Anjeluz-noz al labourer

Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 15-16)



Anjeluz-noz al labourer
————


Laret e ve, ouz hen gwelet,
E ve an heol skuiz ha yostet ;
Seblanti ’ra en em luian
’Barz ar branko, er c’hoad nesan.

An evnigo a richan c’hoaz
A-us d’an dour, a hed ar waz,
’Met holl emaint tost-tost d’al lec’h
Ma kludfont ’pad an noz, dinec’h.

Gant e loened, ar mesaër
Ac’h a seder ’trezek ar ger ;
Strak e skourje, gwech-ha-gwechall,
’Ra d’an hekleo war-dro sklokal.

Al labourer en pen an erv,
E-harz ar c’hleun, warnan gwe derv,
A zidouar e vinwio
Gant raden zec’h ha gant delio.

E-pad an de en eus c’houezet,
Hag e gorf paour a zo brewet ;
Mes eus e di, e-touez ar gwe,
E sav moged ’trezek an ne !

Ha bremaïk pa ’n em gavo
’Kichen e wreg hag e dudo,
En do digoll eus e holl boan,
En eur zibri gante e goan.


Eun tammig ’zo, mouez ar c’hleier
A ve klewet o vont dre ’n er,
Mouez ar c’hleier bihan ha bras,
Er paroujo, o son ar glaz !

O mouezig skeltr, gant an awel
A zo douget ha kaset pell,
Ewit laret d’ar gristenien
D’an anaon paour rei eur beden.

An heol ’man ken ’touez ar branko,
Kouêt eo du hont ’barz an aocho ;
Eus lein an tour e koue ive
Nao dol ar c’hloc’h ’vel da greiz-de.

Al labourer ’lak e borpen,
Ha sin ar groaz en e gerc’hen,
Ha ’n eur gerzet ’trezek ar ger,
E teu gantan eur beden ver.

Peden an El, pa zaludas
Mari, Gwerc’hez, ha leun a c’hras,
E dog ’ne zorn war droad e bal,
An Anjeluz a lar rak-tal.

Ma koue e dreid pounner da-vat
War an hent bras, e zaoulagad,
E zaoulagad hag e spered
A zav ’trezek e Vam garet.

Mari neuze, ’m eus ar greden,
A zell ’trezek an den kristen,
Ha dimeus lein ar Baradoz
D’he zervijer ’ro he bennoz.

Bennoz Mari war eur c’hristen,
Ha war e dud holl, a vanden !
Kenvroïz ker, ’vel ho tud koz,
An Anjeluz laret bep noz !