Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An durzhunell.

Rouart, Lerolle & Cie, 1913  (p. 29)



AN DURZUNEL



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key bes \major
    \tempo \markup {"Ledan"} 4= 54
    \autoBeamOff
    \numericTimeSignature
    \time 4/4 
    g'4. bes8 d4 c8([ d]) | c2 bes | \time 3/4 g2~ g8 r | \time 5/4 bes4. d8 c d c4.( bes8) | 
    \time 3/4 bes2~ bes8 r | g4. bes8 ees d | \time 4/4 c4. bes8 g4. a8 | c4. bes8 a([ g]) bes([ a]) | g2~ g4 r \bar "|."
}
\addlyrics {
Kalz am -- zer am eus kol -- let, __ O fur -- chal ar c’hoa --
jou, __ E -- vit klask an dur -- zu -- nel kous -- ket war ar bran -- kou. __
  }
 }
 \layout { line-width = #150 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


Kalz amzer am eus kollet, o furchal ar c’hoajou,
Evit klask an durzunel kousket war ar brankou.

Devet am eus ma amors, ha tennet am eus fall,
Achapet an durzunel, ha nijet er c’hoad all !

Diouz an noz hag ar mintin, e klevan laboused,
O kana, o fredoni, war vek ar gwe pignet ;

Mez n’eus nikun aneze hag a bik ma c’halon,
Evel mouez an durzunel o ouela d’he mignon.

Hirvoudi a ra noz-de gant ar boan, ar glac’har,
Evel eun intanvez paour, kollet ganthi he far.

He mouez a zeu betek d’in, hag a zo glac’harus ;
Ha me da c’houlen ganthi he foaniou truezus.

« Petra, turzunel yaouank, a dourmant da galon ?
— Kollet am eus, emezhi, ma fidela mignon !

» Ma na zeu eur chaseour da ober d’in mervel…
Me ’varvo gant ar glac’har da ma mignon fidel !

» N’eus na souten, na remed, na konsolasion,
Barrek da zont da galmi ankeniou ma c’halon.

» Trec’het on gant ar glac’har, mond a ran da vervel.
Mez na varvin ket kontant mar na varvan fidel ! »

Gwelet am eus o vervel an durzunel yaouank,
Dizec’het eo ma c’halon gant ar poan, an tourmant !

En he huanad diveza he deus c’hoaz lavaret :
« O ma gwir vignon fidel ! » Raktal eo tremenet…

Melezour skler ha brilhant eus ar fidelite,
Te zo ar skuer ar gwira demeus ar garante.

Nan, na varvin ket kontant mar na varvan fidel !
Birviken na zizonjin maro an durzunel…

————
Chanté par M. Caurel, Saint Nicolas du Pélem