An div zremm


skrivet gant Langleiz




LANGLEIZ
————





AN
DIV
ZREMM





TUD AR C’HOARI :
MALO DREAN
AR VAMM
ROZEN PAVEK
MARIA GOZH


Sal vras teñval ur vereuri.

E goueled ar sal, ur prenestrig hag un nor. En tu dehou, ur gwele digempenn. En tu kleiz, un oaled.

Pa sav ar ouel, emañ ar Vamm oc’h ober war-dro an tan. Gwisket-tomm eo Malo, evel ur paotr bet klañv, lienennoù gwenn en-dro d’e c’houzoug.

N’eus evit sklerijennañ ar sal nemet, a-dreuz d’ar prenestrig, goulou heol an nevez-amzer o splannañ er-maez.

AN DIV ZREMM
————
DIVIZ I


MALO, E VAMM


MALO (ne weler ket e zremm da gentañ)

Mamm, pelec’h emañ ar melezour ?

AR VAMM

Ne vern ket deoc’h, va faour kaezh paotr !

MALO (o treiñ davet an dud e zremm losket)

Pelec’h emañ ar melezour ?

AR VAMM

Arabat deoc’h ankounac’haat, Malo, eo hiziv ar wech kentañ ma savit a c’houde ur miz !

MALO

Ya, m’hen goar. Arabat din ankounac’haat eo an deiz kentañ ma savan a c’houde m’on bet losket ha dizremmet gant an tangwall.

AR VAMM (evit ma tavo)

Malo !

MALO

Arabat din ankounac’haat...

AR VAMM (goustadik)

Na chomit ket re bell war vale, Malo. Kit da gousket abred !

MALO

Da gousket, ...da goll gant ar c’housk, mar gellan, soñj va c’haezh dremm euzhus !... pelec’h emañ ar melezour ?

AR VAMM

N’ouzon ket.

MALO

N’ouzoc’h ket, n’ouzoc’h ket !... Va Doue ! Hag ez on ’ta ken losket, ken dizremmet, ken vil-se ?

AR VAMM

Va faour kaezh Malo !

MALO

Chom a rit mut. Ne lavarit ket nann. Echu eo ’ta ar vuhez evidon... Koulz eo din mervel neuze !

AR VAMM

Malo !

MALO

N’ho pet ket aon. Mervel evit ar bed hepken, mervel evit ar re all, an hini am eus karet, ...ne lavaran ket se evidoc’h, rak c’hwi a zo va Mamm !

AR VAMM

Ne gomprenan ket.

MALO

Eo ! Eo ! Kompren a rit ! n’eo ket ret distagañ hec’h anv.

AR VAMM

Perak lavarout traoù ken trist, Malo ? Ha n’oc’h ket, Rozen Pavek ha c’hwi, grataet an eil d’egile ?

MALO

Grataet omp bet. Ya !

AR VAMM

Ha n’eo ket deuet Rozen Pavek d’ho kwelout bemdez pa oac’h klañv, o c’houzañv hag o krenañ gant an derzhienn ?

MALO

Deuet eo war ho koulenn. Ya !

AR VAMM

Ha n’he deus ket graet evidoc’h kement hag e tlee ober ?

MALO

Kement hag e tlee ober. Ya !

AR VAMM

Malo, perak ’ta lavarout komzoù evel hoc’h eus graet ?

MALO

Perak ! Pelec’h emañ ar melezour ?

AR VAMM

Malo ! {Malo a chom mut)... Perak n’eus ket fellet deoc’h he gwelout, bremañ m’oc’h gwelloc’h ?

MALO

Bremañ m’ouzon pegen vil on !

AR VAMM

Na lavarit ket se, Malo... N’eo ket ret d’un den bezañ ken brav-se, gant ma vo kalonek !

MALO

Bezañ brav ! n’eo ket an dra a c’houlennan... Tremen hepken hep ma vefe sellet ouzhin gant euzh. Pa oan evel an holl dud, me kennebeut ne ouien ket pegen trist eo, trist da vervel, bezañ vil evel ma ’z on bremañ, bezañ ur spontaïlh, evit ar re all.

AR VAMM

Malo n’oc’h ket...

