Ann Dero
Kanomb holl and dero, roué ar c’hoajou brâz !
Kanomb holl, tûd iaouank, ha kanomb ar gwé glâz !
Krîz éo ann hini a drouc’h ann dervenned :
Allas! kémént a wé é Breiz zô diskarret !
Ar gwé a zô santel ! Ar Gorriked, bemnoz,
A zeu da gorolli war drô ann derô kôz ;
Hag ann Anaoun kéz, da sklerder al loar,
A skuill eno daélou, daélou war ann douar.
Gant hé zéliou stank brâz eunn derô kant bloasiad,
Ha gant hé vléô hîr war hé choug eur Breiziad
A zô ével daou vreûr : hep laret gaou,
Leun a nerz, a vuhé, krén ha kaled hô daou.
Gwéled em euz, é Skaer, eun dérô kenn huel
A zavé enn évou hé vek dreist ann avel ;
Eur gourenner ivé kenn stard em euz kavet
En doa oc’h ann douar hé dreid gozik staghet.
Ma vé gand ar gurun d’ann douar diskarret,
Eul lestr gand hé gorf dôn, eul lestr brâz a vô gret :
Labourit’ta, kalvé ! ha deûit, tûd-a-vôr !
Roué ar ménésiou zô c’hoaz roué ar môr.
C’houi ivez, mésiaded, deûit ! ha gant peb bar
Grit peûliou ha freillou, gand ar c’hef eunn alar !
Mes savomp da-ghentâ é kornig ann henchou
Lamm-groaz wer bé-hini oé staghed Hon-Aotrou.
Tal va béz, tûd iaouank, c’houi lakai eunn derven,
Hag ann estik klemmuz a ganô war hé fen :
« Brizeuk, barz bléo mélen, aman a zô bésiet,
« Hen-nez a wir galon garé ar Vrétoned. »
É miz Even 1837.