ANN NAPOLEONED
Petra ho d-eûs grêt euz ar Franz ?
————

« En toute chose il faut considérer la fin. »

A lavar La Fontaine enn ur fablen : da lavaret eo : « En pep tra e dleer gwelet ar finn. » Ar gomz-ze a zo fur meurbed. Na eûs ket a forz kaer penaoz e komanser, met penaoz a vez ar finn. Da betra e talv gonid viktoariou braz hag ober kalz a drouz bars ar bed-ma, mar na chomm goude a gement-se holl nemet dismantr (ruine) ha glac’har, ha mar dilezet pep-tra en gwasoc’h stad eget a-raok ?

Epad pell amzer ez eo bet torret hon fennou d’imp gant Napoleon  ; hag atao Napoleon. Na oa brud nemet euz anezhan en pep-lec’h. Dre-holl (partout) e vije klevet lavaret penaoz ar Franz na oa bet biskoaz brasoc’h ha krenvoc’h eget indan-han. ha divezatoc’h hoc’h eûs klevet lavaret penaoz Napoleon Tri hon lakaje da veza adarre pinvidik ha krenv ha galloudus, evel ann Napoleon koz, Napoleon Kenta.

Gwelomp eta en pe stad an Napoleoned ho d-eûz kavet ar Franz, hag en pe stad ho d-eûs lèzet anezhi. Gwelomp ann treo evel emaint en gwirionez.

Pa deuas ar Revolution vraz, en 1789, ar Franz ez oa, da dost (a peu près), en he douar, ar pez ez oa en 1870, a-raok ar brezel milliget grêt gant Napoleon Tri eneb ar Prusianed. Revolution 89 na glaske nemet mad ar bopl en pep tra, ha na sonje ket kreski douarou ar rouantelez koz, ha pellaad he harzou, da lavaret eo he frontierou, evel ma ve lavaret brema. Na glaske nemet beva en peoc’h, ha mar d-eûs bet grêt ar brezel, ez eo evit em difen eneb rouanez ar broïou all.

Impalaër an Autrich, pehini, d’ann amzer-ze, a oa ive hanvet impalaër ann Allemagn, hag roue ar Pruss, ez oa em glevet evit ober brezel dimp, abalamour da Louis C’huezek (XVI) pehini na ioullemp ken (que nous ne voulions plus) miret da roue. Impalaër ann Allemagn hen defoa c’hoant ouspen da ober d’imp rei d’ar Pab ar gêr a Avignon ha departamant ar Vauclus, pere ez oa em roët d’ar Franz, hag e c’houlenne c’hoas ma vije dalc’het en Alsace ar gwiriou koz (les droits féodaux).

Ar Revolution, pa welas e vije rèd kaout brezel, a gomansas da genta.

Roue ar Sardaign, pehini ez oa mestr d’ar Savoie ha da Nice, a em lakaas gant ar rouanez all a-eneb d’imp : met ar Savoie ha Nice pere a zo en tu-ma da veneziou ann Alp, hag a zo douget a galon evit ar Franz, ha nann evit ann Itali, — a em roas d’ar Franz. Er Savoie, ann dud a diskennas holl euz ho meneziou evit saludi ann drapeau tricolor.

En tu ann hanter-noz (au Nord), ar viktoariou kenta euz ar Revolution, pehini a defoa disklêriet (proclamé) ar Republik, a zigorras d’imp ar Belgiq hag ar broïou a zo en tu kleiz euz ar Rhin. Ar gêr a Liège, pehini na oa ket neuze euz ar Belgiq, hag a garie ar Fransijenn, a em lakaas ive euz tu ar Franz, gant levenez, evel ar Savoie.

Ar Belgiq, d’ann amzer-se, na oa ket libr evel breman ; en dalc’h an Autrich ez oa. Ann dud ive er vro-se na oant ket unanet, ar c’hêriou hag ar mêzou (les campagnes) na allent ket em glevet.