MALO

Pa ’z in bremañ en ur vodadeg bennak, e chomo mut an dud o sellout ouzh va dremm, o sellout ouzhin en ur dreiñ o fenn evel mar n’o defe ket gwelet va vilder. Koulskoude, koulskoude, hep ober van a netra, int a sello ouzhin, int a sello gant doñjer, int a welo va vilder, ha va vilder a lazho o levenez.

AR VAMM

Malo, va mabig paour, n’oc’h ket ken losket-se !

MALO

Pelec’h emañ ar melezour neuze ?... (Ar vamm ne respont ket.) Paour kaezh Rozen "Pavek ! Perak ez omp bet grataet an eil d’egile ? Mamm, ankounac’haet em eus an traoù a zo bet pa oa klañv va fenn gant an derzhienn. Ha gwelet eo bet va dremm losket gant Rozen ?

AR VAMM

Biskoazh seurt goulenn !

MALO

Me ’m eus ur soñj.

AR VAMM (na oar petra respont)

Nann, n’he deus ket bet gwelet.

MALO

Gwell a se ! Evel-se da vihanañ n’he devo ac’hanon nemet ur c’houn eürus.

AR VAMM

Pardonit d’ho mamm, Malo. Gaou am eus lavaret ar wech-mañ. Eo, eo ! Gwelet he deus Rozen Pavek ho penn gouliet paket a lienennoù, ha zoken poket he deus dezhi, o tifronkal hag o leñvañ.

MALO

Poket d’am dremm! A baour kaezh Rozen !... Gwelet he deus va dremm ha n’he deus ket bet spont razon !... Allas ! Truez ouzhin he deus bet hepken, un druez karantezus marteze, truez avat... ha ne c’helle ket bezañ a-hend-all !... Nann, ne c’hell ket mui Rozen va c’harout evel gwechall !

AR VAMM

Ur pec’hed eo soñjal evel a rit !

MALO

N’eo nemet ar wirionez, siouazh ! Ne c’hell ket mui va c’harout evel agent !

AR VAMM

Koulskoude...

MALO

Ne c’hell ket mui evel gwechall. (Dezhañ e-unan). Ha koulskoude !... Neuze, tristoc’h c’hoazh e vefe eviti !

AR VAMM (aheurtet)

Malo I Mar deo gwir avat !

MALO

Ne c’hell ket mui evel gwec’hall. Ne c’hell ket mui endevout bremañ nemet truez ouzhin... Truez ouzhin, ha keuz... marteze d’hon amzer eürus.

AR VAMM

Keuz, m’hen lavare deoc’h. Ya, keuz he deus hag he defe da viken,... keuz, ...ha neuze, penaos e c’hellfe bezañ eürus gant ar soñj-se o tebriñ he c’halon ?

MALO (o tostaat e zremm ouzh dremm e vamm)

Ha ganin-me ’ta, gant va dremm ouz he dremm?...

Lavarout gwir hoc’h eus graet koulskoude ! Ya, ma timezfemp, mont a rafe kuit ar c’heuz he deus c’hoazh ac’hanon-me, he c’haredig kollet. Mont a rafe kuit groñs, ez-wir, ha gant he c’heuz zoken he c’harantez.

Neuze, ar Baradoz a zeufe da vezañ an Ifern.

AR VAMM (o pediñ)

Ma lavarfe ya koulskoude ?...

MALO

Ma lavarfe ya Rozen Pavek, e fell deoc’h gouzout ar pezh a rafen-me ?... Ma lavarfe ya, me ’lavarfe nann !

AR VAMM

C’hwi a lavarfe nann !

MALO

Evit mirout a vezañ gwalleürus hon-daou... a- walc’h eo ganin ! Mamm, sellit ouzhin ! Ma ne garfen ket Rozen Pavek, ma ne vefemp ket grataet an eil d’egile, ha krediñ a rit e c’hellfen kavout ur plac’h yaouank da bried ?

AR VAMM

Perak nann ?

MALO

Perak ?... Gouzout a rit perak : sellit ouzhin !

AR VAMM

Penaos krediñ ne c’hellfe ket Rozen...

MALO

N’em eus ket lavaret Rozen Pavek. Lavaret em eus ur plac’h yaouank bennak, eus ne vern pelec’h eus ar bed. Ur plac’h yaouank, ur plac’h koant en oad da zimeziñ, ...da zimeziñ ganin-me.

