelloc’h eged egile, ha d’ar vicherourien o-unan, da zeski o micher gwella ma hellent ? D’an dervez merket, mistri bet dibabet etouez ar re gouizieka a verke eur pez-labour da ober d’an hini a c’hoantea beza mestr ; hag heman a ranke ober al labour-ze war al leac’h, dirag an daou vestr karget da evesaat outan, eus a zeiz eur diouz ar mintin betek seiz eur diouz an noz ; hag ar pez labour a veze barnet gand ar Gevredigez-a-bez.

Mar d’oa ar vicherourien gouiziek en o labour, kaout a read ive deskadurez vat etouez an dud. Ar skoliou a oa niverus, ha ne goustent gwenneg d’ar c’houarnamant. Skol a veze graet zoken evit netra ; n’oa ket evel breman daou villiard da baea evid ar skoliou, ar pez a laka an tailhou da veza eur gwalldamm pounnerroc’h. Ar beorien ne baent gwenneg. Ha petra helled da gaout gwelloc’h ? Kear Vrest, er bloaz 1749, a c’halvas Breudeur sant Yann-Vadezour de la Salle, hag o c’hargas da ober skol d’ar vugale baour, evit netra.

Aes oa ive beva en amzer-ze. Al labourerien divicher, koulz lavaret, dockerien an amzer a oa hanvet dougerien-kadoriou (ar c’hadoriou da zougen a oa ar c’hiz anezo d’an ampoent) ; war dro ar bloaz 1740, ez oa e Brest tost da 500 douger kadoriou. Gounit a reant da nebeuta c’houec’h real bemdez, ha n’oa pae ebet bihannoc’h en amzer-ze,

Hogen, a-hend-all, konchou kommisserien al listri-brezel a zesk d’eomp priz an traou da zibri. Eur c’houblad killeien Indez (dindes) a gouste 10 lur ; eur c’houblad goazi 20 real ; eur c’houblad yer, 7 real nemed unan, eur warrikennad gwin ruz Medok, 100 lur ; eur voutailhad gwin eus ar gwella, 10 gwenneg ; eul lur kig (489 grammes), eus a 6 da 8 gwenneg, hervez an tamm ; an dousenn viou, 6 da 8 gwenneg ; ar bleud gwiniz, daou wenneg al lur ; eul loan da labourat epad eun dervez, heb e gar, daou wenneg warnugent…, etc.

Erfin, n’oa ket ret da bep den yaouank mont da zoudard ; hag an dra-man a oa eun dra vat, rag ar familhou a yea gwelloc’h an traou en dro ganto, ha pep hini a oa aketusoc’h da labourat war e vicher. Ar vicherourien yaouank a zimeze abred, hag evelse oa kalz nebeutoc’h a zizurz e kear. Neuze ’ta komz Talleyrand n’eo ket eur ger diboell pa lavar : « An nep n’en deus ket bevet araog an Dispac’h, n’oar ket pegenn brao oa beva. »

Met evid eur c’hristen katolik, buhez an den eurus Glaoda Laporte a zo eur gentel talvoudusoc’h. E blanedenn (destinée) a oe souezus. En eur renta kont eus eur brezegenn diwar-benn Glaoda Laporte, an A. chaloni Cardaliaguet a rea brao dispar eun diverra eus e vuhez pa lavare : « Mab eur perrukenner a dremen dre Urz an Tadou Jezuisted, a zo a-benn nebeut diskaret gand ar Pab ; hanvet eo aluzenner skol an ofiserien war vor, hag ar skol a zo serret gand ar roue ; rei a rear d’ezan ar garg a veleg-sakrist e Sant-Loïz, hag hanvet eo kenta kure ar barrez, hag ar barrez zo dismantret gand an Dispac’h… » Met e kement leac’h m’eo tremenet Glaoda Laporte en deus bepred diskouezet eun nerz kalon dispar.

