Ann Houad bihan hag ar giez


ANN HOUAD BIHAN HAG AR GIEZ


D’ANN ITRON L.-Ate PENQUER.


                                Et mon cœur est rempli d’adoration pure,
                                Pour celui qui créa, dans l’humaine nature,
                                Cet amour surhumain de la mère à l’enfant
                                Amour immaculé, prêt pour le sacrifice
                                Amour acceptant tout : croix, souffrance, calice !
                                Amour toujours esclave…. et toujours triomphant !

                                   Mme Ate Penquer (Révélations poétiques.)

Eunn houad a voa, iaouankik-flamm,
E-touez ar ier o klask he vamm.
Krial a rea ma voa eunn truez !
— « Paour keaz houadik, eme eur giez,
» A voa gant he chas o tremen,
» Da vamm zo a-hont war al lenn
» Oc’h da c’hortoz, ha te ama. »
— « War al lenn z-hont, va mamm n’ema.
» Va mamm a zo eur iar wenn-kann,

» Eur iar zo mad, mar deuz unan. »
— « Gant eunn houadez oud bet dofet ! »
— « Ne ket eur iar deuz va goret ?
» Koulskoude, ne ket ann houadez,
» Ar iar zo enn dro d’in bemdez. »
— « Da vamm, eur iar ? Diod oud a-vad,
» Euz a vi iar ne deu ket houad. »
— « Ne c’houzounn a be vi teuann,
» Ann houadez ne anavezann,
» Ac’hanoun ne ra van e-bed.
» Ar iar a-vad a ro d’in boed,
» Ar iar d’ann dour a deu gan-en
» Hag e pep leac’h zo oc’h va ren,
» Oc’h va diouall, gant he askell,
» Dioc’h ar riou ha dioc’h ar sparfell.
» Kaer ho pe ’ta din lavaret,
» Gant ar iar, pa na venn ganet,
» Ar iar am c’har a zo va mamm,
» Pe leac’h ema ? Hi a glaskann ! »

Euz a vi iar ne deu ket houad,
Hag evelkent e tro ar goad ;
Euz a wenn vad e teu wenn fall.
Ar vugale gant mammou all,


Gant mammou n’ho deuz ho ganet,
Karantez ho zud ne zenont ket.
Ar vamm ne gar na merc’h na map,
Hag ar bugel na mamm, na tad.
Evel-se eo ez a da goll
Ar garantez dre ar bed holl,
Ha, gant karantez ar galoun,
E kouez pep vad enn eur mor doun
Ne zislounko, gant ann amzer,
Nemet pense dioc’h ar reier,
Nemet klenved divron estren,
Nemet aliez danvez gwall den,
Danvez grek fall, danvez muntrer
Digant magerez deut d’ar ger.
Da c’hortoz, ’ma enn he gavel
Ar bugel oc’h he gerent hevel.
Gwelet e vo divezatoc’h,
Pa deui lano ar mor da loc’h.
Evel-se ez eo bet kollet
Darn tiadou tudjentiled,
Tudjentiled ha rouanez
Kouezet maner kaer ho furnez,
Dre ma kredent ne voa deread
D’eur vamm itron beza mamm vad,
Maga he map, he merc’h vihan,


Koll he gened, kaout re a boan,
Beza evel eur vamm-diegez.
Gwell eo gant-hi, pe deuz danvez,
Pe deuz iec’hed, gwell ebatal,
Rei he bugale d’ar re all,
Rei he map, he merc’h da vaga.
Ar mammou-ze, stankoc’h-stanka,
Ve lavaret ne c’houzont ket
Estreget genel a zo red,
Pa zao diwar-dro ho c’halon
Leaz ar garantez d’ho diwron.
Al leaz-ze a zo bet great mad
D’ar vugale gant Doue, ho Zad.
Leaz ar vamm zo great d’he bugel,
Leaz estren beza koulz ne c’hell.
Anez, perak ’touez ar chatal
Ne vag loened, loened re all ?

Euruz, euruz eo ar bugel
En deuz eur vamm vad d’her genel,
Enn deuz eur vamm vad d’he vaga.
Ar vamm vad-ze ann eurusa !
Ar boan e deuz ia e dudi,
Pa wel he bugel o kreski,
0 trei out-hi he zaoulagad
Hag he galoun leun a c’houez vad,

O lavaret : — « Va mamm, va mamm,
» Te eo am c’har, te a garann ! »
Ne ket ar c’hrek e deuz ganet
Mamm ar bugel, ma ne vag ket.