AR VAMM (a-greiz-holl)

Malo ! (Tennañ a ra war hec’h alan). Ma vefe c’hoarvezet an darvoud gant Rozen Pavek, ma vefe bet losket ha dizremmet gant an tan... eveldoc’h.

MALO

Ya !...

AR VAMM

N’ho pefe ket he c’hemeret da bried ?

MALO

Paour kaezh Rozen !

AR VAMM

C’hwi ’wel!

MALO

Met n’eo ket ganti eo c’hoarvezet an dra... ganin- me eo.

AR VAMM

Ar pezh ho pefe graet c’hwi, Rozen Pavek hen gray.

MALO (goude bezañ chomet digomz ur pennad hir.
O sellout e daoulagad e vamm)

Mamm, ur wech c’hoazh, e fell din gouzout emañ eürus.

AR VAMM

Ha neuze ?

MALO

Ha neuze, peogwir ne c’hell ket mui Rozen Pavek bezañ eürus ganin, me ’oar ar pezh am eus d’ober.

AR VAMM

Penaos e...

MALO

Pelec’h emañ ar melezour ? (Gant dic’hoanag)... C’hwi ’wel, ne vern ar wirionez, e fell din gouzout... Me ’soñj bremañ en unan na lavaro ket gaou din... Ez an betek ar puñs !

AR VAMM

En anv Doue !

MALO

Nann, traoù ’zo na rin ket... Melezour an dour, avat, hennezh n’eo ket kollet ! (O c’hoapaat). Nemet ma vefe sec’h ar puñs.


Daoust d’ho melezour « kollet », ha krediñ a rit n’eus ket mui a zour er-maez ?

(Ar vamm ne respont ket).


Mat eo ’ta ! Ez an pelloc’h da welout va dremm nevez !

AR VAMM

Mont er-maez, klañv evel oc’h bet !

MALO (c’hwerv)

Ez an da sellout ouzh va dremm kakous.


DIVIZ II


MALO, E VAMM


AR VAMM (hec’h-unan, gant un huanad)

Va faotrig... !


DIVIZ III


MARIA, E VAMM
Maria a zeu tre dre an nor chomet digor


AR VAMM (souezhet)

Hama ! C’hwi eo, Maria !

MARIA

Ya, me eo, gant an avel yen. (Serriñ a ra an nor). Daoust d’an heol nevez splann ha gwenn, me ’m eus anoued em divhar evel mar n’em befe ket dilhad war va c’horf kozh... C’hoari a ra an avel gant he faotr hiziv...

AR VAMM

Spontet on bet. N’em boa ket ho klevet o tont. Tanav eo an avel, ya ! Tostait, da dommañ ouzh an tan. (Kempenn a ra an traoù).

MARIA

Ne vern... Mat an traoù evel-se, Anna ! N’on ket evit chom pell amzer. Ne oan deuet nemet da c’houlenn penaos emañ ar bed bremañ gant Malo Drean.

AR VAMM

Gwelloc’h eo ar bed gantañ... Gwelloc’h eo, ya... gwelIoc’h.

MARIA

Ra vezo Doue binniget. Re drist e vefe ma vefe chomet mac’hagnet.

AR VAMM

Nann, ne chomo ket mac’hagnet.

MARIA

Gouzañvet en deus a-walc’h evit bezañ adarre evel ar re all !

AR VAMM

Ya, gouzañvet en deus a-walc’h !

MARIA

Erfin, echu eo bremañ !

AR VAMM

Echu eo, ya I

MARIA

Hag e zaouarn, hag a oa bet ken gouliet ?

AR VAMM

Echu eo... Kreñv e vo evel gwechall, daoust dezhañ, evit ar mare, bezañ gwanoc’h eget ur bugel... erfin, echu eo... Echu eo da vat.

MARIA (o sellout ouzh ar gwele goullo).

Krediñ a raen e oa hennezh gwele Malo ?

AR VAMM

E wele eo, ya !

MARIA

Penaos, savet eo Malo Drean, hag aet da vale ?

AR VAMM

Aet eo da glask er-maez an heol nevez. Met gortozit-eñ ganin. Skuizhañ ’ray buan, ’m eus aon, ha ne zaleo ket da zont en-dro.

