AN EMZIVADEZ
————
Anken bonner zo war ma hun,
Anken warnon pa’z on dihun,
Pa’z on dihun, pa’z on kousket ;
Ma flaneden a zo kalet.
Ma zerran lagad ’pad an noz
Ziouaz ! n’e ket evit repoz,
Gant hunvreou kri stravillet :
Ma flaneden a zo kalet.
Da c’houlou-de al lapousik
Drant ha zeder gan e zonik !
Ma c’halon-me zo glac’haret :
Ma flaneden a zo kalet.
Eur vam dener, eur vammik dous,
A brienta boed d’al lapous ;
Me ziouaz ! ’meuz mammik ebed ;
Ma fleneden a zo kalet.
An eon bihan, war e vodik,
Zo luskellet en e neizik
Ha me n’am euz kavel ebed :
Ma flaneden a zo kalet.
’Meuz mad ebed war an douar,
Netra, med anken ha glac’har,
Na tad, na mam, na kar ebed :
Ma flaneden a zo kalet.
Tud estren o deuz laret d’in
Ez on bet kavet war eur min
War dreuzou ’n iliz dilezet :
Ma flaneden a zo kalet.
Ar re vihan-all, tost d’o zi,
’N eil gant egile a c’hoari ;
Evidon plijadur ebed !
Ma flaneden a zo kalet.
Evite holl on dishane
Ha, pa dremenan tost d’eze,
E sellond ouzin zouezet :
Ma flaneden a zo kalet.
Ar vugale-all, ar paouran,
’Neuz tân da dommo ’pad ar goan
Ha me gren gant an anouet :
Ma flaneden a zo kalet.
Nemed er chapelik distro
Da rei d’in gwasked ha disc’hlo,
An noriou-all zo holl zerret :
Ma flaneden a zo kalet.
Daoust hag ar min ’lec’h oan lezet
Gant daërou ma mam oe glebiet ?
Kaër ’meus zellet piz, roud ebed !
Ma flaneden a zo kalet.
Daoust hag hen en-touez ar vein-be
E kavin roud a garante ?
Ziouaz ! ma c’halon chom sklaset :
Ma flaneden a zo kalet.
Na gavan na be na maro
Lakfe ma c’halon da dommo ;
Ma Doue, ganac’h ma c’haset :
Ma flaneden a zo kalet.
Antronoz daou El, daou Elik
’Nijaz gant korf gwenn o c’hoarik
D’ar baradoz gante kevred
’Lec’h n’euz ken planeden galet
An eün.
|
Trugare d’an eün (disanve, siouaz ! evel e « Emzivadez »)
an neuz teurvezet kânan d’imp ar ganouen-man
ken brao ! Deuet mad e vije, ma teufe, gwech ha gwech-all,
da c’houlen digemer aman er C’hroaz ar Vretoned.
Ouspen, perag na gas ket eun dra bennag evit hon
c’henstrivadek Kevredigez-Vreiz ? Dorniet mad a-walc’h
eo da zevel eur pez-labour.