Na oa ket mad lezel ar Belgiq en dalc’h ann Autrich, hag abalamour na alle ket ann dud en-hi em glevet, na oa ket mad ive ober ur republik euz ar vro-se. Ma oe staget ar Belgiq euz ar Franz, ur wez kenta er bloaz 1793, hag un eil gwez er bloaz 1785[sic], goude ma hor boa trec’het a-nevez war ann Autrichianed ka kaset anezhe er meas ar Belgiq. Tud ar vro, ar Belged, a oa zoken muioc’h kontant ann eil gwez eget ar wez kenta da veza staget euz ar Franz, rag gwelet a reent sklêr penaoz n’ho defoa netra a welloc’h da ober.

Kalz euz ar broïou all a zo en tu-man d’ar Rhin, ha pere a oa dalc’het d’an amzer ze gant prinsed, a bere darn a oa bêleien, ha darn all na oant ket, ho defoa c’hoant ive de veza staget euz ar Franz. Kement-se a oe grêt hep-dale, hag er bloaz 1795, ann holl rouantelezou bihan a oa en tu-man d’ar Rhin a oe staget euz ar Franz. Kement-ze a c’hoarvezas hep brezel, ha gant grad-vad ar Prus, gant ma sikourje ar Franz anezhi da gaout douarou all ha galloud en tu-all d’ar Rhin.

(Eil Pennad).
————

Ar Republik, kresket euz an holl vroïou a zo en tu ann hanter-noz (nord) euz ar Rhin ha meneziou Alp, a dalc’he neuze penn da-benn ann ter ster vraz (les trois fleuves) ann Escaut, ar Rhin hag ar Meuse : goneet e defoa holl douarou Bro-C’hall goz, bro ar Gallaoued hon zadou koz. Biskoaz hon rouanez koz, nemet Charlemagn, n’ho defoa bet grêt kement-all. Ha kement-se holl e defoa grêt evel dre nerz, ha nann hervez he c’hoant, rag na glaske ket ar brezel.

Ann Autrich, Bro Saoz hag ar Russi a gouezas a-nevez war ar Republik, evit hi mouga, met ar Republik a drec’has adarre varnezhe, er Suiss hag er Holland.

Setu eta pere ez oa harzou pe frontieriou ar Republik pa reaz Napoleon kenta he dol hanvet ann 18 brumaire, dre behini e tiskaras al liberte hag ar Republik, hag a oe grêt Consul, ha goude Impalaër. Ar Republik, pa varvas indan he doliou, a leuske gant-han harzou pe frontieriou ar Rhin hag ar meneziou Alp.

Gwelomp brema petra hen eûs grêt anezhe.

Ar Franz, braz evel ma oa, na defoa ken nemet un dra da ober : mirout he douar ha labourad en peoc’h da veza karet gant tud ar broïou nevez staget out-hi.

C’hoantaad gonid c’hoaz broïou all en tu all d’ar Rhin ha da veneziou ann Alp hag ar Pyrénées, ez oa, hep mar, redek d’ar c’holl ha d’ann dismantr (à la ruine).

Ha koulzkoude setu petra a eure Napoleon kenta. Na welas ket klêr petra a dlee da ober evit mad ar Franz. Napoleon kenta a oa, hep mar, ur jeneral hag ur brezeler braz, den na lavar nann, met na oa ket ar pez a lavarer un politik braz. Bars ar politik, evit beza braz, ez eo red da genta beza fur, ha Napoleon na oa nemet un hunvreer. Braz a oa he hunvreou, hep mar, met hunvreou ez oant bepred. He hunvre kenta a oe c’hoantaad sevel ur monarchi, da lavaret eo beza mestr he-unan en Franz ar Revolution. Gwelet a eure mad penaoz gant ar peoc’h, al liberte hag ar Republik a zistroje. Setu perag e c’hoantaas ober ar brezel. Na gave ket ar Franz braz a-walc’h, hag e lakaas en he benn hi brasaad c’hoaz goude ar Republik. Bet ez oa en amzer goz un Impalaër hanvet Charlemagn, pehini a astenne he c’halloud war ann Allemagn, an Itali hag ar Spagn. Bet ez oa en amzeriou koz un Impalaërded ann hanter-noz, pe Empire d’Occident, evel ma ve lavaret en gallek, hag an Impalaerded Romen, l’Empire romain. Ma c’hoantaas Napoleon ober a-nevez evit-hann ann empir romenn, hag empir Charlemagn. Na welas ket penaoz, en amzer ma vevomp en han, pep nation, pep pobl, hen eûs c’hoant da veza mestr en gêr (chez soi), hag ann holl nationou a em dastum buhan eneb ann hini a c’hoanta ho lakaad dre nerz indan he c’hourc’hemen hag he lezen.