Azezit ouzh an tan... tostait, Maria.

MARIA

Ne zaleo ket sur... pe souezhet e vefen, rak kriz eo an amzer evit ur paotr bet klañv. Ken kriz hag evit ar re gozh. (Tostaat a ra ouzh an tan).

AR VAMM

Malo en doa lakaet en e benn mont...

MARIA

Ne vern, mar deo pareet.

AR VAMM

Pareet eo. Ya, pareet. (Tevel a reont).

MARIA (hep ober van a netra)

Hag e zremm ?...

AR VAMM

Paour kaezh Malo !

MARIA

Trist eo, trist !

AR VAMM

Ya, trist eo ! (Chom a reont mut adarre).

MARIA

Ha gwelet hoc’h eus Rozen Pavek a c’houde gwerso ?

AR VAMM

He gwelet em eus, n’eus ket pell amzer.

MARIA

Ne da ket mat an traoù ganti !... (Ur mare c’hoazh e chomont mut).

Abaoe tangwall Kerbosen... N’hoc’h eus ket sellet ouzh he dremm ? He daoulagad debret gant an derzhienn, he divoc’h rozik ? N’hoc’h eus ket he c’hlevet o pazañ ?

AR VAMM

He c’hlevet em eus, gwir eo.

MARIA

War a lavarer, serret he deus tommder hag anoued e nozvezh an tangwall, ha bremañ ez a war wanaat a zeiz da zeiz, o pazañ evel ma vefe roget gant ur gwall gleñved. War a lavarer... war a lavarer... Klañv eo, klañv evel m’eo bet he c’hoar Gwenola...

AR VAMM

O, evelato !

MARIA

Tud a lavar zoken... (E klever trouz botoù er-maez).

AR VAMM

Selaouit ! Malo eo... !


DIVIZ IV


MALO, MARIA, AR VAMM
Malo a zeu tre


MALO

Malo eo, ya ! Hag evitañ da vezañ Malo, n’ho pet ket spont avat... Malo, Malo Drean... peogwir eo va anv c’hoazh daoust d’am dremm nevez ! (Da Varia, o c’hoarzhin kriz). Sellit ouzhin !

MARIA

Evel-se, Malo, pareet oc’h.

MALO (c’hwerv)

Pareet on ! Pareet on ! Ha sellet hoc’h eus ouzh va dremm ? E-kreiz va dremm, ha gwelet hoc’h eus va diweuz, ruz ha fresk n’eus ket pell evel roz-ki, bremañ drailhet ha disneuz ? Pareet on ! Ha sellet hoc’h eus ouzhin, Maria, ouzh va fenn, ouzh va dremm vraouac’hus... dizremmet ? Ya, gwir eo, pareet on, mar deo bezañ pareet bevañ evel ul loen e-barzh e doull, ur c’hakouz kuzhet en e gorn, ha na c’hell ket mont er-maez hep spontañ ar vugale vihan hag ar merc’hed.

Pareet on... nemet ez on bremañ va-unan-penn, va-unanikoc’h eget un den marv. Rak an hini a zo marv, ez a an dud da weladenniñ e vez !

MARIA (na oar ket petra respont)

Evel-se, Malo, e oac’h o klask er-maez an heol nevez, an amzer gaer, daoust m’eo yen ha kriz an avel c’hoazh, hag an heol klañv e galon.

MALO

An heol n’eo ket ken klañv e galon ha va c’halon-me. Nann, ne glasken ket er-maez an heol nevez, ...an Nevez-Amzer ! (C’hoarzhin a ra). Hag ur penn da glask an heol am eus ?

MARIA

Malo !

MALO

N’eus ket a Valo. N’eus nemet mallozh !

Va Doue !...

MARIA

Selaouit, Malo, ne vern d’un den bezañ ken brav-se gant…

MALO

Gant ma vo kalonek... Lavaret eo bet din dija t

MARIA

Ne vern rusk ur wezenn mar deo yac’h ha yaouank he c’halon !

MALO

Ya, ne vern rusk ur wezenn, rak ur wezenn n’he deus ket a boan, hi. (Chom difiñv a ra e korn an oaled, stouet e dal).

