Kroaz ar Vretoned, 1912


AN HERITOUREZ
Pez-c’hoari en eun arvest evit merc’hed
————
c’hoarierien :

AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;

 JULIE, 25 vloa
 LOUISA, 22 vloa
an diou verc’h gwisket
evel o mamm ;

ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;

ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.

PLAC'H AL LIZEROU


Ar pez a dremenn e Pariz, e ti Bretonezed divroet, gwerzet gantê o zammig peadra evit mont da fritan paourante d’ar gêr vras.

DIVIZ I
ANNA

(hec’h-unan, o renkan plajou en eur zal paour hag êret fall).

Ma Doue !… laret eman hirie gouel santez Anna, ma maeronez, ha n’em eus ket gallet mont d’an oferen. Ar gentan gwech eo d’in mankout aboue ma ’z oun en oad da gomprenn pep tra. A ya ! mes gwechall e oan gant ma mamm e Breiz-Izel, ha, mar n’am bije ket sonj, hi a lake evez da zigas din. « Allo, Anna, emei, war droad ! D’an oferen e vo red mont hag al labour a zo d’ober. »… Hag e saven, ha, d’ar vourc’h ! Siouaz, an amzer gaer-ze a zo tremenet. Daoust ma ’z oun aman e ti Bretonezed, aboue c’houec’h miz ’zo, n’em eus klevet roud ebet a oferennou. Klevet en boa pell-zo ne oa ket gwasoc’h tud e Pariz evit ar Vretoned, ha n’am eus ket poan o kredi. Evit bepred, ma itron grignous-me na kennebeut he diou strinkel verglet na c’houlont ket santout treo evel-se.

(Eur pennad eman hep komz).

O ia ! eun oferen e Breiz-Izel, kaerat tra ! dreist-oll oferenn santez Anna… Ar c’hantik-man a veze kanet bep bloa :

Enor, enor da zantez Anna !
Meulomp, meulomp ar vamm ar wella !

Sell, ar gentan gwech d’in da ganan aboue ma ’z oun aman. Gwir eo, aoualc’h am eus d’ober bemde o harz da vean debret en beo gant ar beorien heoliet-man, c’hoant d’eze d’ober o bras, goude bec’h awalc’h o skoulman an daou benn gant mont tost ganti.

(Huanadi a ra).

A nan ! n’oun ket evurus sur, ha, koulskoude, pa felle d’am mamm harz ac’hanoun da vont da Bariz, ne c’houlen ket he c’hredi. Keun awalc’h am eus breman, ’met kredi mont endro a zo stard…

DIVIZ II


(Julie o tont en ti evel eur barr-avel ; gwisket eo e giz eur gomedianez : he dremm a zo fuloret.)

JULIE

Petra an daonet he deus houman da zarmon evel-se e lec’h ober he labour ?

(Anna a ra eur zailh ken ma koue ar plad eus tre he daouarn war leur an ti, bruzunet.)

ANNA

O ma Doue !

JULIE

O, o ! Ne felle ’met se ! Rivinan ’ray ac’hanomp. Peizantez bleup, strouilhenn vil, penn-beuz ’zo ac’hanoc’h ! Sod oc’h pe vac’hagnet ?… Han… Komzet ’ta ! N’oc’h ket mut da vihanan !

ANNA (o krenan).

Dimezel… na oan… Kredet…

JULIE

Kredet, kredet petra ? Kredi e paefet ar plad ze a ran, ha hep termal ! Rak, evelkent, n’omp ket o klask mont da astenn hon dorn war digare plijout d’eur vatez diweat, n’heller ket zoken laret eur ger gallek d’ezi, n’eo ket ’vit en em viskan herve ar c’hiz !

ANNA (gwapaüs).

O mar deo ar c’hiz a hanvet ar billig-arem a douget war ho penn hag an hual a zo war ho tiouhar, mar deo ar c’hiz ar gregach saoud a glevan ac’hanoc’h o trailhan awechou, e laran d’ac’h hep aon eo gwell ganin ma giz eget ho re.

JULIE (ha dorn savet).

Serret ho peus ho kenou ? Ha dioustu ! Sell aze ’vat… Aboue pegouls, mar plij, eo deut ar c’his d’ar mitizien ober kentel d’ar vistri ?

ANNA (o vousc’hoarzin)

N’ouvean ket Mes n’eo ket deut a-rôk ma oa ezomm anezi.

JULIE (er-maez anezi hec’h-unan).

Serret ho peus ho pek hag aet oc’h er-maez !!

ANNA

Mes, demezell…

JULIE

Er-maez, er-maez ! Ha prim !… Ha pevar real aman evit ar plad torret.

ANNA

Pevar real !

JULIE

Pevar real hag er-maez !