C’hoant en deus en em ouestla da Zoue, hag e c’houlenn digor e ti an Tadou Jezuisted. Lean eo p’eo dismantret e Urz ; ma kar her goulenn e-unan, e vo torret e ouestlou bihan ; gwelloc’h e kav chom evel m’eman ; hag e tinac’h ober eul le a enep d’e Urz. N’hell mui beva evel eul lean, abalamour d’an darvoudou a zigouez, hag e c’houlenn ar velegiach evit gellout kendelc’her da labourat evit mad an eneou. Netra n’hen diarbenno p’eo galvet gant Doue.

O veza m’oa pinvidik e dud ha ma tarempredas e-unan tud a renk uhel pa oa beleg ar gwardou warvor, a oa en o zouez tud yaouank eus familhou gwella Bro-C’hall, en dije gellet kaout da nebeuta eul leve-iliz eus ar re gaera. Nann, p’eo serret skol ar gwardou war vor, e tigemer ar garg izel a zakrist e Sant-Loïz. N’eo tamm ebet touellet gand an enoriou. Koulskoude an deskadurez ne vank ket d’ezan ; skol en deus graet ha leoriou lennegez (littérature) eus ar re wella a zo en e armel. Met goudeze eo war ar skianchou sakr ec’h en em dro. War e lerc’h eus chomet kalz leoriou war an Teoloji, ar Skritur Sakr. Lezennou an Iliz, hag an doare da gelenn ar gristenien ha da hentcha an eneou warzu ar zantelez.

Eur prezeger helavar oa ive ; ar skrid sinet gant Bergevin a zo eun testeni eus e ouiziegez war ar poent-man ; hag e prezegas evit brasa mad an eneou. Araok beza aotreet evit kofez e prezegas d’ar vicherourien, goudeze e kouenchou leanezed. Ar gwardou war vor ha soudarded kear a glevas ive e brezegennou. Hag e gwirionez an aotrou Roull, arc’hbeleg enoret Sant-Loïz Brest, en deus kavet n’eus ket pell, e galatrez presbytal Trebabu eul leor, bet kinniget gwechall, gant soudarded 77et rejimant ar Rouanez, d’o frezeger karet, an aotrou Laporte.

Ar paper kavet e diellou Lesneven hag a zesk d’eomp edo war al leac’h pa gemeras eun Ursulinez genidik eus Brest he dilhad leanez, a ro d’eomp ive da anaout e ouie lakat an eneou da bignat buan e pazennou ar zantelez. Kaer eo labourat evit delc’her war hent ar zilvidigez an eneou a jom er bed, hag ar beleg a ra al labour-ze gant plijadur ; kaeroc’h eo, hag e levenez a zo neuze hep muzul, pa hell lakat unan pe unan eus an eneou-ze da guitaat ar bed ha d’en em rei holl da Zoue ; ar gwella bleuniou int en e jardin hag e wel anezo gant karantez o kreski evid e Jezuz a gar dreist pep tra. Gwechall an aotrou Laporte a glevas e-unan mouez Doue ouz hen gervel, hag ec’h anavez ar vouez-se a c’halv breman ar re all da ren eur vuhez distag diouz traou an douar.

En eur ger, Glaoda Laporte a zo eur skouer eus ar veleien a gar an izelded a galon, a rea ato gwella ma c’helle al labour fiziet ennan gand ar re o doa galloud warnan.

Ha dreist holl, an den eurus a zo evit pep hini eur skouer eus ar re gaera, pa zinac’h a grenn toui eneb d’e goustians, ha pa ro e vuhez kentoc’h eget nac’h e feiz. War ar poent-se eo evid ar gristenien gatolik evel eur sklerijenn skedus, a ziskouez d’ezo an hent da gemeret, pa glask ar c’houarnamant o lakat da zouja da lezennou disleal. Hogen a beb amzer o deus bet da enebi, ha breman kement a biskoaz.