AR VAMM

Me ’m eus d’ober er-maez ; ha ne fell ket deoc’h dont ganin, Maria ? (Izeloc’h, da Varia hepken). Deuit ! Re nevez eo e walleur c’hoazh. Poan en deus ouz ho kwelout.


DIVIZ V


Al leur-c’hoari a chom didrouz ha goullo,
nemet Malo kuzhet en e gorn.


MALO

Doue mat ! Petra am eus graet deoc’h evit bezañ kastizet ken kriz-se ?

A, perak on bet er-maez e nozvezh an tangwall, e-lec’h kousket sioul em gwele pluñv : kousket, pe ober van da gousket, da vihanañ. Ne vefen ket ken gwalleürus bremañ... Ha kompren a rez, paotr diskiant, Malo Drean ar foll, kollet ec’h eus da vuhez !

Nag ur brav a zen ! Te a c’hello bragal bremañ, e-kreiz plasenn an iliz ! (C’hoarzhin c’hwerv a ra).


...Ya, nag ur brav a baotr yaouank gant e groc’hen nevez !

N’ouzon ket mui ar pezh a lavaran... va Doue, va Doue ! Ha ret eo din ivez koll va fenn goude va dremm ! Gwall aozet on a-walc’h evel-se koulskoude ! Ha c’hoazh pa ne vefe nemet va c’horf... met n’eo ket em c’horf, siwazh, hag e c’houzañvan ar muiañ ! ...Rozen Pavek !

Salver binniget ar bed, sellit ouzh va dremm, c’hwi ivez ! Ha nac’h a c’hellit va selaou pa c’houlennan diganeoc’h hepken reiñ d’am muiañ-karet kement a eürusted en he buhez hag em eus-me a dristidigezh em hini ?

Ya, va foanioù, me a vevfe ganto c’hoazh a galon vat, ma vefe Rozen eürus, hi da nebeutañ, ...eürus, ...ha gant un all e vefe...

Neoazh...

(Azezañ a ra ouzh an daol gant dic’hoanag, e zremm en e zaouarn).

Gant un all !...


DIVIZ VI


ROZEN, MALO
Rozen a zeu tre


ROZEN

Malo !

(O Klevout e anv, Malo a sav hag a dro e benn. Kerkent gwelet Rozen, avat, e souch adarre e zremm en e zivrec’h).

MALO (hep fiñval)

Perak oc’h deuet ?

ROZEN

Malo !... me eo ! Perak kuzhat ho tremmig kaezh ?... Ha n’oc’h ket mui va fried da zont ?... Malo, sellit ouzhin !... Malo, respontit din !... Diskouezit din ho tremm !

MALO

Dizremmet...

ROZEN

Tavit, Malo !

MALO (sevel a ra e benn hep sellout ouzh tu Rozen chomet a-dreñv d’e gein).

Perak tevel war ar pezh ’zo gwir ?... Kit kuit, Rozen !... Lezit ac’hanon ! re walleürus on !... (Rozen a flourik e vlev). Karet hoc’h eus un dremm laouen, roet hoc’h eus din ho ker d’ar mare ma oan un den all, ha n’eo ket ar spontailh on deuet da vezañ... ar spontailh ez on bremañ. Kollet em eus va dremm. Ne chom war va eskern nemet kig distumm. Kollet em eus ar gwir da vezañ ho pried... Kit kuit, Rozen... Pedit evidon... panevet Doue, en em lazhfen !

ROZEN

Malo !

MALO

Panevet Doue !... N’ouzon ket mui adarre petra lavaran... Pardonit din, Rozen, met... kit kuit ! Fellout a rae din... Re abred eo, avat, re abred, ha, dreist-holl, re wan on. Kit kuit. Skrivañ a rin deoc’h ar pezh na c’hellan ket lavarout dre c’henou !

ROZEN

Perak ne lavarfec’h ket din dre c’henou kement a fell d’eoc’h skrivañ ? Troit ho penn, Malo. Savit ho penn karet ! (Malo ne fiñv ket). Ne fell ket deoc’h e welfen ho kloazioù ?

MALO

Na liv va dremm dizremmet ! (Rozen a baz hag a baz c’hoazh). Gant ar paz emaoc’h ?