Napoleon a em c’hreas roue ann Italie, hag e lakaas he vreur kaer Murat da roue en Naples. Harper, pe protector ez oa ive euz ar Republik ar Suissed. Komer a eure darn euz a Allemagn a ann hanter-noz (du nord), hag e lakaas unan he vreudeur da roue er Westphalie, hag unan all da roue er Holland. Ar Spagn a oa bet ato a du gant-han (son alliée) ; ha koulzgoude e lakaas dre nerz unan all he vreudeur da roue er Spagn.

Harzou pe frontieriou ar Franz a oa bet pellaët bete Rom ha Hambourg. Frontieriou an empir a oa pelloc’h c’hoaz, ha bemde o pellaënt. Ann nationou, ar boblou, pere ho defoa peurvuia digomeret mad armeou ar Republik, a deuas da em sevel, ann eil goude egile, eneb da Franz Napoleon, hag e teuas an amzer ma em gavjomp hon unan eneb ann holl.

Ann holl a oar penaoz e kouezas Napoleon kenta. Lavaret a zo bet aliez panaoz ann drubarderez (la trahison) a lakaas anezhan da gouéza ; met kement-se na eo ket gwir. Ha pa na vije ket bet dilezet Napoleon gant darn euz he jeneraled, kouezet e vije bet koulzgoude. Ann invasion, da lavaret eo tud ar broïou all en Franz, goude beza bet trec’het gant ar Republik, en 92, ha 93, a deuas da drec’hi d’he zro, en 1814 ha 1815, dre ma oa ar Franz skuis ha kollet gant-hi kasi holl he nerz hag he goad er brezelliou. Allas na reemp ken ar brezel, evel gwez-all, evit al liberte, hag an nationou all, deuet da veza hon enebourien, abalamour d’an impalaër, a em ganne evit ho liberte.

Ar boblou unanet a eneb dimp a c’honeas war-n-nomp ar broïou hag ar c’hêriou a zo war dro ar Rhin, hag ar Belgiq. Sarrelouis, Landau, ar Savoie ha Nice. Ann Impalaër kenta, o koueza, hon lakaas evel-se da goll ar pez a oa bet goneet gant ar Republik, frontieriou ar Rhin ha re ar meneziou Alp, hag ouspenn kalz a gêriou krenv pere a oa bet komerret gant Louis Pevarzek hag ar c’hardinal Richelieu. Napoleon Kenta a lezas eta ar Franz, en 1815, bihanoc’h eget ma oa indan hon rouane koz, a-raok 1789.

(Trived Pennad).
————

Abaoue 1815 betek ann eil Empir, na eus bet brezel vraz a-bed en Urop, ha na oe gret chanchamant a-bed en harzou pe frontieriou ar Franz.

Met ann daou a viz Du 1852, Napoleon tri a gemarras ar pouar, dre nerz (par violence), evel hen defoa grêt he eontr Napoleon kanta, dre he dol ann 18 brumaire, hag evit ober kredi ponaoz na glaske en peptra nemet mad ar vro, e lavaras : — « Ann Empir eo ar peoc’h. »

Met pa gomze evel-se, na sonje nemet ober ar brezel. Gouzoud a ree mad, evel he eontr, hen defoa ezom euz ar brezel evit lakaad ar Fransijenn da ankounac’haat al liberte hen defoa lemet digant-hê.

Ober a eure eta brezel ar C’hrimé, pehini a goustas d’imp tost da gant hanter-kant mill denn (150,000), ha mill pemp kant million. Hon soudarded a dapas eno kalz a c’hloar, en gwirionez, nemet ar Franz na c’hoeneas netra. Divezatoc’h, e teuas arre brezel ann Itali. Ar brezel-se, pehini a oa hervez ar wirionez (qui était juste), a roas da vihana d’imp ar Savoie ha Nice, pere a oe staget euz ar Franz, hag ann Itali a oe delivret euz ann Autrichianed, pere a zalc’he ul lodenn anezhi. Ar Republik kenta e defoa ive roët d’imp ar Savoie ha Nice ; ann Empir kenta a gollas anezho, hag ann eil Empir ho c’honezas anevez. Evel-se eta e em gavomp, euz ann tu-se, evel indan ar Republik kenta, ha na dleomp netra d’ann Napoleoned.

