Bez ez euz eur potr koz, dizell ha didruez,
A c’hoapa bloaveziou hag a gosa bemdez ;
Hag he vicher a ra ker mibin ha biskoaz,
Rag iaouank eo bepred en desped d’he oad braz !
Netra ne oar espern, netra ne esperno,
Dre bevar c’hourn ar bed e kaver he hano ;
War oberiou ann den e weleur he arouez,
Hag el leac’h ma tremenn e oar hada truez !
Hen ra d’ar mor souza ha d’ar c’hoajou sevel,
Diskar a ra keariou, ober a ra brezel ;
Netra ne lez e peoc’h, atao o firboucha,
E tizolo dre-holl kalz a draou d’ho flastra !
Hen eo a bleg hor choug, a ra d’hor penn gwenna,
Hen a ra d’eomp eur vaz, p’en deuz gread d’eomp kamma ;
Ha pa vezimp maro, petra raio neuze ?
Dizec’ha hon eskern ha dismantra hor be !
Ho ! amzer, te zo kriz, da lezen zo kalet,
Kaer a zo da bedi, da skouarn zo zerret ;
Da falc’h a zo troc’h-troc’h, ha n’ez teuz tamm evor
Euz ar re oe gwechall lodenneg enn enor.
Pabed hag eskibien, beleien, bourc’hizien,
A gousk, d’ho zro, didrouz, dindan da vantel ien ;
Hag ar re a c’hoanta ho c’has d’ann nezanted
A zeu ivez ho zro a vez ankounac’hed !
Pa’z teuz ezom sikour e kavez drasterien
Da derri gand ann orz kroasiou ar gristenien ;
Hag ann dispac’herien a guz, gant pri ha ra,
Ann traou kaer all torret gant plijadur ha joa !
Pep tra a ra he reuz, gouvez mad kement-se,
Da guziou niveruz n’int ket great gand Doue ;
Hirio ann drasterien, ma vijent war ar bed,
O weled ho labour a raje dend skrigned !
I.-M. Ar Iann.