◄   XVII XIX   ►


TRIWEC’HVET PENNAD
Bodadeg vras e Landremel hag en hent
war-du Karreg-al-Louarn


En abardaez an deiz-se, e oa, e Landremel, ur vodadeg vras. Ar Riou, ar C’herriou, ar C’hariou, ar C’horiou, ar Piriou a oa en em glevet etrezo e ti ar Saliou, da vont da Garreg-al-Louarn, en noz-se, ha da reiñ e begement da Satanaz ha da grennañ dezhañ e c’hoant da zont da drubuilhañ repoz ar gristenion.

Ar marichal a lavare :

— « Eno n’eus Satanaz ebet ; Satanaz ebet, a lavaran deoc’h, pe, kentoc’h, daou Satanaz a zo eno : Job ha Lom eus Lanurgad. »

— « O ! Kement-se ! » a lavaras an holl dud, a oa deuet d’ar vodadeg.

— « Sur on, » a lavaras ar marichal. « Job ha Lom eo a vez oc’h ober bemnoz cholori, e Karreg-al-Louarn, evit lakaat o c’hrabanoù war destamant ar voereb kozh. »

— « Mes », eme unan, « kerent all a zo. »

— « Ya ! ya ! kerent all ez eus. Mes an daou louarn a zo en em glevet, ha fin int, dreist-ordinal. Bet int o klask korf Herri er stêr vras ; ar voereb a sino he zestamant evito ha goude… ya ! goude int a satanazo an ti evit ma varvo an hini gozh. Setu aze ar wirionez ; n’eus netra gwiroc’h. »

An holl a vousc’hoarzhas. Den ebet ne grede. Soñjal a raent :

— « Paour kaezh marichal ! Poazhet eo e empenn gant tan ar c’hovel ! »

Ar marichal a yae droug ennañ abalamour ne oa kredet gant den.

— « Mat ! » emezañ, « me a yelo, en noz-mañ, da Garreg-al-Louarn, ha me a ziskouezo deoc’h piv eo Satanaz pe n’on ket un den. »

— « Marichal, marichal, arabat deoc’h kaout re a gred en ho spered. Pa vo c’hoarvezet droug e vo re ziwezhat. Gwelloc’h eo deoc’h chom hep mont di. »

— « Mont a rin, pa lavaran deoc’h. Va-unan, va-unan, ha c’hoazh n’em eus ket aon. »

— « O ! neo ket an aon a vir ouzhimp da vont da Garreg-al-Louarn, » a respontas an holl, « mes gant Satanaz n’eus ket da c’hoari. »

En em glevout a rejont, evelato, da vont da Garreg-al-Louarn da zisatanazañ ti ar voereb Vari. Mont a raint di en ur vandenn ; ar Rioued, ar Pirioued, ar C’harioued, ar C’herrioued, ar C’horioued, ar Salioued ha kement hini all a oa o chom er vourc’h, ha n’en doa riou ebet en e anv.

Pa voe debret koan, eta, goroet ar saout ha kousket ar vugaligoù, paotred ha merc’hed Landremel a gemeras hent Karreg-al-Louarn. Kavout a rejont, e kement kroazhent, bandennadoù tud o c’hortoz anezho ha deuet da greskiñ o niver : paotred Pennarvern, Kerinkuf, Penn-Aod, Park-ar-Vur, ha kalz re all, deredet eus ar menez, eus an draonienn ha zoken eus an tu all d’ar stêr vras.

— « Ha ! ha ! bremaik e vo c’hoarzhadeg, » eme ar marichal, « bremaik e vo tapet Satanaz war e neizh. »

Tremenet ’oa Toull-ar-Broc’h gant ar vandenn ; edo Karreg-al-Louarn dirazo, uhel, uhel, war an duchenn. Neuze, dre ma tostaent, an dud a gerzhas goustadikoc’h-goustadikañ. E feson, e oa kroget ar spont e kalon meur a hini, ha ma vije bet deiz e vije bet gwelet e oa figur ouzhpenn unan ker gwenn hag al loar a oa o sevel d’ar mare war gorre tour Pleiben.