ANNA

Lezet ac’hanon da vihanan da zerri ma flad, evel eman ; rak ker eo pep tamm ’vat !

(Plega a ra da zerri an tammou.)

JULIE

O, an dra divergont !

(War ze an nor a zigor ha Louiza a deu er zall, gwisket en eun doare fentusoc’h c’hoaz eget he c’hoar. Eur pakad lizeriou a zo en he dorn, hag he dremm a zo laouen evel an heol.)

DIVIZ III


LOUIZA (da Julie)

Petra ’zo arru gant houman adarre, da insulti ar plac’hig kêz-se ?… Er-mêz !! Me lar-me nan ey ket.

JULIE (glas).

Ha perak, mar plich ?

LOUIZA

Perak ha perak !! ’Teus ket mez bean ordinal war gorf eur plac’hig ken dous, ken tener, ken jentil ?

ANNA, (anaoudek).

O ! demezel Louiza…

JULIE (droug enni ken a gren)

Eus a belec’h e tiskennez ? N’eo ket te eo an hini a espern anezi peurvuia… Ha neuze, petra ’teus da voutan da fri aman ?

LOUIZA

Petra ?… Fe, Kement a wir am eus ha te ’vat, ma flac’h.

JULIE (ru-tan)

A dam avat…

ANNA (o krenan)

’N hanv Doue, dimezelled…

LOUIZA (da Anna)

N’az pez aon ebet, Annaig kêz, ha na rez vann ebet ouz an dra-ze, rak me lar-me e chomi aman ha zoken e vo kresket da bae d’it.

ANNA (o juntan he douarn

Ha gwir ?

JULIE

O, kement-man ’zo re grenv !

LOUIZA (da Julie)

Rei a ri peuc’h… (Da Anna) Pegement ez out paeet ?

ANNA

Pemp skoued ar miz,… maget treut ha tommet fall.

LOUIZA (o pasaat)

Mat, mat sur !… Ma, hiviziken ez pezo ugent livr ar miz ha…

JULIE (o lammat gant Louiza)

Serret e teus da c’henou ? Moarvat, n’eo ket te a zo mestr. Bean ’out ?

LOUIZA (da Anna, hep ober vann eus Julie).

Breman, kerz d’ober da labour ha bez dinec’h. Mar torrez eur plad bennak, eur wech an amzer, ze ’vo gounid ar marc’hadour.

ANNA (o vont kuit)

Trugare, demezell… (Outi hec’h-unan). Gwelet ’peus biskoaz kemend-all ? Aet da ’n em gompren breman e tud evel-se.

(Mont a ra er-mêz).


DIVIZ IV
JULIE, LOUIZA.


JULIE (ru evel an tan)

Penn toupi ’zo ac’hanout ! Petra c’hoarve ganez-te ? Me az tesko !

LOUIZA, (o c’hoarzin)

Julie, ma c’hoar gez, chom en peuc’h.

JULIE

Bez neuze ar vadelez d’am lezel.

LOUIZA

Arsa, Julie, te ’zo zod.

JULIE

Ha te zo foll, a gredan.

LOUIZA

Na gomprenez ket ac’hanoun.

JULIE

Na glaskan ket ober end-eün.

LOUIZA

Selaou ac’hanoun, pa laran d’it.


DIVIZ V
AR VAMM (o tont er zall)
(An hevelep re, ar vamm)


JULIE (O vont trezek he mamm)

Petra ’zo, mamm ?… O, biken na zonjfac’h.

LOUIZA

Mamm, me ’zo o vont da ziskleria d’ac’h.

JULIE

Serr da c’henou !

LOUIZA

Ya, mar ’me c’hoant.

AR VAMM

Jezus, bugale, c’houi ’zo zot !

JULIE

Ya, sonjet, mamm…

LOUIZA

Mes, silaouet ac’hanoun ’ta !

JULIE

… e oan o c’hourdrouz Anna he deus torret eur plad…

AR VAMM

Eur plad he deus torret !!

JULIE

Ya, eur plad a zaou wenneg ! Hag an doupi-man a lare d’ezi he devoa graet mat sur hag e vije kresket he fae d’ezi abalamour da-ze.

AR VAMM

N’en ket possubl, evelkent !

JULIE

Eo, pa laran d’ac’h.

LOUIZA

Arsa, Julie, lenn al lizer-man, p’eo gwir n’houllez ket ma c’hlevet, hag e komprenni marteze.

JULIE

Petra eo ?

LOUIZA

Lenn hag e weli.

JULIE (a gemer al lizer hag a lenn)

« Mademoiselle, je vous prie…

AR VAMM

A, galleg eo !… Tro anezan e brezoneg, ma komprenin ivez.

