Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 104-107)




An Diaoul ereet


————


En unan eus keariou Breiz-Izel, lakaomp ez oa Landerne, e veve n’eus ket c’hoaz pell bras eur micherour eus ar re wella, Laou al Luch e hano. N’en divije ket laeret eur spilhen diwar goust den, hag a hend-all, karet a rea al labour : setu penaos oa deuet da veza anavezet ha karet gant an holl er c’harter a-bez. Gwiader oa eus e vicher, ha war a lavarer zoken, n’en doa ket e bar war hed dek leo tro war dro. Janed, e wreg, a boanie eus he zu da viret kempen an ti ha da ober plijadur d’he fried kement ha m’oa en he galloud. An tiegez a yea eta war e du mat, pep hini oc’h ober eus e wella.

An eürusded-se, siouaz ! na dlie ket padout pell.

Laou al Luch, eur pennad a yoa, a veze divezat o tont d’ar gear diouz an abardaez, goude al labour, hag ez ea tenval e benn da azeza e-kichen Janed. Houma ne oe ket dies d’ezi gwelet ez oa eun dra bennak nevez en he fried, ha dizale zoken e teuas a-benn da c’houzout petra oa.

Laou en doa eun amezeg labour hag a yoa troet kenan gant ar c’hoari. Pedet oa bet meur a wech da vont gantan d’an davarn, hag atao betek-hen en doa dalc’het da stourm. Ar mignon koulskoude (hanvomp anezan Fanch ar Skouarneg) a bede Laou ker braoik ma teuas eun dervez da asanti mont d’e heul. Fanch a yoa hir e fri, hag evit ma kavche e genseurt eun tammig saour gant ar c’hoari e lezas anezan da c’hounit meur a daol. Kalon Laou a deuas da domma ; plijadur vras a rea d’ezan gwelet e beadra o kreski ker buhan haken eas-all, hag hiviziken e veze hen ive touellet dalc’hmat gant ar c’hoant c’hoari.

Evel a c’hoarvez peurvuia gant ar c’hoari, an daolen a droas (rod ar fortun a zo round), hag ar c’hollou hiviziken a ziruilhas warnan evel kaouadou arne. Ar vignoned n’en lezent mui da c’hounit taol ebet, ha bemnoz an arc’hant gounezet gant Laou a yea e godellou al lamponed.

Kaer he devoa Janed kez digas sonj da Laou eus o eürusded dremenet, kaer he devoa diskleria d’ezan ar stad reuzeudik a vije dizale o hini mar kendalc’hje gant an hent-se, ne rea van ebet, siouaz !… Eo, pa wele anezi o ouela, e galon a zeblante teneraat, hag e lavare evit kaout peoc’h diganti e troje kein d’ar c’hoari. Hogen, pa ’z ea e vignoned d’an hostaleri, n’helle ket miret da vont d’o heul.

Janed a yoa chomet divezat eun nosvez da c’hedal he fried : beuzet oa en eur morad anken o welet an dienez o tiredet warno gant herr. Setu ma ’z oa teuzet gozik holl ar c’hounidigeziou espernet abaoue meur a vloavez : eat oant er c’hoariou. Edont o vont da gaout dle, i bet ken eürus gwechall ! Ha Janed a yoa nec’het o klask gouzout penaos e rache evit paea ar varc’hadourien.

Edo o ruilhal an huvreou tenval-ze dre he fenn, pa deuas he fried Laou en ti gant eun drem laouen evel an heol. « Del, Janed, emezan, setu aze kant skoued nevez gounezet ganen. Ha setu ni pinvidik eviteur pennad brao. Gwelet a rez ne goller ket atao o c’hoari ! » Mes Janed a huanade : « Mar pije gounezet an arc’hant-se o labourat, emezi, neuze, ya, e vijemp bet pinvidik hag em bije gellet beza laouen. Kred ac’hanon, Laou, an arc’hant gounezet o c’hoari na zigas morse an eürusted de heul ! »

Chom a rajont pell bras da goms evel-se ; Laou tamm ha tamm a golle e hardiziegez o klevet komzou fur e wreg.

Hogen, tra iskis ! en eun taol krenn, setu al, luc’hed o tarza dre ar prenestr ; ar bolejou a strakl war o aelou hag a gouez d’an douar ; ar gwer a dorr e mil damm, bruzunet int. Pebeus reuz, santez Barba !…

Epad m’edo an daou bried manet mantret da zellet an eil ouz egile, eur spontailh eus an euzusa oufed da welet a yoa deuet en ti. Eur mousc’hoarz ifernus a yoa war e vuzellou, hag e sute bep eur mare, hag ar chadennou a yoa endro d’ezan a rea eun trouz da vouzara. E zell garo a bare war an daou bried, evel p’en divije c’hoant d’o lakaat da zizec’ha war o zreid gant an heuz hag ar spont. Daou gorn du hir ha kamm a yoa uz d’e dal ; evel luc’hed a zeblante dont eus e zaoulagad entanet, hag eus e c’hinou e tivere eonen ar gounnar ; e zrem a yoa goloet a vleo du, ha war e gorf ez oa eul lien rus tan, frank ha ledan, a c’holoe eul lodennig hag a leze dizolo ar pep brasa eus penn uhela e gorf goloet holl a vleo. Eur jaden hir ha pounner a dreine war e lerc’h, hag ec’h heje anezi bep eur mare evit ober muioc’h a aon d’an daou baour kez den. Diou pe deir zro a reas d’ar gambr, o terri bep gwech kement tra a gave en e c’houlou.

