J. Maisonneuve, 1898  (p. 140-146)



ANN DISTRO
————


Distroet on da di ma zad
La la o la di ra
Distroet on da di ma zad,
Daero kement ’n hon daoulagad
’Nn de m’oann ouz ho c’houitât ;

Lec’h zo bet anken ha daero
La la o la di ra
Lec’h zo bet anken ha daero,
E ti ma zad, de ma distro
Den n’ouie ma hano.

Goude weliz ma mignoned
La la o la di ra
Goude weliz ma mignoned :
Arok tregont bla tremenet
Bleo gwenn ha barv loedet ;


Hag hi, potred oe sonn ho fenn
La la o la di ra
Hag hi, potred oe sonn ho fenn,
Nikun n’am sellaz ’vid astenn
He zorn ’vel diagent.

Hag elec’h emaint ’hon c’hortoz
La la o la di ra
Hag elec’h emaint ’hon c’hortoz
’N ho gwele pri hon zado koz
Sioul ha de ha noz ,

E bered ma bro ’ta bet on
La la o la di ra
E bered ma bro ’ta bet on ;
Eno ’tre ma oll anaon
Sonjenn, siouaz ! d’unon,

Eur plac’hik koant pa oe ’n ho bleun
La la o la di ra
Eur plac’hik koant pa oe ’n ho bleun ;
Biskoaz n’e bet ma c’halon leun,
Boe out-hi m’on en keun :

Re ger ’vit chom pell er bed-man
La la o la di ra
Re ger ’vit chom pell er bed-man,
Hag et gand Doue, ’vel bleun-han
’Rok serr-noz o plegan ;


Ker am euz bet klask en dachen
La la o la di ra
Ker am euz bet klask en dachen,
Na kroaz, na be, na gwenojen,
Netra ken na gavenn,

Nemed eur ween, en he bek
La la o la di ra
Nemed eur ween, en he bek
Eunn evnik savet deuz hebleg
Gant trouz ma zreid flik-flek ;

Hag al lapous ouz ma c’helvel
La la o la di ra
Hag al lapous ouz ma c’helvel
Ik-ik lare, ’vel ar bugel
D’he vamm en he gawel :

Rag ann neubeudig a garer
La la o la di ra
Ann neubeudig en em garer
Da vugale c’hoaz a deuer,
Evnigo dibreder.

Ha ma fedem p’an euz laret
La la o la di ra
Ha ma feden p’am euz laret,
He diou-eskel en euz straket
Ha d’ann env tarnijet.


Ma ine paour daï da evnik
La la o la di ra.
Ma ine paour daï da evnik,
Ha war ar brank gand ar plac’hik,
Lec’h a ganfomp ik-ik.