N° CXIV. — An noz tenval.
- An noz teñval he deuz ledet he mantell
’-us d’an douar morgousket ha didrouz ;
E korn eur c’hraou Jozeb hag e Wreg santel
Oc’h adori zo stouet war ar plouz.
Poblou ar bed, hastit dihun ha sevel :
Ne glevit ket o kanan dre an aer
Aelez an Neñv, o sellou war eur c’havell.
Diskan
Nouel ! Nouel ! Ganet eo hon Salver !
Nouel ! Nouel ! Ganet eo hon Salver !
- Taolet er-maez a varadoz an Eden,
Hon tadou koz abaoe kantvejou
A hirvoude, beuzet ’n eur mor a anken :
Ne gredent ken sellout buz an Nenvou.
Fals doueou pe gentoc’h drouksperejou
O dalc’he stag gant chadennou pounner ;
Paganed paour, selaouit holl ar c’helou :
Nouel ! Nouel ! ganet eo hon Salver ! (2w)
- Ar rouaned warlerc’h ar paour hep truez
A zo galvet en e graou bep eil tro :
D’hon c’hentelia e tispigno e vuhez
Ha d’hon prena ouz ar Groaz e vârvo.
D’ezan e Dad a ginnig e holl vadou,
E vrec’h ’zo krenv, e galon ’zo tener :
’vit e veuli unanimp holl hon moueziou :
Nouel ! Nouel ! ganet eo hon Salver ! (2w)
- Ouspenn e wad hag e gelennadurez,
D’imp ar Bugel da vamm a roy e vamm,
An hini ’vo dre ar bed-holl Rouanez
Hag a zo bet a bep amzer dinamm.
Bet hon eus c’hoaz d’hon diwall, evel patron,
Pried Mari, Joseb e dad mager ;
O, pebez joa a dle birvi ’n hon c’halon :
Nouel ! Nouel ! ganet eo hon Salver ! (2w)
|