ROZEN

N’eo ket kalz a dra !... Sellit ouzhin, Malo ! (Flourikat a ra adarre e benn stouet) Sellit ouzhin !

MALO

Fellout a ra deoc’h gwelout va dremm ? Va dremm dizremmet... Fellout a ra deoc’h gwelout ?... Fellout a ra deoc’h ?... Sellit ’ta (Treiñ a ra e benn daveti, en ur sevel). Sellit ouzh va dremm !

ROZEN

Va Doue!

MALO

Sellit ouzh va dremm, Rozen !

ROZEN

Me ho kar, Malo !

MALO

Sellit ouzh va dremm !

ROZEN

Perak c’hoari gant va c’halon ?

MALO

Sellit ouzh va dremm !

ROZEN (tost da leñvan)

Malo !...

MALO

Sellit ouzh va dremm, Rozen. sellit ouzh va dremm ! (Rozen a baz o treiñ he fenn). C’hwi a wel, c’hwi a wel... Ne c’hellit ket sellout div wech ouzh va dremm hep treiñ ho penn ! (Mont a ra, evit kuzhat e from, da dommañ e zaouarn o krenañ ouzh an tan).

ROZEN

Nann, Malo, n’eo ket ho tiweuz losket a ra keuz din, met ar c’homzoù o deus-int distaget. (Malo a chom mut). Malo, deuet on d’ho kwelout evel agent !

MALO

Traoù eürus a zo bet. Traoù fall a zo bremañ. Kit kuit, Rozen !

ROZEN

Malo !... Perak ne zeufe ket an amzer eürus en-dro ?

MALO

Perak ? A, c’hwi ivez, e c’houlennit perak, pa ouzoc’h mat !... Penaos e c’hellfec’h-c’hwi va c’harout bremañ, pa n’em eus me va-unan nemet doñjer razon ?... Kit kuit. Na chomit ket pelloc’h en ifern-mañ !

ROZEN

Eo, Malo, ganeoc’h e karfen chom da viken, peogwir ez oc’h klañv, peogwir ez oc’h gwalleürus. Chom a rin d’ho frealziñ.

MALO

Dre druez ! N’em eus ket ezhomm eus ho truez !

ROZEN

Malo !

MALO

Dre druez ! Ya, evit se eo ne fell din e chomfec’h !

ROZEN

N’eo ket gwir, Malo ! Dre garantez !

MALO

Nann ! Ganin-me eo echu ! Kit kuit... C’hwi a c’hello c’hoazh, marteze, bezañ eürus... Gant unan bennak... un deiz da zont.

ROZEN

Malo !.. (Hi a baz). Malo !... Ha gwir eo ? N’hoc’h eus biskoazh va c’haret, pa gomzit evel ma komzit !

MALO (dezhañ e-unan)

A, siwazh !

ROZEN (kuñv)

Poan vras a rit din !

MALO (kuñv d’e dro)

Kit kuit !...

(Klevout a reer mouezh ar vamm o c’hervel er-maez).

MOUEZH AR VAMM

Rozen !... Ha c’hwi a zo aze ?

ROZEN

Ya, moereb Anna !

MOUEZH AR VAMM

Emaon war dro al loened. Ha ne c’hellfec’h ket mont da di Janed Digabell da glask an dorzh vara he deus poazhet evidon gant he forniad ?

ROZEN

Ez an d’he c’hlask a galon vat ! (Da Valo). Ez an... betek tuchant, Malo ! (Malo ne respont ket). Betek tuchant, Malo.

MALO (hep mall)

Betek tuchant!


DIVIZ VII


Rozen a ya kuit.


MOUEZH AR VAMM

Aet eo kuit Rozen Pavek ?

MALO

Ya, aet eo kuit.

MOUEZH AR VAMM

Deuit amañ, Malo !... Nann !... Chomit ! Me eo a yelo, peogwir emañ an avel yen o c’hwezhañ e pep tu dre amañ, hag oc’h ober reklom en-dro din.

(Trouz a glever).


DIVIZ VII


AR VAMM, MALO


Ar Vamm a zeu~tre
AR VAMM

N’hon eus ket kalz a amzer kent da Rozen dont en-dro. Pardonit din, va faour kaezh paotr, peogwir e

komzin deoc’h buan hag en ur ger berr. N’on ket, siwazh, evit reiñ deoc’h keloù laouen ! Malo, ha sellet hoc’h eus ouzh dremm Rozen Pavek ?

