Ann Itron Varia Sant Karé

◄   Distro Ann Newez-Amzer Ann Itron Varia Sant Karé Merwel ’zo réd   ►


ANN ITRON VARIA


SANT KARÉ.


Da Varz ann Itrôn Varia Remengol,
Iann-Perz-Mari ar Skour.


ANN ITRON VARIA SANT KARÉ.


————


War dôn - Ar Roue Gralon :
« Petra ’zo newez enn kear Is ? etc… »


I.


Iannik Kerlann oa eur paotr mad,
Huël he benn, glaz he lagad,
Ruz he ziou-jod, he vleò melenn,
A gàne gè eur ganaouenn. —

Er pardòniou, leuriou-newez,
Merc’hed Plouaret, Plounevez,
Holl hen kavent ha krenv ha koant,
Hag holl hò defoa d’ez-han c’hoant. —

Allas ! neb a welfe breman
lannik paour, war he welé klàn,
Treùt ha dinerz ha drouk-liwet,
Allas ! n’hen anavefe ket ! —


II.


Ar vàmik paour a lavaré
D’he mab, ’n deiz pardon Zant Karé : —
— « Iannik, Iannik, ma mabik kaès,
» Sav eùn tamm ha deomb é-maès :
 
» Sell, ma mab, sell kaeran amzer !
» ’Vel m’eò ann heol beniget sklezr !
» N’ glewes ket ann evnidigou ?
» Dre-holl ’zò bleuniou er parkou ! » —

— « Ma foan a zò kèn braz, ma mamm,
» Kèn na glewan, na welan tamm,
» Sklezrigenn ann heol beniget,
» Na kèn nebeud kàn ann evned !

» Ma zonj ’zò gant Marc’haridik : —
» Marw è allas ! — Ma c’halonik
» A zò rannet gant ann ankenn,
» Ha na vezò kèn iac’h bikenn ! » —


— « Sav, ma mabik, Doue ’zò braz,
» ’Digassò did ar iec’het c’hoaz ;
» Hiriò ’mà pardon Zant Karé,
» Ar Werc’hez az rentò pàré.

» Deomb ta da bedin ar Werc’hez,
» Leùn a c’halloud, a vadèlez,
» Hounès iac’haò da galon,
» ’Wit ann drouk da voùd braz ha dòn ! » —


III.


Ebars ann tour ’vrall ar c’hleïer : —
Nag a groaz aour, nag a vànier
A luc’h en heol, ’nij en awell,
Nag a bobl, diredet a-bell ! —

Peb-seurt bleùniou, ha ruz, ha gwenn,
Daoler dirag ar vèleïenn ; —
Ha kànou, ha bugaligou
Gwisket en gwen, ’n hò dorn goulou. —


Jezuz, kaera procession,
En-drò da Iliz hon Itron ! —
War lerc’h ar vamm baour hag he mab,
Gant ann daerou ’n hò daoulagad.

Hag e pedont hag e kànònt,
Hag a greiz-kalon e larònt : —
— « Mari, karget a vadèlez,
» Bezet truez ouz-imb, Gwerc’hez ! » —


IV.


Ar Werc’hez sàkr a Zant Karé
Hiriò ’vad, deùz d’ober aré !
Gwisket ’zô d’ez-hi ’zaè zei-gwenn,
Eur garlantez ’zò war he fenn.

Hag a beb-korn a Vreiz-Izell,
Ha d’eùz a dost ha d’eùz a-bell,
Ar ré glanv, ar ré mac’hagnet,
’N deiz he fardon, ’deù d’he gwelet.


Holl westlont d’ez-hi kalonou
Rannet gant glac’har, pe dornou,
Pe dreid koar gwenn, holl gouliet,
Peb-hini hervez he glénved.

’Neb a westl troad pe galon goar,
A wel prestik goude, heb mar,
lac’h he galon ha iac’h he droat,
D’ann holl e ro iec’het timat.

Kals deùas enò gant flaïou,
’Weler breman er gourennou,
Pe ò tansall bars ar pardon,
Kerkent ’teù ar vombard da zòn. —

Ar vamm ’gemer eur goulou-koar,
Gwenn ’vel ann erc’h war ann doùar,
Hag hen gwask en stumm d’eur galon,
Dirag imaj sàkr ann Itròn.


Rei a rà ’n ez-han d’he mabik,
Hag e lavar : — « Dàlet, Iannik,
» It, da Vamm Doue hen gwestlet,
» Prest goude iac’h en em gavfet. » —

Iannik ’gemer ar galon goar,
Hen gwestl d’ar Werc’hez, hag he làr : —
— « Gwerc’hez Vari, c’hui zò ken glan,
» Me fell din làret dec’h ma foan : —

» ’Deiz pardon Zant Pezr e weliz,
» Dirag ar Zant, en he Iliz,
» Marc’haridik… ’Vel ma oa kaer !
» Ha me n’oàn med eur messaër ! —

» Gwerc’hez Vari, Mamm druezuz,
» Mamm da Doue holl-gallouduz,
» Nòz ha dé, keit ’vezinn er bed,
» Me vò klewet ò lavaret : —

 
— » Gloar ha meùlodi d’ar Werc’hèz,
» Leùn a druez, a vadèlez ;
» Kànomb holl d’ar Werc’hèz Vari : —
» Gloar, karantez ha meùlodi ! » —


V.


Ar mab hag ar vamm ’zò kousket
’N eùn ti bihan ha paour meurbet :
Setu ma teù tre ’bars ann ti
Mamm Doue, ar Werc’hèz Vari.

Heb ober neb trouz ha zioulik,
’Lak he dorn war galon Iannik,
Mousc’hoarzinn ’rà iwe out-han :
Mònt ’rà kuit, goude kement-man.

Diouz ar mintinn pa dishunvaz
Ar vamm, ’oa marw he mab, allas !
Ann heol-zav a garge ann ti,
Ma zeblante c’hoarzin out-hi. —


En em strinka ’ra d’ann douar
War he daoulin, hag he lavar : —
— « Meulodi d’ar Werc’hez Vari,
» A iac’ha peb poan ha gouli !
 
» Gloar da Vari en peb amzer,
» Pa deùz iac’haët ma mab kèr !
» Ma mab Iannik a zo breman
» Gant èlez Doue ò kanan ! » —


*