Ar c’hristen a zo eun dever evitan senti ouz ar re a c’houarn ar vro, non propter iram sed propter conscientiam, da lavaret eo, ne dle ket senti gand aon da veza kastizet, met gand aon da zizenti ouz Doue ha da ober eur pec’hed : « N’eus galloud ebet ha ne deufe ket digant Doue, a lavar an Abostol, hag ar re a c’houarn o deus o galloud digantan. » Doue hepken en deus galloud da lakat harzou da frankiz an den ; na gounidegez, na gwir gaouiad diazezet war ar muia moueziou, na bolontez an holl, netra nemet Doue n’hell lakat an den da zouja d’an den. An den a zo savet ken uhel ma na dle daoulina nemet dirag Doue.

Pa zent ar c’hristen ouz lezennou e vro, eo abalamour ma wel Doue en tu all d’ar re zo e c’houarn. Galloud an Aotrou Doue gwelet dreizo a zo evel ar sklerijenn a dreuz ar gwer-a-liou zo en hon Ilizou-Meur hag a ro buhez d’ar skeudennou livet warno, skeudennou hag a vije bet anez disliv ha tenval.

Met ma teu an den a c’houarn da vouga ar sklerijenn lugernus a zeu d’ezan aberz Doue en eur ober lezennou disleal, rag ar re-ze n’hellont ket, anat eo, beza aberz Doue, neuze ar c’hristen ne vo ket buan d’en em zevel, ne glasko ket c’houeza an dispac’h, met ne vo ket dalc’het e koustians da zenti outo ; ha ma za an dislealded betek klask taga gwiriou Doue, ar c’hristen a zo e zever gouzanv pep tra kentoc’h eget lezel hen ober.

Hor skiant a zeu da harpa war ar poent-man ive ar gelennadurez kristen. An den n’hell ket beva evel m’eo dleet, ma ne vev ket gand an den. Ezommou ar c’horf, ar spered hag ar galon a ra d’an dud ranna al labourou etrezo hag en em zikour. Met penaos beva an eil gand egile ma n’eus ket unan bennak da hentcha pep hini ha d’e lakat da ober al labour evit mad an holl ? En eur zouja da c’halloud unan hag a vo ar penn, gouest da gas an traou en dro, da lakat pep hini da dizout al leac’h m’en deus da vont. An den ne glask an den nemet evit digouezout aesoc’h en termen a rank da dizout. Met mar d’eo ret d’ezan rei ha kaout sikour, e talc’h atao ar gwiriou en deus evel den hag a rank beza miret hag anavezet gand ar re a zo e penn, ma n’o deus ket a c’hoant o-unan da goll pep gwir da c’houarn. Evelse lezennou eur vro ne dlefent nemed eila ar gwiriou-ze, o renta sklearoc’h hag o lakat da veza miret. Ar gwir eo tad al lezenn ; houman zo dinerz ma n’e zao ket diwarnan, ha ma n’eo ket skoret gantan. Ma teufe d’ezi pellaat dioutan, pe enebi outan e kollfe raktal he nerz gourc’hemenn ken buan ha ma tizec’h ar wazenn-zour pa baouez an eienen da redek. Al lezenn e leac’h beza eur benveg da zikour an dud ne rafe nemed o gwaska. Diskleriadur Gwiriou an den, embannet er bloaz 1789, hen lavar mat : « Ar pez a dle da glask mistri eur vro eo miret ar gwiriou a deu da bep den dre natur ha ne c’hell ket koll morse. Pere ? Ar frankiz, ar berc’hentiez, ar peoc’h hag ar gwir da enebi ouz al lezennou fall. »