JULIE (droug enni)

Ha, ze ’zo kazus ’vat,… mamm ’zo evel-se ordinal. Mez hon deve dirak an dud ! N’oc’h ket evit diski galleg ?

AR VAMM (poaniet)

D’am oad !… Jezuz, merc’h paour.

LOUIZA

Mes lenn eta, pe ro anezan d’in ha me ’ray.

JULIE (gant eur beg hirr)

Dimezell, bet, mar plich, ar vadelez da dremen em bureo. Ezommn am eus da gaozeal ganac’h diwar-benn eun heritach a bevar-ugent mil lur a zo digoueet ganac’h a-beurz eur yontr. … Sinet : Laermone, noter.

JULIE (chenchet he dremm)

Han… petra ’zinifi ze ?

AR VAMM

’Gav d’ac’h, e Anna e vefe…

LOUIZA

An heritourez ?… Eo, ma mamm gez, eo, ma c’hoar vihan. Hon matez Anna eo ar vinorez-se. He lizer a zo bet roet d’in dioustu gant ar borzierez. Setu, evel ma n’eo ket deraat rei eur lizer d’eur vatez hep goût pez ’zo e-barz…

JULIE hag AR VAMM

Evel just, skler eo.

LOUIZA

… am eus digoret anezan, … ha setu ar pez am eus kavet.

JULIE (hunvreüs)
[1]
LOUIZA

Ne raje ket droug d’imp lodenni ganti, kuita ?

AR VAMM

A dra zur, ha setu perak…

LOUIZA

… ez oun krog d’ober lez d’ezi.

AR VAMM

’Vit sonjal…

LOUIZA

Kavout eun dra bennak sur.

JULIE (klemmus)

Ya, pas koll tout da vihana.

AR VAMM

C’houi ’lar a-walc’h, bugale ; ’met hounnez ’zo o vont da foueta kenavo ganimp.

LOUIZA

O, rey ket laouen, foeltr gar d’ei.

JULIE

Penaos ’ta c’hoarig ?

LOUIZA

N’eo ket diês he derc’hel. Da gentan, na laret netra d’ei ken n’he devo touet…

JULIE (laouen)

A, kompren a ran. Kompren a ran ! O, ne vo ket diês dont a-benn anezi (O sellet en-dro d’ezi). Me ’zo o vont da gommans.

LOUIZA

Ya, skub ar zall, ha me ’zo o vont da dresan an dôl evit lein.

(Mont a reont pep-hini d’he zu).

AR VAMM

Laouen e vo ha souezet (O renkan an dôl hag ar c’hadoriou) ha neuze n’eo ket re kavout eun tamm poan evit tizout eun tenzor ken bras.

LOUIZA

Ya, sonjet ! Pevar ugent mil lur.

JULIE

Neuze e prenfomp bep a dok neve. Hon re n’int ket bras a-walc’h.

LOUIZA

Ha bep a « vimmi » plu gwenn, evel hini Georgette ar Foll.

AR VAMM

Gwell e vije lakat anê en eun ti bihan war vord ar mor elec’h ma ’c’h ajemp d’an hanv.

JULIE (o tansal gant he skubelenn)

O, pesort sonj dudius !… (O pokat d’he mamm) N’eus nemet « maman » hag a gavfe treo evel-se … Eur « villa » vihan hag a vije hanvet « Kêr-Julie ».

LOUIZA

O, hola ! Ya, pe « Kêr-Louiza ».

JULIE

Out adarre !… Te renk bepred dislaret ac’hanoun.

LOUIZA

Ha te ne sonjez nemet ennout.

JULIE

Me eo ar gosan.

LOUIZA (a goste, o renkan plajou)

Ya, ha, dre-ze, ar sotan.

JULIE

Han,… petra larez ?

LOUIZA (o vousc’hoarzin)

Netra.

JULIE

Ar sotan… ?

AR VAMM

Allo peuc’h ! Me eo a hanvo ar ganistell, mes, da gentan, tôlomp pled d’al lapouz.

LOUIZA

Ober ton d’eur vatez a zo stard.

JULIE (o c’hroamolat)

Ya, ha startoc’h eo c’hoaz d’ober he labour.

AR VAMM

Ba ! sonjomp eo d’he zreo a refomp brao ha nan d’ezi.

LOUIZA

Peuc’h… Arru eo.


DIVIZ VI
(An hevelep re, ANNA)


ANNA (o tont er zall)

Poent eo servij merenn ? O, petra ? Laket eo an dôl marteze ?

AR VAMM (gant eur mousc’hoarz)

Na vez ket souezet, Annaig. Sonjet hon eus rei eun tammig skoazell d’it. Ze n’eo netra.

ANNA

O fe vat… Gwell-chans am eus ; n’oun ket kustum ouz an ton-ze.

