Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Ter c’hadig.



AN TER C’HADIC
____


   Eur c’hadic, diou c’hadic, ter c’hadic rouz
A oa en noz-man er bern plouz ;
Warc’hoaz da noz refont arre,
Mar gallan, me dapo anhé.

   Eur c’hadic, diou c’hadic, ter c’hadic wenn
A oa en noz-man er bern foenn ;
Warc’hoaz da noz vefont arre,
Mar gallan, me dapo anhé.


   Ha goude, eur c’hadic griz, hac eur c’hadic duf, hac eur
c’hadic melenn etc. a ve canet d’ar vugale vihan, oc’h ober d’hé
lammad war bennou-daoulinn ar c’haner.

______________