Goude brezel ann Itali, e teuas brezel ar Mexiq, ha brezel atao, evel ma velet. Ar Franz na defoa netra da glask na da c’honid er broïou pell-se, hag eno hon eûs bet kollet arre kalz a villionou hag a soudarded pere a vije bet mad da gaout en 1870.

Neuze e teuas ar brezel miliget pehini e d-eûs hon glac’haret, bihannet douarou ar Franz, ha kazi kollet holl. Follente tud ann eil empir a d-eûs grêt d’imp koll dek milliard, (kement-se a zo spontus) ! — hag ar c’holl-se, evit-han da veza bras, a zo neubeud a dra e kichen ur c’holl kalz gwasoc’h : kollet hon eus ouspenn, siouas ! diou vro euz ar re gaera euz ar Franz holl, ann Alsace hag all Lorraine, ha gant-hê wardro ur million pemp kant mill a fransijenn vad ! Kollet hon eûs eno ar pez a oa bet goneet d’imp gant ar roue Louis Pevarzek hag ar c’hardinal Richelieu, ha rouane koz-all. Evel-se, frontieriou ann tu-se euz ar Franz, pere a zo ar muia talvoudus (le plus important), abalamour ma teu dre eno, peurvian, hon enebourien, — a zo tostoc’h breman eget na oant beza a zo tri c’hant vloaz. Setu eno, ma zud-kêz, un darn euz ar pez ho d-eûs [grêt] d’imp koll : Metz ha Strasbourg, ha kalz a gêriou all, ha diou vro euz ar re gaera hag ar muia pinvidik, hag ar Franz a zo brema digor euz an tu-se, el-lec’h ema hon enebourienn gwasa. Sellit ar gartenn.

Petra a c’hoarsezfe (qu’arriverait-il) gant un drivet Empir, mar kouezfe arre ar Franz en galloud (au pouvoir) ann Napoleoned ? kredit mad e c’hoarvezfe ar memeus tra, pe wasoc’h c’hoas. Ar brezel a deufe arre, hep dale. — rag ann Napoleoned n’ho deveus biskoaz klasket nemet ar brezel, — hag ur brezel grêt fall, eneb c’hoant ar fransijenn, hag e kollfemp arre, hep mar, ha neuze a vefe kollet holl. Mar deufe Herri Pemp, e rafe ive marteze, ar brezel d’ann Itali ha d’ar Pruss, evit reï d’ar Pab ar rouanteles hen eûs kollet, pe he bouar temporel, evel ma lavarer en gallek ; met ann Impalaëres (l’Imperatrice), mar deufe he mab da renn (a régner) en Franz, a rafe ive ar brezel evit ar memeus tra, rag he mab a zo fillor d’ar Pab.

Evel-se eta Napoleon pevar, ha marteze Herri pemp, a zo ar brezel, ha na eo ket ar brezel a lakao hon bro baour da em sevel, goude beza bet ken gwasket, nemet ar peoc’h hag ar peoc’h hep-ken.

Ar Republik, dre garantez ann Aotro Thiers evit he vro, ha dre he wizieges (par son habileté) a d-eûs paeet ur ranson a bemp milliard d’ar Prusianed, hag indan gouarnamant ann den fur-se, e defoa komanset da wellaad (guérir) hon gouliou. Ar Republik hep-ken a c’hell reï d’ar vro ann urz hag ar peoc’h. Na somjomp eta nag en Herri pemp, nag en Napoleon pevar, nag en Napoleon a-bed, met bezomp fur, ha miromp ar Republik.

Evit lavaret bêr (pour nous résumer) : ann empir kenta hen eûs grêt d’imp koll ar Belgiq ha provinsou ar Rhin. Ann eil empir hen eûs grêt d’imp koll ann Alsace hag al Lorraine. Petra a chomfe euz ar Franz goude un drived empir ?…

Allas ! netra !!…

F.-M. Luzel.