JULIE

Na lavar ket trugare d’imp, Annaig. Re vat out.

LOUIZA

Digas ar zoubenn, mar deo prest, mar plij.

(Anna a ya kuit, ’n eur zevel he diouskoa).


DIVIZ VII
(AR VAMM, JULIE, LOUIZA)


JULIE

Sevel a ra he diouskoa, an drompenn !

LOUIZA

N’ouve ket petra da zonjal.

AR VAMM

Grik… Bezet war evez ; arru eo.

DIVIZ VIII
AR VAMM, LOUIZA, JULIE, ANNA


ANNA (o tont er zal gant eur pladad soubenn domm)

’Meus aon em eus laket diou wech holen er soubenn.

AR VAMM (rust)

N’oc’h tet ’vit… (O chench ton) ba ! ze ’eo netra. Anna ; ni n’omp kt ken sellus-se.

JULIE

Nan, nan ; mat sur eo evel-se.

LOUIZA

Ze ’zo evit an deiou ec’h ankouaï lakat tamm ebet.

ANNA (souezet gant Kement a chenchamant)

Ya, mes ’velkent…

AR VAMM

Ni a gav hir an amzer hon zaer. Mar ’tije ar vadelez da zont da zerc’hel kompagnunez d’imp ha da zibri eur bannac’h soubenn ganimp ?

ANNA (mui-ouz-mui souezet)

O, trugarez… !

LOUIZA

’N hanv Doue, na rez ket a gomplimanchou, mignonez.

JULIE

’Vit ober pijadur eo, Annaïg. N’hellez ket nac’h.

ANNA (o sellet ouz he dilhad)

Ya, mes n’oun ket dereat evel-hen ; me ’zo o vont d’en em chench.

HOLL

Nan, nan… Ba, ba ! Gwell-vat !… Re vat !

ANNA (o sellet ouz he daouarn)

Da vihanan, en em walc’hi eun tamm ?

AR VAMM

Nan, pa laran d’it ! Hag hen en em walc’homp-ni ?

JULIE

Azez ’n ez koaze, Annaïg.

LOUIZA

Aman, ’n em c’hichenn. Kontant ’out ?

AR VAMM

Tap eur « fauteuil » d’Anna. Easoc’h e vo evit ’barz ar gador galet-se.

(An diou blac’h yaouank a zav ; unan a dosta ar gador hanvet « fauteuil » gant ar vamm ; eben a grog er vatez hag a zikour anezi d’azean.)

ANNA (boemet).

O trugare, trugare ! Mat oun evelse… (A goste) Petra sinifi kement-man ?

AR VAMM

Dam, Annaïg, te a blij d’in, merc’h kez. Me a gar ac’hanout kement hag unan eus ma merc’hed.

JULIE ha LOUIZA (gant tan)

Ha ma kement pe muioc’h evidoun ma-unan.

ANNA

O… evelkent. (A goste, ’n eur zellet ouz Julie) Nag a chenchamant aboue ar beure-man !

LOUIZA (o tapout eur zervietenn hag o lakat anei en-dro da c’houg Anna).

La… evel-se ! O, pardon ; gloazet em eus ac’hanout gant[2].

ANNA

Nan, nan ; trugare… (a goste) E gwirione, n’ouvean ket petra da zonjal.

AR VAMM (pan eo azezet an holl)

Anna, kemer soubenn, ma flac’h bihan… A mes gortoz… (Da Julie) Tap ar restad « madère » a zo aze, ma roin eur bannac’h d’ei a-rôk.

(Julie a zav hag a laka ar voutailh war an daol).

AR VAMM

Allo, ro da werenn aman, Annaïg.

ANNA (oc’h astenn he gwerenn)

N’eo ket da vean reüzet, itron… O, traoualc’h, traoualc’h ! Trugare.

AR VAMM

Ba ! Kemer eur bannac’h bihan… (A goste) Kemeret he dije ar voutailhad oll, an dra zavet fall… (A vouez uhel) Eun tamm soubenn breman. (Diskenn a ra soubenn).

JULIE (leun he genou)

Ha bez dinec’h ; hiviziken e pedan ac’hanout d’en em zonjal evel hon c’hoar.

AR VAMM

Rak, m’oar vat, ne teus ket sonjet kuitaat ac’hanomp ; bean ’teus ?

ANNA

O, nan… Ma ’vefe kont evel-hen bemde…

JULIE

Eo, eo… Mamm a lare d’imp, ar beure-man, he doa c’hoant, pell-zo da zellet ac’hanoc’h evel-hen, nemet c’hoant he doa d’az anaout mat a-rôk.

ANNA (etre diou loaiad)

O, an itron Pismig a anave ac’hanoun pell-zo. Savet oun bet en he c’hichen.