MALO

Perak komz anezhi c’hoazh ?

AR VAMM

Ha gwelet hoc’h eus pegen bras ha lugernus e oa he daoulagad, enno tan an derzhienn ?... Ha gwelet hoc’h eus pegen roz e oa he divjod treut, ha disliv ha diwad he daouarn ?

MALO

Ha neuze ?

AR VAMM

Ha n’hoc’h eus ket he c’hlevet o pazañ ?

MALO

Marteze...

AR VAMM

O pazañ sec’h.

MALO

Marteze...

AR VAMM

Marteze... evel he c’hoar...

MALO (enkrezet a daol trumm)

Mamm !

AR VAMM

Marv gant ar gwall gleñved.

MALO

Tavit !

AR VAMM

Ar c’hleñved a zebr ar skevent.

MALO

Va Doue ! va Doue ! (Ur pennad digomz). Ne oa ket klañv miz ’zo !

AR VAMM

Ne oa ket klañv c’hoazh, marteze, betek nozvezh an Tan. Peurliesañ, siwazh, an dud yaouank ne vezont ket klañv pell amzer !

MALO

Mamm !

AR VAMM

Va faour kaezh Malo ! Gwenola Pavek, hag hi a zo bet pell war he gwele ?

MALO

Rozen Pavek klañv ! Rozen Pavek klañv evel he c’hoar ! Klañv da vervel, marteze ! N’eo ket gwir, mamm. Ne c’hell ket bezañ gwir !... Piv en deus lavaret deoc’h ?

AR VAMM

Ne vern... selaouit !

(Klevout a reer pazañ er-maez).

MALO (torret e nerzh)

Mantrus !

(Pazañ a glever adarre).

Rozen Pavek klañv... va fried !

AR VAMM (oc’h aspediñ, a vouezh izel)

Malo... Setu-hi o tont en-dro ! Malo, daoust ma karan Rozen Pavek evel va merc’h, ne gemerot ket da bried ur plac’h barnet d’ar marv !

MALO

Ho komzoù a oa tuchant : « Ha n’oc’h ket mui grataet an eil d’egile ? »

AR VAMM

Malo ! Deuit ganin ! Na chomomp ket amañ da gomz... Setu-hi o tont ! Ne vo ket ho ker diwezhañ, Malo ! N’hoc’h eus ket ar gwir da zimeziñ ganti... Ur plac’h barnet d’ar marv !

MALO

Grataet omp. Ho komzoù e oa tuchant, va c’homzoù-me e vo bremañ.

AR VAMM

Malo, ne vo ket ho ker diwezhañ ! (Malo a chom mut).

(A-greiz-holl, en ur vont kuit). Hama ! Lavarit ’ta dezhi ar pezh a garot... Peogwir e vo marv a raok an dimeziñ !

MALO

Mamm !


DIVIZ IX


Malo a ya adarre da dommañ ouzh an tan.
MALO

Marv... a-raok an dimeziñ…

DIVIZ X


ROZEN, MALO


Rozen a zeu tre.


ROZEN

Setu ho torzh vara, va moereb. E pelec’h hen lakaat ?

MOUEZH AR VAMM

Lezit anezhi war ar skaoñ, paket en tamm lien gwenn a zo e korn an daol !

Trugarez.

ROZEN (kempenn a ra an traoù)

N’eus ket peadra !

Bremañ, Malo... (Krenañ a va he mouezh)... Ret eo din mont, ...mont kuit da viken.

MALO

Paour kaezh. (Dezhañ e-unan) ...Klañv !

ROZEN

Ret eo din mont hep ur ger a garantez,... evel ur baourez ma ’z on, peogwir em eus kollet ar galon a garen.

MALO

Rozen !

ROZEN

Evel ur baourez... o c’houlenn diganeoc’h aluzon ur ger tener kent dezhi mont kuit. Ya, emaon evel ur baourez o klask he bruzunenn vara, ...o klask evit netra.

MALO

Rozen !

ROZEN

Ne c’hellan ket mont evel-se, Malo, hep ur ger, hep ur sell a garantez !