Rak-se, d’ar re ne baouezont da lavaret : « bepred, e pep leac’h eo ret senti ouz al lezenn n’eus fors pehini eo », e€ c’heller respont difazi : « Ret eo senti ouz al lezenn, ya m’ar d’eo hervez al lealded ha mad an holl. » N’hon deus ket da blega hor penn dirag al lezenn evel ar baganed dirag o doueou faoz. Uhelloc’h eget al lezennou graet gand an den ez eus gwiriou all : gwiriou natural an den ha guiriou Doue ; hag i hepken ne c’heller ket terri, i hepken a zo intangibles, evel ma lavarer breman. Ha ma teufe ar Gwir, an dra gaer-ze, hag a c’han d’he zro an Dever, da veza eun dervez bennak henvel ouz paour keaz lezennou an dud, a vez aozet ha freuzet, skoulmet ha diskoulmet, evel ma lavare en amzeriou diweza-man, an aotrou kardinal Charost, en eur brezegenn da baotred yaouank skoliou-meur Lille, neuze an dud a gouezfe izelloc’h eget n’int bet biskoaz.

Met ar bed ne gouezo ket ken izel ; er bloaz 1790, ar C’houarnamant a c’hourc’hemennas senti ouz lezennou disleal ha mouga ar frankiz en deus an den da zervicha Doue en doare ma c’houlenn Doue beza servichet. Kristenien dispont, anaoudek eus o gwiriou, o deus savet o fenn da lavaret : nann. Chomet int start en o zav ; an dispac’herien n’o deus ket gellet o lakaat da blega ; skuilhet o deus o gwad kentoc’h eget nac’h o feiz. I o defe gellet ive lavaret d’ar re a oa an nerz a du ganto, ar c’homzou kaer a lavaras goudeze an Tad Monsabré en unan eus e brezegennou : « Gouarnamant, piou bennag out, republik, impalaer pe roue, ma peus ezomm eus va amzer evit mad an holl, kemer va amzer ; euz va arc’hant kemer va arc’hant ; e€us va labour, kemer va labour ; eus va gwad, kemer va gwad ; eus va buhez zoken, kemer va buhez. Met, ma c’houlennes diganen gwerza d’it va c’houstians, nann, nann, ne po anezi biken. Pa vo da c’hourc’hemennou hervez ar gwir hag al lealded, e plegin va fenn hag e lavarin d’it : fiat voluntas tua, ra vezo graet da volontez ; met pa vo ret d’in bresa va c’houstians, biken, birviken ne blegin va fenn, pe m’her plegan, n’her grin nemed eur wech… dindan bouc’hal ar bourreo. »

An den eurus Glaoda Laporte a oa eus gouenn an dud kalonek-ze. Ne voe ket e-unan ; kalz re all o deus difennet ar gwir gand eun hevelep kalon hag a dleer d’ezo eun hevelep meuleudi. Setu perak, hon deus kavet mat, araok peurgloza al leor-man, dastum hanoiou beleien an eskopti, (siouaz ! n’int ket bet kavet holl), a zo bet lazet evel an den eurus Glaoda Laporte, abalamour n’oa ket bet falvezet d’ezo ober le. Marvet int evit Doue hag an Iliz, ha dre o maro o deus diskaret lezennou, a lavared d’an ampoent o doa da badout da viken.


Beleien lazet e Karmez Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792


Glaoda Laporte, eus Brest.
Nikolaz Verron, eus Kemperle.
Visant ar Rousseau, eus Kastelnevez-ar-Faou.
Hyasint al Livec, eus Kemper.


Beleien maro war ar chafod :


Fransez ar C’hoz, person Poullaouen.
Yann-Stefann Riou, Person Lababan.
Yann Habasque, kure Plourin.

Yann-Mari Branellec, kure Kastel-Paol.
Yann Dreves, kure Sant-Salver Brest.
Eozen Mevel, kapusin e Rosko.
Guilhou Péton, beleg eus Kerlouan.
Tanguy Jacob, beleg eus Sant-Pabu.
Yann-Bastian Rolland, person Trebivan.
Chapalain, beleg eus Plouguin.
Raguénès, kure e Landudec.