AR VAMM (prim)

Ya, ya. Anna… ha setu perak…

JULIE

N’eus netra goude ar soubenn, mamm ?

AR VAMM

Eo, laouen, kig a zo. Petra ? Ya m’oarvat !

ANNA (o sevel)

Me ’zo o vont d’hen kerc’hat. ’Meus aon, devet eun tamm.

LOUIZA (o sevel ive hag o kregi e brec’h ar vatez).

Chom aze, Anna… Ne c’houlfen ket evelkent...

JULIE

Me eo a yey da glask ar plad evit Anna.

LOUIZA

A n’i ket avat ! Me ’m eus goulennet da gentan. (Mont a ra er-maez).


IX
(An hevelep re nemet LOUIZA a zo aet d’ar gegin).


ANNA

O, memes tra dimezelled. n’oun ket evit komprenn.

AR VAMM

Na vez ket souezet, ma merc’hig ; bemde ’vo kont evel-se breman.

ANNA

Bemde… !

JULIE

Ya, bemde… Ni a ray da labour evidout evit ma c’halli mont da vale.

ANNA

O !…


DIVIZ X
(An hevelep re. Louiza).


LOUIZA. (oc’h arruout gant ar c’hig)

Ha me a yey hep mintin da gas da chokola d’it d’az kwele.

AR VAMM

O… ba… an diou-man a gemer ar blijaduriou oll evite, ha me n’em bo hini ebet ’ta ?… Kemer kig, Anna ; Kemer pez a blij d’it.

ANNA (evel en eun hunvre)

Lezet hardi, itron.

LOUIZA

Servijet anei, mamm. Ar plac’hig kez a zo re abaf ; biken na gredo kemer an tamm gwellan.

ANNA (o vousc’hoarzin)

O eo… D’ober ze avat ez oun barrek… (’N em zerviji a ra. E keit-se, ar vamm a ziskenn gwin d’ei, ha Louiza a droc’h he bara).

JULIE (a goste)

Sell, an tamm gwellan he deus kemeret, ar pez fall ’zo anei ! Ha sellet penôs e tebr !… (A vouez uhel) A, eun dra hon deus c’hoaz da c’houlenn diganit, Anna : pedi ac’hanout da chom hep henvel ac’hanomp nag « itron » na « dimezell » ; ober evel pa vefez eus ar familh.

ANNA (o poz he c’hontel).

O memes tra… Dime… Julie, gwall-chenchamant a gavan ennoc’h abaoue ar beure-man.

JULIE (prim, o tiblas he c’hador)

O ! Ba ! ankoua an dra-ze. Kement-se n’eo nemet eun testeni eus ma c’harante evidout.

ANNA (a goste)

Fe d’an daoula, eun testeni iskiz, avat !

JULIE

Annaïg kez, lez ac’hanoun da rei eur pok d’it.

LOUIZA

Ha me ta !

(Sevel a reont, helebini etrede klask goût piou a boko da gentan d’Anna).

JULIE

Ma lar, me am bo ar pok kentan

LOUIZA

A dam, n’az po ket avat, sur end-eün.

JULIE (o voutan he c’hoar).

Gwelet e vo ’ta !

LOUIZA (oc’h ober memes tra).

Ya, gwelet e vo sur !

AR VAMM (o vousc’hoarzin ouz Anna).

Sell, nag a garante !

JULIE (da Louiza)

Pez divalo ’zo ac’hanout !

LOUIZA

’C’hanta, divergondez !

ANNA (ha na oar ouz piou sellet).

O, la…

JULIE (d’he c’hoar).

Petra ? Divergondez d’it-te !

LOUIZA

Ya, d’in-me… ! Kuita, Anna, em bezo ar pok kentan… ?

ANNA (juntet he daouarn).

Ma Doue, dimezell Louiza !

LOUIZA

A, evel-se… Mat sur (pokat a ra d’ei).

(Klevet a reer kloc’h an nor o son).

AR VAMM

Arru ’zo tud.

ANNA (oc’h esât sevel)

Mont a ran da zigeri.

HOLL (o kregi enni).

Pas, evelkent, o siouaz !

(Ar vamm a ya da zigeri.)

DIVIZ XI
(Ar memes re, plac’h al lizerou)


PLAC’H AL LIZEROU (o tont er zall)

Demat, itron ha dimezelled Pismik. Digarezet ac’hanoun, me ho ped. Keun am eus… d’an eur-man ; ’met nec’het oun… (Da Louiza) peanos, dimezell, hag hen n’em eus ket roet eul lizer d’ac’h ar beure-man evit ho matez ?

LOUIZA (o sellet ouz he mamm hag he c’hoar)

A, eo avat ! sell, ya sur… evidout, Anna. Ankouaet em boa rei anean d’it (Tennan a ra al lizer.)