MALO

Rozen !

ROZEN

Ne c’hellan ket mont ! (Kuzhat a ra he fenn en he daouarn, ha da bazañ). Ne c’hellan ket mont ! (Malo he red da azezañ).

MALO

Rozen, va selaouit !

ROZEN

Pardonit din, Malo. Ma pazan, n’eo ket kalz a dra. (Pazañ a ra). Serret anoued am eus. (Pazañ a ra adarre). Pardonit din, Malo, ma pazan, ...ha ma n’on ket aet kuit c’hoazh ! (Chom a ra, stouet he fenn en he daouarn).

MALO

Rozen ! Na bazit ket mui. Perak ne sellit ket ouzhin ?... Leñvañ ’rit, Rozen, leñvañ, ’rit ? Ha me eo am eus graet glac’har deoc’h ? {Dezhañ e-unan). Deoc’h-c’hwi, va muiañ-karet barnet d’ar marv ! (Da Rozen) Me eo am eus graet glac’har deoc’h, me hag am befe karet reiñ d’ho kalon dudi ha joa hepken... Leñvañ ’rit c’hoazh ! (Kuñv) Sellit ouzhin, Rozen, sellit ouzhin !

ROZEN

Ne leñvan ket (Malo a flourik he fenn).

MALO

Savit ho penn karet. Perak e leñvit, Rozen ?... Sellit ouzhin !

ROZEN (kuñv, o sevel he fenn)

Gouzout a rit, Malo, perak e leñvan !

MALO

Rozen !

ROZEN

Ma vefen bet dizremmet, me, ha n’ho pefe ket kemeret ac’hanon da bried, Malo ? Ha n’ho pefe ket va c’haret evel agent ?

MALO

Rozen !

ROZEN

Neuze, Malo, penaos e c’hellit lavarout...

MALO

Va Rozen-me !

ROZEN

Malo !... Va fardon a c’houlennan diganeoc’h mar n’on ket bet mat a-walc’h evidoc’h, ...mar em eus graet deoc’h an disterañ poan...

MALO

Rozen !

ROZEN

Met, Malo, na lavarit ket din mont kuit ! Na lavarit ket din pellaat ! Na lavarit ket din... (Pazañ a ra).

MALO

Tavit, Rozen, me eo a c’houlenn diganeoc’h va fardon ! Klañv eo bet va fenn gant ar reuz. Kollet em boa va spered. Diskiant on bet gant ar glac’har ha dall ha fall... Na leñvit ket mui... Sellit ouzhin, Rozen ! va Rozen-din oc’h c’hoazh, va Rozenig-me !

ROZEN

Perak klask frealziñ va glac’har evel ma vefen ur plac’hig vihan, Malo ? Perak klask va frealziñ bremañ gant komzoù na soñjit ket enno ?

MALO

A, Rozen, m’hen goar re, gounezet em eus kant gwech an tamall a rit din ! Va c’hredit, neoazh : ar wirionez a lavaran bremañ. Rozen, ne soñjen ket tuchant er gerioù a zistagen em glac’har. Rozen, e gwirionez, biskoaz n’em eus soñjet enno !

ROZEN

Evit va frealziñ eo e lavarit se !

MALO

Penaos bezañ kredet bremañ... Rozen, ne fell ket deoc’h kompren neuze : va Rozen din-me !

ROZEN (o hejañ he fenn)

Evit va frealziñ eo e lavarit se !

MALO

Ha ret e vo din hen touiñ ?... Sellit ouzhin ! Hag e c’heller lavarout gaou gant un dremm ’vel m’em eus ? (Tostaat a ra e dal ouzh he zal stouet).

ROZEN (o kelc’hiañ e c’houzoug,
tost da semplañ gant an dudi)

A, Malo... (Pazañ a ra).

MALO (kuñv-dreist).

Rozen ! (Dezhañ e-unan). Va faour kaezh Rozen-me !

ROZEN

Malo, Malo ! Gwir eo ’ta ? Respontit din... e timezimp ? E tïmezimp, ha den na tra ne c’hello mui dispartiañ ac’hanomp, Malo, nemet ar Marv !

MALO

Nemet ar Marv !


(Rozen a bok d’e zremm losket).


AR OUEL A GOUEZH