Ur vaouez zoken a dostaas ouzh bord an hent evit ober un azez war al letonenn.

— « Aet on skuizh, » emezi.

Hi a oa aet skuizh, hag, en un taol, ar re all en em gavas skuizh ivez.

— « Chomit amañ ! » a lavaras ar marichal, « me a yelo va-unan da zilojañ Satanaz, ha da deurel dreist e benn al lerenn-mañ. »

Hag ar marichal a ziskouezas al lerenn en doa degaset gantañ hag a servije dezhañ, er c’hovel, da sevel treid ar c’hezeg evit o houarnañ.

— « Al lerenn-se, » emezañ, « a vo taolet dreist e benn, ha, gant al lerenn-se, e tegasin deoc’h Satanaz, marv pe vev. »

Rak ar marichal a grede dezhañ ne oa ket un den evitañ e parrez Lotei.

— « Mont a ran neuze, » a gendalc’has ar marichal, « ha pa rin : Youc’houc’hou ! neuze e vo bet lerennet choug Satanaz. »

— « Youc’houc’houc’houc’hou !… » a reas ur vouezh skiltr, e liorzh Karreg-al-Louarn.

— « Ur gaouenn ! »

— « N’eo ket ur gaouenn. »

— « N’eo ket un den. »

— « Labous an Ankoù an hini eo. »

— « Satanaz eo sur. »

— « O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »

— « O ! ni a ya ganeoc’h. Petra ’raimp amañ, ma n’omp ket evit mont tre betek an ti ? » a lavaras ar merc’hed all.

Ar baotred a lavaras :

— « Ni a chomo evit mont da sikour ar marichal, kenkas ma vo ezhomm. »

Ar marichal en doa keuz da vezañ bet re hir e fri. Ne fiche ket.

— « Alo ! marichal, ma ne gredit ket mont, me a yelo en ho plas, » a lavaras unan.

— « Heu !… » a respontas ar marichal, « n’on ket aonik, ha ne vin ket ».

Hag eñ dreist ar c’hleuz, hag a-dreuz ar roz war-du an ti satanazet.

— « Youc’houc’hou ! » a reas adarre ar vouezh war gorre an dorgenn.

Ar marichal a chomas a-sav, hep gouzout petra a oa ar gwellañ dezhañ ober : pe kenderc’hel da vont a-raok pe dont en-dro war e giz. Allas ! ne oa ket evit dont war e giz, pa ne vije bet nemet gant ar vezh.

A ! re hir eo bet e fri, ha kalz re hir e deod !…

Mes petra a oa du-se, el liorzh ? Ur c’houlaouenn a oa o parañ dindan ar gwez avaloù ! Ober a rae an dro d’an ti !

— « Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.

An dud war an hent a welas ivez ar goulou. Ober a rejont sin ar groaz evit bezañ diwallet eus ur gwalleur bennak.

— « Paour kaezh marichal ! » a lavaras ar Riou.

An holl draoù a oa trist, trist, en-dro dezho : ar parkeier, ar rozioù, koad Troboa, an draonienn, ar stêr vras o voudal du-hont e skluz Penn-ar-Pont ha sklerijenn al loar war Garreg-al-Louarn.

Klask a raent gwelout, er roz, ar marichal o pignat d’an dorgenn, hag o vont da glask e varv. Ne welent marichal ebet.

— « Tremenet eo ar roz gantañ, marteze. » eme ar C’hariou.

Ar marichal ne oa ket tremenet ar roz gantañ c’hoazh. Azezet e oa er foz, o soñjal en ur bern traoù.

— « Bremaik, » eme ar Salioù « e vo amañ c’hwez ar rost bev. »