PLAC’H AL LIZEROU (o kemer ar paper).

Trugare ! Al lizer-man ne gredan ket e vefe d’ho matez.

AN TAER BLAC’H

petra ’laret ?… O farsal ez oc’h !

PLAC’H AL LIZEROU (souezet, o sellet oute).

O farsal n’oun ket sur, ha perak ?… (Da Anna) pesort hano ho peus ?

ANNA

Anna ar Pennek.

PLAC’H AL LIZEROU

Ya just… hag al lizer-man a zo da Anna an Troadek, matez an ti-all, ’N em dromplet em boa.

LOUIZA (mantret

Ha me ’m eus digoret a lizer !

PLAC’H AL LIZEROU

Bon, avat !… A, fe dam, n’eus ket kement a riskl, pan eo kavet… Kenavo itronezed Pismik, digarezet ac’hanoun da vean ho direnket… (Mont a ra er-maez)


DIVIZ XII
(Ar memes re, nemet plac’h al lizerou... An taer blac’h a chom mantret eur pennad d’en em zellet. Souden ar vamm a wel Anna o tibri sioul he zamm kig.)
AR VAMM (kounnaret)

Lezet ho peus an treo-ze, tra ifrontet ha savet fall !… Hag aet oc’h er-maez !

JULIE HA LOUIZA (o vont ’trezek d’ei).

Aet oc’h er-maes, penn darbot !!

ANNA (boemet).

Petra Doue ?

AN TAER ALL

Petra, petra ! Ar porz, ha prim !… (Boutan reont anezi er-maez).


DIVIZ XIII
(Julie, ar vamm, Louiza)


JULIE (o kouezan war eur gador)

Ya, sonjet er pez vil-ze ! Pesort tôl he deus graet d’imp ! Mamm, me ’gasfe hounnez da vale. Mitizien a-walc’h a ve kavet.

AR VAMM

Ya, piou en dije kredet ?… Ha dibri hag evan a rae hounnez, n’eo ket farsal !

LOUIZA
(he fenn ganti etre he daouarn)

Ha koll eur fortun evel-se n’eo ket spontus !!

JULIE

Lezet-hi ! Hounnez a baeo ze d’in.

LOUIZA (he dorn serret)

Me he malo…

JULIE

Ya ! Ha te a zo kôz, koulskoude, mar zo grêt tôn d’ei.

LOUIZA (o sevel)

Me, ha me adarre… Marteze oc’h aes da damall ze d’in c’hoaz.

JULIE (o sevel ive)

Sort se ’zo rok ’vat… Emichans, ne vo ket gallet kaozeal ganit ken, goenvadenn ’zo ac’hanout !

AR VAMM (da Julie)

Peuc’h !…

(Julie, feuket, a ya er-maez en eur grosmolat. Louiza hec’h heuilh, eur pennadig goude, en eur huanadi).


DIVIZ XIV
(Ar vamm hec’h-unan, o klenkan an treo).

A ma Doue ! Gwasat planedenn !… Me lar d’ec’h, bean zo tud ha n’eo ket dleet d’ê kavout tamm chans ebet war an douar-man. … A ba ! red eo d’in mont da aveli ma fenn eun tammig… (Mont a ra er-maez).

DIVIZ XV
(Anna o tont er zall goustadik en eur zellet en-dro d’ei).

Daoust hag aet int er-maez ? Ya, dre c’hras Doue… O, siouas ! (Oc’h azezan war eur gador) ya gwelet ho peus biskoaz kemend-all ?… ’Peus ket, a dra zur, na den beo ebet ivez ! N’eo ket eun ti eo heman, mes eun ifern. Ya, sonjet pesort andellou a reont d’in… (O lakat he fenn etre he daouarn) o, ma bro goant Breiz-Izel, o ma mamm garet, na me ’garfe c’hoaz ho kwelet !

EUR VOUEZ DRANT A GAN ER-MAEZ :

Pa oan yaouank e ti ma zad,
Ma flijadur a oa dalc’hmad
En koajou Breiz, maluron,
Mont da vale.

ANNA, o sevel he fenn

Petra, petra am eus klevet ?

AR VOUEZ A GAN ADARRE :

Eun de, siouaz e komeris (diou wech)
Penn an hent a gas da Bariz
Pell a goad Breiz, maluron
C’h ên da vale.

ANNA, o tridal

N’en em dromplen ket. Brezoneg, brezoneg a zo ganti (Selaou a ra c’hoaz.)

AR VOUEZ, TOSTOC’H :

Siouaz, e lec’h evurusted,(diou wech)
N’em eus kavet ’met poan-spered !
Pell a goad Breiz, maluron
C’houerv eo bale.