An dud kez ne gredent ket flach an disterra, ker skoet oant gant an diaoul m’hen argas ! a yoa deuet d’o gwelet.

Mennout a rejont mervel avat pa weljont an droug-spered o chom a-zav dirazo da lavaret dichek :

— « Krenit, tudou eus an douar, krenit ! Ema deuet evidoc’h an heur da baea ho torfejou ! Me eo an diaoul ! Ya, me eo Satan !… Deuet oun, Laou al Luch, da ober d’it paea eun torfed. C’hoarier dispar out, evit doare, paour kez reuzeudik ! An arc’hant gounezet er c’hoariou a zizro d’an ifern. Dont a ran da gerc’hat va feadra. War an daol ama dioc ntu an arc’hant ac’h eus gounezet fenoz, pe e vezi strinket gantan dizale e douna an iferniou ! » Hag o veza lavaret kement-se an diaoul a astennas warzu Laou e zourn goloet a vleo hag a groc’hen du, ar bizied hir gant ivinou warno kel lemm ha re al loened gouez.

Laou, e c’hellit kredi, a yoa re strafilhet evit esa stourm an disterra. Gellout a reas sevel, hag ez eas kerkent warzu an arbel ez oa kustum da c’horren enni e arc’hant.

An diaoul a yea d’e heul o vlejal, o taoulammet, evel eun… daonet e-kreiz an tan. Laou a yoa muioc’h-mui er meaz anezan e-unan : ne c’houie ken koulz lavaret petra rea. Kaer en doa turiat, ne deue ket da gaout e alc’hoez ; hag an diaoul da ober jolori gwasoc’h evit biskoaz. A-veac’h ma c’hellas ar paour kez den digeri e c’hinou evit pedi an… Aotrou d’hen digarezi.

E keit se koulskoude eun archer a yoa deuet da dremen dirak an ti. Souezet bras e oe o welet kement a sklerijen gant kement a safar d’ar poent-se eus an noz. Hag hen o vont da skei war an nor. Janed avat na grede ket mont da zigeri, gant aon na vije eun diaoul-all o tont da roi dourn d’ar c’henta ken kaz ma vije ezom, ha gant aon ne vije dizale leun he zi a ziaoulou. Ne oe ket pell ec’h anavezas mouez an archer, hag o veza eat betek ennan e lavaras d’ezan e berr gomzou petra dremene en ti

— « En han’ Doue, emezi, arabat eo d’eoc’h ober trouz, pe e vezimp stlapet holl en ifern ! »

Paotr an urz vat ne reas nemet c’hoarzin o klevet ar paour kez maouez ; sevel a reas aon gantan o klask gouzout ha kollet he doa he fenn. Hag hen ha mont da gaout Laou. N’oa ket eat tre pa oe gwelet an teuz o kounnari ; hag hen ha trei da lavaret d’an hini a yoa hardiz a-walc’h evit kredi dont dirazan : « Na petra e teuez te da ober dre ama, prenvig douar ?… Kea prim gant da hent, pe me a rai d’it paea ker da hardiziegez ! »

— « Gwelomp da genta, eme an archer, ha ker spontus out ha ma leverez beza. » Hag o lavaret ar c’homzou-ze e tostae oc’h al lutin, eur bistolen gantan en e zourn.

— « Dizolo da benn, a lavaras-hen c’hoaz gant eur vouez nerzus, lavar piou out, pe emaout o vont da gaout prun ! »

An teuz na c’hoarze mui ; koueza reas d’an daoulin da c’houlen truez. E zilhad a ziruilhas d’an traon, ha neuze e oe gellet gouzout piou oa. Ha piou a gav d’eoc’h e vije ? nemet Fanch ar Skouarneg, savet keuz gantan d’e arc’hant gant eur c’hoant direiz d’o chaout adarre ar c’henta ’r gwella en e c’hodellou.

Dies e viche d’in roi da glevet pegen souezet e oe Laou ha Janed oc’h anaout an inkin dindan kroc’hen an diaoul. Mar oant bet spontet diaraok, brema ez oa deuet c’hoant c’hoarzin d’ezo. Fanch avat a yoa mezek. Ereet e oe ha kaset antronoz da ober tro kear gant e zilhad diaoul. Kement se na reas ket plijadur dezan ; ar vugale a yea a-druilhadou war e lerc’h oc’h huchal muia ma c’hellent.

An diaoul koulskoude a yoa bet louzaouer hep gouzout d’ezan : azalek an deiz-se Laou a yeas ar c’hoant c’hoari dioutan, ha Janed a oe dichaouet eus he spont gant ar blijadur he doe o welet he fried ker o tizrei a-nevez war an hent mat en doa dianket eur pennad a yoa.

Ar c’hoari ’gas, gant an eva,
Ar c’haera dan vez da netra.



————