Beleien marvet war al listri koz e Rochefort (goude beza gouzanvet poaniou ha ne gaver ket gwasoc’h egeto e buez ar Verzerien) :


Yann Calvez, person Tregwennec.
Job-Mari Corvaisier, person Irvillac.
Charles Le Clerc, person Ploare.
Guilhou ar Bis, person ar Fouillez.
Eozen ar Saoult, person Trelaouenan.
Loïz Alexandr, breur kapusin eus Montroulez.
Guilhou Cajan, breur kapusin eus Kremper.
Jerom Yvenat, mestr-kelenner e kloerdi bras Kemper.
Per Kerlen, person Daoulas.
Julian Collobert, eus Arzanao, beleg-aluzenner.
Charles Fercocq, eus Guikourvest, person Guifurr.
Simon ar Masson, kure Sant-Loïz Brest.
Gatian Le Lièvre, lean Karmez e Poun-Abbad.
Jermenn Plassard, kure Pleyben.
Bernard Caroff, kure Plouziry (Pont-Krist).
Yann Piclet, kure Locronan.
Fransez Le Coënt, eus Spezet, kure Burthulet.
Yann Julien, kure Glomel.


Beleien harluet maro er Guyane


Yann Combot, kure Sant-Martin, Montroulez.
Andre Lepape, eus Poun-Abbad, kure Santez-Triphina.

Guyon Kericoff, beleg eus Kemper.
Polit du Laurent-Labarre, vikel vras Kemper.
Loïz Gillard de Larc’hantel, vikel vras Kemper.


Beleien marvet er prizon (an niveradenn-man a vank meur a hano enni)


Grall, person Lanhouarne, maro e Brest.
Reneok ar Borgn, person Goulc’hen, maro e Landerne.
Charles-Mari Pen, person Plouzeniel, maro e Landerne.
Loiz Bernetz, person Kerrien, maro e Landerne.
Nikolaz-Jamin Buré, eus Brest, bet Jezuist, maro e Landerne.
Yann Guedon, chaloni e Kemper, maro e Landerne.
Guilhou Bothuau, chaloni e Tremazan, maro e Landerne.
Yann-Loiz Roussel, beleg eus Rosko, maro e Landerne.
Cessou, beleg e Landerne, 85 bloaz, maro e Brest.
Marchand, person Kameled, 80 bloaz, maro e Kemper.


Beleien maro er Spagn (en harlu)


Dilthuit, person Combrit.
Bourillon, person Hanvec.
Chevalier, person Briec.
Compagnon, person Bodivit.
De Pennanros, beleg-aluzenner ar Bot.
Fournis, person Plouyé.
Loédon, person Gourin.
Hasooët, kure Sant-Evarzec.
Renot, beleg eus Pluguen.
Keruel, beleg-sagrist e Sant-Kaourentin.
Guifant, kure Tregunc.
Urvoas, beleg eus Plouyé.

Calves, kure Nevet.
Dulau, beleg eus Konk-Kerne.
Severac, eus beleien Iliz veur Kemper.

Lavaromp c’hoaz, o deus, ouspenn da nebeuta daou c’hant beleg eus an eskopti, gouzanvet epad pevar bloaz, e prizoniou Brest, Gwaien, Kemper, Landerne, Kastel-an-Taro, an dienez, ar yenien hag an naoun zoken. Ya, an naoun, rak e Diellou Landerne e lennomp eur skrid graet gant 81 beleg prizoniet e manati ar Gapusined ha deiziet eus ar la a viz meurz 1794 (10 ventôse eus ar bloaz 2) « evit rei da anaouto dienez a bep tra, pegwir n’o deus ket zoken eun tamm bara. »

« Breiz, setu aze petra reas da vugale en amzer goz ! Va c’halon a drid en eur o c’hlevet o lavaret : « Uhel-uhel, emezo, ho Panniel santel, ha bezit kristenien vat pa ya pep tra war fallaat ! Skuilhet hon deus hor gwad evit ar feiz… Deoc’houi breman miret leor al lezenn ! »

(Ar c’homzou diweza-man zo tennet eus al leor « Martyrs Crozonnais », skrivet gand an aotrou Kerbiriou, bet person e Eskibien, ha maro er bloaz 1894.)