(Anna a zav evit mont da velet, mes ar vouez a gan adarre ; chom a ra da zelaou.)

Mes komprenn a ran ar gentel,
Distrei a ran da Vreiz-Izel ;
En koajou Breiz, maluron
Dous eo bale.


DIVIZ XVI
(Anna, Annet).


ANNA, o redek da doull an nor

Petra ?… Piou ?… O, te a zo aze, Annet !… Gwell-laouen out… Sell, da valodenn ! Pelec’h ez evel-se ?

ANNET, er-maez

Pelec’h ? Da Vreiz-Izel, ma flac’h kez !

ANNA

Da Vreiz-Izel ! Mont a rez d’ar gêr ?

ANNET

Ya, ha n’eo ket ’rôk ar c’houlz.

ANNA, oc’h huanadi

Deus en ti eun tamm bihan, Annet.

ANNET o tont en ti

Kement a laret kenavo d’it mignonez, rak poent eo d’in kemer an tren… (O chom ’n he sav hag o sellet en-dro d’ei) Da unan out ?

ANNA

Ya, ya, a drugare Doue… (Goude eur poz) Jezus, Annet, na te ’zo evurus !

ANNET

A, ya ’vat, merc’h kês ; hirie ez eo savet an heol a du ganin. Sonj am eus da douch eun heritach a bevar-ugent mil lur !

ANNA, o juntan he daouarn

Pevar… ugent… mil… lur, santez Anna !

ANNET

A-berz eur yontr d’in. Eur chans eo ha na gonten ket varnean evit c’hoaz.

ANNA

Pegouls eo arru ar c’helou ganit ?

ANNET

Mes dioustu, ’ta ! ’Teus ket klevet ? Koulskoude unan eus da dimezelled he deus digoret ma lizer… Plac’h al lizerou he devoa en en dromplet hag e sonje d’ezi eo evidout e oa al lizer.

ANNA (’n he sonj hec’h-unan)

Eul lizer evidoun !… Pevar-ugent mil lur… Gortoz, gortoz ! A, breman ’welan, breman komprenan !

ANNET

Petra ?

ANNA

Ya, ya, skler eo an treo d’in breman. O,an ter drompen !

ANNET

Mes, lavar din petra da vihanan !

ANNA, O c’hoarzin.

O, ma merc’h paour, biken ne zonji pegen fentus eo an taol-ze. Mar ’tije gwelet an ter strakell-ze… ma mestrezed,… oc’h ober ton d’in ar c’hreisteiz-man, mar sonjfes pe sort ardou a raent d’in : « Annaïg », a lez-man, « Annaig », a lez-hont… ; ober d’in mont da dibri gante,… serviji ac’hanoun, … pokat d’in, ha me ’oar ! Boemet e oan gante, ha n’ouveen petra da sonjal, pan arruas ar borzierez d’ober klask war eul lizer bennak a oa sanset d’in,… da hini breman, welan,… hag a oa bet digoret gant ma lakezenn.

Mar ’tije gwelet pesort penn a rae an dimezell-ze o tispakan al lizer, mar ’tije gwelet penôs e oa koueet o c’herc’h war o segal, o klevet komjou ar plac’h-se ! Na oa ket aet kuit 'met a boan, ma oa chenchamant kantik. Boutet e voen er maez gant an hanoiou dereatan, hep na ouien petra a oa krog enne nag eus a belec’h e teuent.

Komprenn a rez eveldoun, marvat ; ar re-ze a zonje eo me a oa an heritourez vras-se hag e oant krog dija da flouran ma yalc’had… Lar ha n’eo ket fentus a-walc’h an dro-ze ?

ANNET, o tirollan evel he c’hensortez

A, eo avat, kement-se n’eo ket fall. Talveout a ra ar boan bean kontet. Kenta tra a larin pa vin arru e Breiz e vo ze… O, an ter lousken !… Da laret eo, o brud vat ne vo ket a waz tamm ebet ; anaveet int pell zo evit pez ec’h int hag e Pariz hag a Breiz,… nemet, memes tra, ze n’am bije kredet biken evelkent, o la la… (O sellet ouz he montr) mes, pa zonjan, Annaïg kêz, poent eo d’in mont ;… mankan a rin ma zren… Allo, kenavo. Ro eur pok d’in.

ANNA, krenn

Kenavo ebet !… Me a zo ivez o vont ganit. Me ivez a zo o vont da zistrei d’am bro.

ANNET, o strakal he daouarn

A ya, ze eo ! Deus ganin ! Deus d’ar gêr ; na chomez ket en toul-man da vervel.

ANNA

Ma fak, hag en-dro ! (O kanan)

Da goajou Breiz, maluron
Demp da vale.

