Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Hini Gozh.

J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 222-269)


ANN HINI GOZ



Diskan. — Ann hini goz eo ma dous,
Ann hini goz eo zur.

Na koulskoude, war a welan,
Ann hini iaouang ar vraoan.

Ann hini iaouang a zo koant,
Ann hini goz e deuz arc’hant.

Ann hini goz am c’hondu mad,
Ann hini goz a zo d’am grad.

Ha koulskoude ebarz e ker
Ann hini iaouang a garer,

Ann hini iaouank zo ken sonn,
Ann hini goz eunn tammik krom.

Ann hini iaouank zo lijer,
Ann hini goz a zo pounner.


Ann hini goz en deuz bleo gwenn,
Ann hini iaouank bleo melen.

Ann hini goz liou raden zec’h,
Ann hini iaouank liou ann erc’h ;

Liou ann erc’h eo hag hi ken ien,
N’a ra koz ha n’a sell ouz den.

Ha koulskoude n’ouzonn perak
Ma c’halon ra tik-tak tik-tak ;

Tik-tag a ra ma c’halon baour
Pa c’han da skei war doul ann nor…

Tec’h alese, tec’h kuit, tec’h pell ;
Ann hini goz a zo kant gwel ;

Ann hini goz a zo kant gwell,
N’a ra ket taillo demezel.

Demezelled na reont bepred
Nemet goab euz ar Vretoned.


Ma daolan dorn war benn he glin,
Ann hini goz a c’hoarz ouz-in.

Ann hini goz zo Bretonez,
Ann hini iaouank zo Gallez.

Fae eo gan-in gand ar Gall brein,
Gant kroc’hen ann diaoul war he geign !

Fae eo gan-in gand ar C’hallez,
Gand he lero en he botez !

Mar komzed a briedelez,
Komzed d’in euz ar Vretonez.

Na lakfenn van, pa ve laret
Eo ar Vretonez groac’hellet ;

Evit-han da vout groac’hellet,
Eunn aval blaz fall n’en deuz ket.

Bezet droug gant neb a garo :
Troc’het ann ed, dornet a vo ;


Bezet droug gant neb a garo,
Ma dous ha me m’eureujo.

Ni gousko en eur gwele kloz,
War ar pel fresk, bemnoz, bemnoz ;

Na pa ve ken koz hag ar bed,
Gan-in a vezo gwalennet.


ANN HINI GOZ
LA VIEILLE

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8*3
    a'8 b c a4 b8. a16 | gis8 a b c | \break
    a4 b | a8 \bar "||" a b c | b e d c | \break
    b a b c | b e d c | b \bar "||" a b c | \break
    a4 b8. a16 | gis8 a b c | a4 b | a8 \bar "|."
}
\addlyrics {
Ann hi -- ni goz Eo ma dous, Ann hi -- ni
goz eo zur, Na kous -- kou -- de, war a we --
lan, Ann hi -- ni iaou -- ang ar vrao -- an. Ann hi -- ni
goz Eo ma dous, Ann hi -- ni goz eo zur.
}
  \layout {
  indent = #00
  line-width = #123
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————