(Mont ha dont a ra dre ar zall, o klask ar pez a zo d’ezi. Annet a vouskan. Souden an nor a zigor hag an itron a zeu en ti, kounnaret).


DIVIZ XVII
(Ar memes re, ar vamm)


AR VAMM, o vont trezek Anna

Petra ’peus c’houi da furchal ma zi-me, laerez ’zo ac’hanoc’h ? Aman eman ho plas ? A, er zall e tigemeret ho mignonezed ?… E gwirionez, kement-man n’ eo ket fall… (O hejan anezi) deut oc’h d’ober ho labour ?

ANNA, sec’h

Itron, mar plich…


DIVIZ XVIII
(Ar memes re, Julie, Louiza)


JULIE, o tigouezout

Petra zinifi kement-man ? Petra ’zo a nevez, mamm ?

LOUIZA, o tigouezout ivez

Petra ’zo… (O welet Anna hag he mignonez) a bon avat ! ar zalliou a zo graet evit Ar mitizien breman, war a welan.

ANNET, o sellet en-dro d’ezi gwapaus

A, houman eo ar zall ! O, fe ’vat, n’eo ket re gaer evit mitizien ; dereat eo d’ober eur c’houldri…

LOUIZA

Han, petra ’lar houman ?

ANNET

Laret eo dereatoc’h lakat er zall eur vatez savet mat evit eun dimezell savet fall.

AR VAMM

Penôs, savet fall ?… Ma merc’hed a zo savet fall !!

ANNET, sioul

Ma gred d’in penôs an hini a zigor lizeriou an dud-all, n’eo ket hanvet eur plac’h savet mat e bro ebet.

LOUIZA, o ruzian

Petra ’lar ar radoterez-ze ?

JULIE, da Anna

D’ober petra e chom houman da furchal an treo aman ? Aet oc’h d’ober ho labour ?

ANNA, o vousc’hoarzin

Breman ’z eun eur ne gomzec’h ket evel-se !

JULIE

Han !…

ANNA

Pa zonjec’h lodenni ganin eur yalc’hadig aour a bevar-ugent mil lur. Allaz, c’houitet oc’h !

ANNET

Mar sonjfent eo me an heritourez evurus-se, marteze e vefent teneroc’h ouzin evit nan int.

JULIE ha LOUIZA

Penôs, c’houi ’n hini eo ?…

ANNET, o c’hoarzin

Ya, merc’hed, paour. Me eo zur ! N’ho peus ket c’hoant da rei eur pok d’in ?

AN DIOU C’HOAR, an dour en o genou hag o tostaat da Annet.

Penôs eo digoueet an heritach-se ganec’h-c’houi ?

ANNET

Gwell en dije graet kouean ganec’h, kuita ?

AR VAMM

En gortoz e oac’h dioutan ?

ANNET, o vont ’trezek toull an nor

’N em vesket eus ho pemp krampouezenn, mar plich ; ha lezet ma c’hont ganin. Kement-se n’eo ket hoc’h afer… (Krenvoc’h) Allo, Anna, arru out ?

ANNA, hag he deus graet he fakad, e-pad an amzer-ze.

Ya, ya, arru oun.

AN TER ALL distroet

Penôs, Anna, petra ’laret ?

ANNA, o saludi

Kenavo d’ec’h, itronezed.

AR VAMM

Kuit ec’h ez ?

ANNA

Ya, mont a ran war ma c’hiz d’ar vro n’ am bije biken kuitaat, bro ar garante hag al lealded.

ANNET, diwar an treujou

Distrei a ray p’he devo eun heritach da douch. Neuze, herve kont, ez eo brao bean en-dro d’ec’h.

JULIE, disprizus.

Graet hon gourc’hemennou d’hon c’henvroïz.

ANNET ; o tistrei rok

Penôs, n’eo ket a-walc’h d’ec’h bean aman dizenor ho pro, hoc’h eus c’hoant e ve kaset ar c’helou mantrus-se d’ho kenvroïz ?… Nan, nan, aman eman ho lec’h. O koll bugale eveldoc’h, Breiz-Izel n’eo nemet a well. (Mont a reont er-maez… An ter-all a chom eur pennad d’en en zellet.)

DIVIZ XIX
(Julie, Louiza, ar Vamm)


JULIE

Peuc’h ! nag a jal gant diou vatez ! Fentus eo !!

LOUIZA

Ha Breiz, ha Breiz !… Fe vat, me n’em eus keun ebet d’ar vro dreut-se.

AR VAMM, drist

Ma ! bugale ; me lar d’ec’h, e karjen ober evelte !

KOULMIG ARVOR.

  1. Amañ e seblant mankout ul linenn (Notenn gant Wikimammenn).
  2. Ne seblant ket bezañ echu ar frazenn. (Notenn gant Wikimammenn)